Kaozeal:La nuit je mens

Evezhiadenn diwezhañ: 3 miz zo gant 2A01:CB08:8E1D:9400:D5F3:6F2F:C16B:7691 e kaozeadenn kenlabourerezh e-lec'h kenlabour ?

kenlabourerezh e-lec'h kenlabour ? kemmañ

Enni ez eus kaoz eus ar Rezistañs hag ar c'henlabour.
kenlabourerezh [...]. 2. Ent strizh Obererezh kenlabourat gant an enebourien, dh. e-pad an Dalc'herezh. GBAHE, pajenn 719a. 2A01:CB08:8E1D:9400:3C39:F123:F931:2D4B 29 Gen 2024 da 12:16 (UTC)Respont

  • Termofis: Histoire Collaboration | Kenlabour | h.g.
  • Favereau: COLLABORATION kenlabourerezh m. parf. kenlabour m. -ioù hist. kenlabour g' ar Boched m.
(« ar Boched », hep kemmadur?)
Ken aes ha sklaer hag atav 😅. Un dra zo sur: mankout a ra ur pennad a-zivout an dra-se er wiki-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gen 2024 da 12:49 (UTC)Respont
Un nebeud pennadoù a ra gant ar ger kenlabourerezh dija, Bernard Andreas Riphagen, Marc Augier, Jacques Doriot en o zouez, dezhañ ar ster resis meneget uheloc'h. A galon. 2A01:CB08:8E1D:9400:400E:AF52:CEE4:422 29 Gen 2024 da 14:42 (UTC)Respont
Mat eo din. Gallout a rafe ar bajenn Kenlabour bezañ lakaet da adkas pe da bajenn disheñvelout, hervez an ezhomm. Ne vank nemet unan bennak evit sevel ar pennad. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gen 2024 da 17:10 (UTC)Respont
Ya, moarvat. Dit da c'houzout : ar furm kemmet c'henlabourerezh a c'haller kavout er pennadoù Triskell (Lizher kelc'h Strollad Broadelour Breizh), Strollad Broadel Breizh (1931-1944), Philippe Pétain, Emgann Bro-C'hall, William Brittain, Yann Mari Ewan Heneu ha France libre. Ret eo lavarout ne gaver ket roud eus kenlabour gwall alies amañ. 2A01:CB08:8E1D:9400:D5F3:6F2F:C16B:7691 30 Gen 2024 da 11:23 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "La nuit je mens".