Kaozeal:Kenger

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Baleer e kaozeadenn Kemmadur

hopala, ankoueet m'e sinañ ar pennadig-mañ ('blij ket di pa jomont dianw momestra!)neal

Rener strizh kemmañ

Skrivet gant Neal: "Pouezus-tre eo kengerioù a bep seurt evit ar yezhoù daspegel."Gant eo e vez lakaet ur rener strizh. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 09:44 (UTC)Respont

Kemmadur kemmañ

Kenvreur, kengêr, kengarantez. Kenc'her, kentoc'h neuze marteze. ma vez degemeret ar martezeadennoù. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 16:49 (UTC)Respont

N'on ket a-enep na tamm ebet. War a welan e R.H. e reer gant ar c'hemamdur dre vlotaat peurliesañ goude ar rakger "ken-". Ne gavan roud ebet e R.H. eus ar c'hemmadur g->c'h goude "ken-" avat, daoust ha ma kaver skouerioù kontrol hep kemmadur evel daoust ga ma kaver ivez "kengervel", "kengourener", "kengronnañ" ha n'eo ket *"kenc'hervel", "kenc'hourener", "kenc'hronnañ". A-raok kemmañ (ha n'on ket a-enep kemmañ) e kavfen gwell kaout ali ar re all (te en o zouez, evel-just). A galon, Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 17:04 (UTC)Respont
Ne laran ket kemmañ, met teurel evezh, studiañ. Ma'z eo aotreet. Amzer a-walc'h a vez da gemm. Ne lamman ket war an dud, ne drelatan ket, nag evit ur fazi nag un dibab personel. Martezeañ, sioul. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 17:11 (UTC)Respont
1. "Teurel evezh: A-raok sevel ar ger em boa taolet evezh dre sellet e geriadur R.H. evit gwelet reis penaos e oa bet graet gantañ: gwelet em boa da gentañ e oa bet graet peurliesañ gant ar c'hemmadur dre vlotaat goude "ken-" hag en ur glask pelloc'hig em boa gwelet ne oa ket bet graet gant ar c'hemamdur-se pa groge ur ger gant "g". Gwir eo n'em boa ket klasket pelloc'h. Ha te, pelloc'h out bet da studiañ ar gudenn?
2. "studiañ": prst on da studiañ ar gudenn ha da gemamñ (reizhañ) titl ar penand-mañ mar bez ezhomm. Ec'h on o c'hotoz arguzennoù ha daveoù kontrol fetis d'ar re bet implijet ganin ivez chom hep implijout ar c'hemmadur, da lâret eo geriadur R.H.
3. "Kemmañ": kemmañ a rankfer m'eo amreizh ar stumm, N'em boa ket lâret e oa ket kemmañ na diouzhtu ha n'em boa ket lâret ivez e oa bet goulennet ganit kemmañ. Kemmañ a reer pa vez fazioù: reizhañ a reer eus seurt kemmoù seul wezh mar bezont ezhomm.
4. "lammañ war an dud": piv en deus lammet war an dud? gant pive z eus bet kaoz eus lammañ war an dud? Respont d'az evezhiadenn am eus graet n'eo ken, hep lammañ na netra. Arabat klask reuz.
5. "lammañ war an dud": piv en deus lammet war an dud? gant pive z eus bet kaoz eus lammañ war an dud? Respont d'az evezhiadenn am eus graet n'eo ken, hep lammañ na netra. Arabat klask lakaat ar soubenn da vont da drenk.
6. "ne drelatan ket": gant piv ez eus bet kaoz eus "trelatiñ"? Respont d'az evezhiadenn am eus graet n'eo ken. Arabat klask lakaat ar soubenn da vont da drenk.
O c'hortoz arguzennoù ha daveoù fetis. A galon, Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 17:33 (UTC)Respont
Ne vez ket kemmet na d na g goude ken- (YBB Kervella, § 142, p. 92): sk. kendalc'h, kenglav. Baleer (kaozeal) 17 Meu 2017 da 15:50 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Kenger".