Kalamos (mitologiezh)

(Adkaset eus Kalamos (paotr))

Kalamos (Κάλαμος / Kálamos, « raosklenn» e gregach) a oa mab d'an doue-stêr Maiandros.

Mojenn kemmañ

Kontet eo an istor gant Nonnos en e levr Dionysiaka. Kalamos a oa karedig Karpos, ur paotr yaouank brudet e goantiz. Un deiz e oant o kouronkañ er stêr Maiandros hag e veuzas Karpos.

Gant ar glac'har e tizerias Kalamos, ken e teuas da vout ur raosklenn, ar blantenn anvet diwar e lerc'h.