Kallimac'hos (Καλλίμαχος) (Kyrene, war-dro 305 kent JK - war-dro 240 kent JK Aleksandria) a voe ur barzh hellazek afrikan.

Hervez skridoù zo e kelennas al lizhiri-kaer en Eleusis, e-tal Aleksandria. Goude-se e voe galvet da gant Ptolemaios Filadelfos, ha kentelioù a roas er Mirdi : Apollonios Rodos hag Aristofanes Buzantion a voe e-touez e ziskibion.

Levraouegour Aleksandria e teuas da vezañ war-lerc'h marv Zenodotos, en ur zerc'hel da gelenn. Met anv ebet anezhañ war listenn zo bet kavet eus al levraouegerien. Marteze ne oa nemet dihellour. Eñ an hini a savas kentañ katalog brudet al lennegezh gresianek, ar Pinakes.