Kaozeal:Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Erbediñ

Erbediñ kemmañ

kinnig a ran erbediñ ez-ofisiel ober atav gant ar sistem treuzskrivañ-mañ evit romanekaat anvioù divoutin indezek pa vez ezhomm dre m'eo anezhañ ar sistem etrebroadel implijetañ. Keñveriit ivez: Romanekadur al Levraoueg vroadel e Kolkata evit diforc'hioù resis e-keñver ar sañskriteg evit yezhoù indezek all. Neal (Kaozeal) 15 Du 2007 da 12:07 (UTC)Respont

A-du.  Benoni (Kaozeadenn) 15 Du 2007 da 12:25 (UTC)Respont
A-du emaon-me ivez. Ret eo kaout soñj n'heller ket gwelet al lizherenneg-mañ war an holl urzhiataerezioù avat (soñjal a ran er skolioù) ha talvoudus e vefe lakaat bewezh un treuzlizherennadur all ouzhpenn hemañ e-barzh ar pennadoù (evel an X-Sampa e-kichen an LFE). --Yun (kaozeal) 15 Du 2007 da 18:32 (UTC)Respont
Ober neuze gant ITRANS ivez? Gwelloc'h e vefe d'am soñj lakaat ur gemennadenn a-us da bep pajenn ma vez implijet enni lizhrennoù ha/pe doareoù-skrivañ ispisial o tisklêriañ da beelc'h mont evit pellgargañ ar pakadoù unicode (d.s. [1] ha dreist-holl [2]) ret evit o gwelet mat - hiziv ne dlefer ket rankout ober hep seurt lizhrennoù ispisial, nag war urzhiataerezhioù ar skolioù nag e neplec'h all. Un dra vat eo, n'eus forzh penaos, klask mont war hent an implijoù unvan war dachenn an treuzskrivañ dre lakaat da dalvezout sistemoù etrebroadel anavezet kentoc'h evit mont da heul skouer ar galleg atav pe c'hoazh ober n'eus forzh penaos, a-du omp ni hon-zri war ar c'hraf-mañ war a welan. Neal (Kaozeal) 15 Du 2007 da 18:55 (UTC)Respont

Oups kemmañ

Oups, me zo oc'h adober ar patrom "lang". Tu zo din disteurel da gemm diwezhañ evit ober an hevelep taolenn eget e saosneg?  Benoni (Kaozeadenn) 15 Du 2007 da 12:33 (UTC)Respont

Bon, tañpir, gwellet 'm eus t'eus tennet ar patromoù.  Benoni (Kaozeadenn) 15 Du 2007 da 12:36 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg".