Kaozeal:Broadelouriezh

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Brezhonegañ, brezhonekaat

N'eo ket hennezh ur pennad neptu ur wezh all. Goût mat a ran e vin taget da gritikañ an traoù evit abegoù personel, setu neuze skwerioù reis hag an abegoù a laka ac'hanon da lâret n'eo ket neptuek ar pennad-mañ:

"hag a lavar c'hoantaat stourm eviti"

ha ne stourmont ket neuze? nemet lâret c'hoantaat stourm? ha bez' e c'heller ober un ideologiezh diwar-benn ar pezh a lâr an dud c'hoantaat ober hep ma vije graet traoù. ha perak ket skrivañ en un doare eeunoc'h:

"hag a stourm eviti" pe:
"hag a lâr eo ret storum eviti"

ne gomprenan ket ar frazenn-mañ:

"an hini a vez kuzhet evel un dra vezhus"

penaose e c'hell un den bennak kakaat e gredenn en ur vroad "da penntalvoud" ha "lavar[out] c'hoantaat stourm eviti" diouzh un tu ha "[bezañ] kuzhet evel un dra vezhus" war un dro?

ar frazennoù-mañ a denn kentoc'h da vennozhioù personel ar skridaozer evit da fedoù fetis:

"Peurvuiañ e vez gwelet mat ar vroadelouriezh en tu dehoù, ha muioc'h c'hoazh en tu dehoù pellañ. En tu kleiz e vez kuzhet alies ha gwisket gant gerioù all: unvaniezh sakr e 1914, republikanouriezh, sovereniezh e penn kentañ ar bloavezhioù 2000, enebeuropelezh, [[enebamerikanelezh]"

liammet-tre emañ ouzh ar mennozhioù personel kinnget er opennad Republikanouriezh.

marteze e vefe ret ober an difr'ch etre an 'emsav hag ar vroadelouriezh, dreist-holl pa gomzer eus:

"ar vroadelouriezh en ur ster ledanoc'h c'hoazh, o lakaat e-barzh ar strolladoù sevenadurel pe aozadurioù a labour war dachenn Vreizh hepken pe evit ar brezhoneg dreist-holl"

gwir eo e vz lâret gant tud all ec'h into broadelourion, met marteze e vefe mt ivez lakaat sklaer e vez mplijet an termen-se a-dreuz evit gallout o zagañ (graet er penand mui pe vui) ha dreist-holl o lâret n'eo ket an termen-se an hini a vez implijet gant an aozadurioù-se evit en em deskrivañ dreze o-unan.

kinnig a ran sellet un tammig ouzh ar pennadoù war an tem-mañ war ar wikioù all (istor ar vroadelouriezh, luskadoù broadelour disheñvel, hag all hag all)

N'ac'h eus nemet gwellaat ar pennad. Ken fall eo ma ne vo ket diaes. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2006 da 07:35 (UTC)Respont
Chalet on ivez gant ar pennad man, ha n'eo ket neptu na gwall objektivel. Kinnig a ran evit kregin, trein pennad ar wiki e galleg a n'eo ket, iskisan tra, ken fall-se (hep trein evel-just ar fazioù 'zo e barzh). Ar pezh a vo evidomp ur bazenn solut evit ober ur gwir pennad war ar broadelouriezh e brezhoneg... Benoni 9 Ebr 2006 da 11:08 (UTC)Respont
Ar wech kentañ eo din gwelout ur pennad e galleg er wikipedia brezhonek. Ur c'hiz nevez da grouiñ. Marteze e vo heuliet gant re ar saozneg hag ar ruseg ivez. Pegen brav unaniezh e vije ma 'n em glevjemmp db ur skrid gallek!

Koulz tennañ ar brezhoneg eus ar pennad, ha moarvat eus ar pennadoù all. Bianchi-Bihan 10 Ebr 2006 da 08:14 (UTC)Respont

N'eus forzh petra!!! Treiñ a zo un doare da sevel ur pennad ivez. N'em eus ket amzer en ober breman, met tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann 'giz vez lavaret. Hag ur pennad mat, dreist-holl war un danvez ken diaes, ne vez ket graet en un devezh. Ha kenkoulz kemer harp war ar pezh 'zo bet graet e yezhoù all... Benoni 10 Ebr 2006 da 10:11 (UTC)Respont

Tamallet din "bezañ distujet"... N'em eus distrujet tra: tennet ma skrid brezhonek a zisplije kement, evit leuskel lec'h d'ar galleg.Bianchi-Bihan 10 Ebr 2006 da 10:31 (UTC)Respont

Mezhus kemmañ

Bet on o pourmen e-barzh meur a wikipedia, ha nem eus ket gwelet gwech ebet plantañ ur pennad all en ur yezh all. Pennadoù gwan, dister, fall, diechu am eus gwelet. Met ober goap ouzh ar yezh a embanner enoriñ, biskoazh! Ret e oa dont amañ. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2006 da 18:41 (UTC)Respont

Ereadur ar wiki kemmañ

Gant an arouez <!-- ez eus tu da guzhat an destenn a chom da vezañ troet en ur pennad. Evel-e e c'haller lenn ur pennad hep bezañ direnket gant ar pezh a vank. Pa vez digoret ar prenestr kemmañ avat e teu an destenn glok. N'eus nemet dilec'hiañ an arouez a-feur ma troer evit lakaat war wel al lodennoù nevez troet. --Fulup 11 Ebr 2006 da 18:48 (UTC)Respont

Brezhonegañ, brezhonekaat kemmañ

"Ar pennad-mañ zo o vezañ troet", a zo e brezhoneg: "Emeur (pe unan bennak zo) o treiñ ar pennad-mañ". Brezhonekaomp hor brezhoneg. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2006 da 18:52 (UTC)Respont

kudenn frammañ an displegadur kemmañ

Evit gwellaat an dermenadenn-mañ e kinnigfen digeriñ gant an dermenadenn hollek: "ar vroadelouriezh a zo un ideologiezh ganet e dibenn an XVIIvet kvd, penn kentañ an XIXvet. Diazezañ a ra ar vroad evel penntalvoud, gant ar pal lakaat da anaout anezhi, lakaat da zoujañ outi,he difenn ha he diorren diouzh ar gwellañ. Kement-mañ a empleg e vefe gwarantet ar gwir gant pep broad da vezañ mestr warni hec'h unan (damani broadel)" degas da heul ar resisadennoù:

      BROADELOURIEZHIOU: 

Kement a vod meizout ar vroadelouriezh bep a boell dezho a vez hag a zoare da dermeniñ ar vroad:

       Hervez an hevelepted:
                -hevelepted ar vroad diazezet da gentañ war ar gwad pe al lignez (ster orin an "natio")
                -hevelepted ar vroad diazezet war stuzioù sevenadurel heverk (yezh,istor, lennegezh, sonerezh, relijion...)
                -hevelepted pennañ ar vroad diazezet war ar geodedelezh (ster gallek pennañ: an "Nation")
                -hevelepted ar vroad diazezet war ar relijion
      Hervez ar mod difenn pe diorren ar vroad:
                -lakaat da anzav ar vroad ha d'he anaout war an dachenn etrevroadel gant he holl gwirioù reizh, ha stourm evit-se
                -mirout pe greskiñ galloudez ar vroad"
       AR STAD-VROAD 

Unan eus meizad pennañ ar vroadelouriezh. Lakaet eo bet ar stad: anezhi aozadur merañ aferioù ar vroad hag aozadur difenn, evel benveg kentañ an damani broadel. Gant ur stad kreñv e c'hell ur vroad gwarantiñ he dizalc'hded ha poellekaat he emrenerezh. Gant kresk an eskemmoù etrevroadel a bep seurt, gant pouez ar c'hudennoù a vent bedel, e vez muioc'h-mui relativizet ar meizad-mañ: ur mod-all d'ar vroad da chom mestr warni a zo ivez klask mestroniañ an etredalc'hioù a-gevred gant broadoù all dre sevel kevratoù. Alese an tabut a-vremañ etre damaniourien ha kevredelourien, deuet a-wel da vat e diabarzh Unaniezh Europa. Ar memes kudennadur a vez kavet bremañ e-mesk broadelourien ar broadoù hep stad, en Europa paneveken: stourm evit bezañ dizalc'h pe evit sevel ur sistem kevredel?, digevrediñ evit bezañ dizalc'h?, bezañ dizalc'h araok adkevrediñ war-eeun gant Unaniezh Europa?"

Distreiñ d'ar bajenn "Broadelouriezh".