Kaletez gant silzig

Kaletez gant silzig, kaletez ha silzig, pe kaletez silzigennet, a zo unan eus meuzioù brudet Breizh-Uhel, hag eus Bro-Roazhon muioc'h c'hoazh. Kavet e vezont e kement fest a vez aozet er c'hornad-se, ha dreist-holl dirak ar "Stade rennais" pa vez matchoù. Kanet e vez ur ganaouenn en enor d'ar galetezenn silzigennet gant harperien ar skipailh mell-droad-se.

Blaz fall a vez kavet d'ar c'haletez, a lavarer, pa vez kollet gant ar skipailh, evel pa oa bet trec'het skipailh Roazhon gant hini Gwengamp da-geñver tro diwezhañ Kib vell-droad Bro-C'hall.

Gwelout kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.