Kaozeadenn Rummad:Okeanografiezh

Evezhiadenn diwezhañ: 1 miz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Anv ar rummad

Anv ar rummad kemmañ

Moroniezh eo ar ger (TermOfis, geriadur Al Liamm, geriadur Ménard ; *morouriezh hervez ar geriadurioù Hemon 1985 ha Mouladurioù Hor Yezh 1993. Ar choler (kaozeal) 9 Ebr 2024 da 16:09 (UTC)Respont

Emañ "Okeanografiezh" e geriadur Roparzh Hemon (1997) hag er Geriadur broadel. Kavout a reer morouriezh ivez e Geriadur broadel R. Hemon ivez. Vallée a ginnige an daou c'her morouriezh ha moroniezh en e c'heriadur dija. Moroniezh a zegas ar ger saoznek moron da soñj... Er Dictionnaire des sciences et des techniques – Brezhoneg21 e lenner oseanografiezh ha kinniget e oa ar memes ger gant Termbret n'eus ket pell zo. Mat e vefe goût gant petra e vez graet er levrioù skol kement hag ober. Din-me Okeanografiezh zo mat-tre.
Kadwalan (kaozeal) 14 Ebr 2024 da 19:59 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Okeanografiezh".