Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Emañ Kab Horn e penn su an enezeg chileat anvet Douar an Tan. Gwelet e vez dre voaz evel al lec'h suañ e Suamerika. An dud kentañ o vont hebiou Kab Horn a voe Willem Cornelis Schouten ha Jacob Le Maire, moraerien eus an Izelvroioù, e miz Genver 1616, hag anvet e voe evel-se ganto en enor da gêr Hoorn en Izelvroioù, lec'h genidik Schoutens. C'hoant o doa gwiriañ e oa posupl tremen e su Douar an Tan, ha korntreiñ beg Suamerika suoc'h eget Strizh-mor Magalhaes eta.

Kab Horn.

Ar c'hab suañ e-touez ar c'haboù meur eo ivez ha war kostez Norzh Tremen Drake emañ. E-pad kantvedoù eo bet Kab Horn ul lec'h tremen eus ar re bouezusañ pa oa implijet evit mont eus Europa da Azia hag en-dro. Gant listri-dre-lien e veze treuzdouget ar marc'hadourezhioù tro-dro d'ar Voull-Douar ha koulskoude eo dañjerus-tre ar mor eno pa'z eus korventennoù paot, gwagennoù divent ha skorngrec'hioù alies a-walc'h.

An Inizi Hermite (e-kreiz) ha Kab Horn (a-is e-dehou) gwelet diouzh ul loarell.

Ur seurt lec'h mojennel eo ar c'hab diouzh an diaesterioù merdeiñ, an danevelloù diwar-benn peñseoù ha brud ar vered listri a zo eno. Lesanvet eo ar c'hab ar C'hab kalet pe Kab ar c'horventennoù.

Hiziv n'eus ket mui kalz a listri-samm o tremen ahont p'eo bet kleuziet Kanol Panamá. Ul lec'h arouezel eo evit ar bagoù-dre-lien sachet gant an dae mont dreist an diaesterioù. Meur a redadeg vras a zo o hent e-tal Kab Horn, da skouer ar "Vendée Globe Challenge".

Douaroniezh kemmañ

 
Beg Su Sumerika, Kab Horn, Tremen Drake hag Inizi Shetland ar Su.

Lec'h suañ douaroù Suamerika eo Kab Horn (55°58’48’’ S ha 067°17’21’’ W, war Enez Horn, houmañ en enezeg anvet Inizi Hermite e beg Su Douar an Tan.

Pennad kar kemmañ