Kanton ar Gemene (1790)

Krouet e voe Kanton ar Gemene e 1790[1]. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro eus Bann Pondi e departamant ar Mor-Bihan e oa. Teir c'humun a oa ennañ:

Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Brasaet e voe ar c'hanton dindan anv Kanton ar Gemene ivez[2], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 117
  2. Cassini - EHESS - Ar Gemene - Fichenn ar gumun