Kaerell

M. nivalis


Kudenn ebet (LR/lc)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Mustela
Anv skiantel
Mustela nivalis
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar gaerell (lesanvet ivez ar buan, ar c'hoantig, pe Marc'harid-koant), (Mustela nivalis) zo ur bronneg, ezel bihanañ ar genad Mustela.

Annez kemmañ

Bevañ a ra ar gaerell e Norzhamerika, Azia hag Europa (nemet en Iwerzhon). Degaset eo bet da Zeland-Nevez.

Kredet ez eus bet ez aear boblañs amerikan d'ober ur spesad distag met dilezet eo bet ar vartezeadenn-se bremañ. He c'havout a reer e pradennoù, e strouezhegoù ha war vevenn ar c'hoadegoù dreist-holl.

Doareoù pennañ kemmañ

Ul loen moan lostek dezhañ pavioù berr eo ar gaerell evel an holl izili eus kerentiad ar mustelideged, ar pezh a ro tro dezhi da heuliañ he freizhoù en o douarenn. Sklaeroc'h eo he blevenn eget hini izili all he genad ha gwenn eo he c'hof. Er rannvroioù yen e c'hell mont da wenn penn da benn. Ne'z a ket en tu all da 23 cm.

Magadurezh kemmañ

Logod a ya d'ober ar pep brasañ eus he boued (war dro 350 bep bloaz) met pa gav un neizhiad gedon bihan, n'eo ket evit mirout da lazhañ ha da zebriñ anezho.

Emzalc'h kemmañ

En hec'h-unan e vev ar gaerell en diavaez eus ar c'houlz embarañ. Gallout a ra ar parezed genel meur a wech bep bloaz pa vez trawalc'h a voued. Hemolc'hiñ a ra ar gaerell preizhoù kalz brasoc'h egeti, evel ar c'honikled.

Liammoù diavaez kemmañ

Ar gaerell war Animal diversity Web