Kaozeadenn Wikipedia:Politikerezh Envel Departamantoù Frañs

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Kinnig

Stummoù bet lakaet e pleustr diwar ar c'henemglev betek-hen kemmañ

Dielloù kemmañ

Diellaouet eo bet istor ar gaozeadenn, disoc'h ar votadeg hag ar c'hinnigoù all amañ.

Stumm an anvioù kemmañ

Adkaset eo bet ar c'hinnigoù d'ar bajenn gaozeal.

Stummoù sklaer kemmañ

  Amañ e vez kavet listenn an departamantoù bet reizhet titl ar bennad o tennañ dezhe hervez ar politikerezh bet votet (renket hervez urzh al lizherenneg).

Gwelet e vez a c'hallje bezañ brezhoneg mat. Talvezout a ra kement ha 'wechoù ' vez gwel't, 'wechoù 'vez ket. Ha setu perak n'eo ket mat amañ. Klask ur wech all c'hoazh. 193.52.64.50 22 Du 2006 da 12:17 (UTC)Respont


Merket e vez   an departamantoù bet savet ur pennad a-ratozh o tennañ dezhe, en o zouez an departamntoù gante an hevelep anv evit perzhioù douaroniel all (d.s. menezioù, stêrioù, h.a.) bet digejet an heñvelsterioù ha savet ur pennad o tennañ d'an departamant war-eeun

Merket e vez   an departamantoù bet reizhet titl ar pennadoù o tennañ dezhe met hep ma vije bet savet ur pennad resis oc'h ober dave d'an departamant nemetken h.a. (da skouer stêrioù, menezioù) gante an hevelep anv. Peurliesañ e kas al liammoù da bennadoù digejañ ma ranko bezañ savet pennadoù resis a-ratozh-kaer evit an departamantoù o-unan penn. (Da skouer, al liamm Izera a gas d'ur pennad digejañ ha n'eus bet savet betek-hen pennad ebet o tennañ war-eeun d'an departamant disheñvel diouzh ur pennad all - bet krouet pe get - o tennañ d'ar stêr ganti ar memes anv).

Stummoù a rank bezañ sklaeraet kemmañ

  Amañ vez kavet listenn an departamantoù bet implijet stummoù da c'hortzo evit titloù ar bennad o tennañ dezhe (renket hervez urzh al lizherenneg) keit ha ne vo ket bet tizhet un emglev evit dont a-benn da diskoulmañ ar c'hudennoù a van c'hoazh diwar-benn stummoù resis an anvioù a ranko bezañ lakaet da bolitikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ:

KAOZEADENN NEVEZ DIWAR-BENN AR POLITIKEREZH ADWELET kemmañ

Evezhiadennoù diwar-benn ar politikerezh kozh kemmañ

  • Stummoù brezhonek:
    • evit Breizh,
A-du, met mat e vije menegiñ eus peseurt stummoù emaomp o komz, rak meur a anv a c'hall bezañ, pe meur a stumm, hag adkas adalek an anvioù ofisiel gallek.82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont
    • pa 'zo un hengoun e brezhoneg (Vañde, Korsika, h.a.),
Ret eo ober ul listenn eus an anvioù-se, ha prouiñ ez eus un hengoun. Vande, e geriadur Roparz Hemon. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont
    • pa 'z eo anv an departamant graet gant perzhioù douaroniel e brezhoneg dija (Alpoù, Pireneoù, Liger, Garona, h.a.): a-ziwar-se e vo lakaet Tarn-ha-Garona, Alpoù-an-Arvor, Pireneoù-ar-Reter, h.a.
N'on ket a-du: anv ofisiel gallek. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont
  • Lakaet e yezh ar vro pa 'z eo disheñvel eus ar Galleg (gant ar reizhskrivañ e brezhoneg). Kinniget e vo neuze Lozera, Vaokluza, Krueza, h.a.
A-enep krenn. N'eus ket da ijinañ anvioù n'eus ket ezhomm anezho. Lezomp an anvioù ofisiel gallek war an departamantoù gall evel ma lezomp anvioù ofisiel alamanek war ar stadoù alaman, an anvioù saoznek war anvioù ofisiel ar broioù saoznek (West Virginia, ha n'eo ket Virjinia ar C'hornôg). Ijinadennoù evel Krueza zo da skarzhañ. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont
  • Laoskel e galleg evit peurrest an departamantoù (o lakaat an distagadur fonetikel: n'eo ket sañset an holl brezhonegerien gouzout galleg): Val d'Oise, Pas-de-Calais, h.a.
N'eo ket ret gouzout portugaleg ha skrivet eo anvioù Portugal en portugaleg en holl wikioù, ha reizh eo skrivañ anvioù Bro-C'hall en galleg. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont
  • Bewech e vo ret lakaat e penn-kentañ ar pennad: ar stumm "ofisiel" brezhoneg dibabet ganeomp (gant an distagadur fonetikel e brezhoneg ma n'eo ket ar stumm-se skrivet e brezhoneg), ar stumm ofisiel e galleg, hag ar stumm e yezh ar vro ma 'z eo disheñvel eus ar galleg (e Okitaneg, Alsaseg, Euskareg, Kreoleg, h.a.)
N'hon eus ket da zibab ur stumm ofisiel brezhonek ma n'eus let anezhi.82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont

Kinnig kemmañ

Chom hep ober gant anvioù ha n'eus ket anezho. (n'eo ket sinet)

Ret e vefe sklaeraat. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 17:59 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Politikerezh Envel Departamantoù Frañs" ar raktres.