Kaozeal:Preußen

Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Respont

Anv reizh hervez reolenn ar votadeg: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Anvio%C3%B9-tud/Vot_diellaouet1 Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:35 (UTC)Respont

N'eo ket ar pezh a welan. Meskañ a rez anv familh gant titloù, pe a-hend-all e vije ret skrivañ e brezhoneg Anne de Bretagne ha Claude de France, ha kement 'zo.--Trec'hlid mitonet 16 Du 2011 da 21:02 (UTC)Respont

Lennet fall ganit danevell ar votadeg ma n'ez poa ket kemeret perzh, ha meskañ a rez an traoù.

  • a) Danevell ar votadeg: 1 - Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg. Diviz kemeret gant 75% eus ar mouezhioù. Sklaer eo : testeniekaet eo Anna Vreizh, neuze ne dalv ket ar boan klask pemp troad d'ar maout.
  • b) Kement-se ne virfe ket da ober ur "pennad" Anne de Bretagne ma talvfe ar boan, me vefe un anv stank. Ur skouer fall marteze, rak n'anavezan nemet un Anne de Bretagne. Kemeromp Marie de France, anv meur a vaouez. Ne vir ket da ober goude ar pennadoù anvet Mari Bro-C'hall, hervez an debron a ra o reuz er vro. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 09:59 (UTC)Respont
Te eo an hini en deus lennet fall ar reolenn Bianchi-Bihan evel just. Ur pennad Prusia zo dija. Preußen zo un anv bro alamanek. Da vezañ diverket da'm soñj--Kadwalan 16 Du 2011 da 22:43 (UTC)Respont

Ya, un anv-bro deuet da vout anv-tiegezh. Ur pennad db an anv-tiegezh eo eta, evel un toullad mad a re all, hervez ar reolenn meneget a-us. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 23:26 (UTC)Respont

N'eo ket un anv tiegezh. Hohenzollern eo an anv tiegezh ! Danvez all zo ennañ bremañ avat--Kadwalan 18 Du 2011 da 01:08 (UTC)Respont

Meur a implij zo d'un anv kemmañ

Marteze n'eo ket sklaer d'an holl met c'hoarvezout a ra alies e vije meur a anv d'ar memes den e-touez an noblañsoù-se. Aes eo koll penn an neudenn, ha se ivez a c'hoarvez alies, dreist-holl pa gomzer a-raok studiañ ... Ar furnez e vije bet sellout ha danvez a oa da greskiñ ar pennad a-raok mont da c'houlenn diverkañ, evit diskar labour ar boanierien. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 09:59 (UTC)Respont

Evel ma'z eus bet degaset danvez ouzhpenn gant Bianchi-Bihan n'on ket ali ken nullañ ar pennad ken. Ar pezh zo sklaer avat eo n'eo ket "von Preußen" un anv familh met un anv bro alamanek zo da vezañ troet ha n'eus ket lec'h er pennad-mañ evit ur roll tud zo X Preußen (Preußen zo da vezañ troet e brezhoneg) pe X Prusia (Prusia n'eo ket an titl) o anv. Sevel ur pennad disheñvelout Prusia mar kerez.--Kadwalan 20 Du 2011 da 02:23 (UTC)Respont


Respont kemmañ

Hervez reolennoù wikipedia ne dalv da ali nemet evel hini un den. Pezh zo sklaer din, hag a labour war an dachenn abaoe ur pennad (pa n'ac'h eus nemet ur sell a-bell, hogen tuek da-vat), eo un anv-tiegezh, hag un anv tiegezh ordinal peogwir eo en anv-se emañ an dud-se er wikipedia alamanek, ha war ar bajenn Preußen ouzhpenn.

Un dra dister eo kement-se e-touez an 40 000 penad zo er wikipedia, pe e tleje bezañ, ma n'az pije ket dibabet tremen da amzer war ma chouk, oc'h enebiñ ouzh ma labour dalc'hmat. Evel-just ez i, ur wech ouzhpenn, a-enep reolennoù wikipedia db ar c'henemglev. Ha martreze, piv oar, e c'hallfes ivez kammimplij da wirioù evit lakaat da savpoent da vezañ trec'h, pezh zo difennet groñs gant reolennoù wikipedia evel ma oarez a-walc'h.

Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 03:32 (UTC)Respont

Ma ne fazian ket ez eo ali Trec'hlid Mitonet ganin da lâret n'en deus mann ebet an titl von Preussen evel en Adalbert von Preußen d'ober er pennad-mañ en tu all d'ur meneg da adkas al lenner etrezek ar pennad en anv brezhoneg. Setu a ra daou. An hini a heulio al liammoù etrewiki a welo ne vez ket graet anv eus "X von Prussen" neblec'h er yezhoù all abalamour ma'z eo un anv bro troet en holl yezhoù. A-du emaon d'an nebeutañ da lâret ez eo un dra zister ha ne gomprenan ket ar c'hoant ingal-se abaoe tost tri miz (pe hiroc'h) da skrivañ anvioù en alamaneg e pep lec'h e-lec'h o lakaat e brezhoneg nemet evit hor lakaat da goll amzer e vefe. Tamalloù grevus a rez ha pediñ a ran ac'hanout da baouez da zroukprezek ha da lâret traoù faos, ur wezh ouzhpenn. Ar c'henemglev a dalvez e vez selouet ali an holl ha pas da hini hepken. Ha lâret traoù faos diwar-benn ar re all pe ar reolennoù n'eo ket un doare d'o lakaat da selaou da ali "arroutet" sañset gant fiziañs. --Kadwalan 23 Du 2011 da 02:41 (UTC)Respont
Chom a ran-me digompren ivez rak ar youl-se. Trawalc'h eo bremañ kaout "von" en e anv evit kaout ur chañs d'en em gavout er WP brezhonek.--Trec'hlid mitonet 23 Du 2011 da 08:07 (UTC)Respont

Ne welan ali holloueziadurel ebet en evezhiadennig-se. Pezh a gavan souezhus avat eo ne vez ket graet anv eus ar reolenn votet gwech ebet. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:22 (UTC)Respont

Ya farsus e vefe ma ne lakfe ket an hol da goll amzer. Petra ul lezenn nevez?--Kadwalan 25 Du 2011 da 22:34 (UTC)Respont
Me ne welan nemet unan o koll amzer oc'h ober brezel d'ar re all. N'eo ket me zo kaoz ma plij dit koll da amzer: pennadoù a c'hallfes sevel ma karfes.
Evit ar peurrest (an eil frazennig) e larin evel hemañ: Digomprenus a-grenn eo --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:13 (UTC) Bianchi-Bihan 2 Kzu 2011 da 18:39 (UTC)Respont

Traoù faos kemmañ

Diwar-benn an traoù faos (sic) hag an tamalloù grevus (ad-sic) ne seblantez ket troet da welout ar re az poa skignet diwar ma fenn, ha just a-walc'h ne welan-me nemeto.
Pa gomzez eus treiñ anvioù e veskez meur a dra hag e tegasez a bep seurt arguzennoù, hervez an dro. Ha gwech ebet ne rez anv eus ar reolenn votet, souezhusat tra a berzh ur merour, ha honnezh a zo sklaer, ken eo sklaer. Hag ali ganin e oa ar merour Gwendal en deiz all. Sed a ra daou. Met moarvat ez peus lakaet anezhañ da gemmañ e ali, a-drek ar rideozioù, gant arguzennoù un tamm kreñvoc'h eget ar re a lenner amañ?

Bo&Fa.--Trec'hlid mitonet 23 Du 2011 da 08:12 (UTC)Respont
N'eo ket sirius tamm ebet an emzalc'h-se. Nac'h kaozeal en un doare sirius ha drouprezek diwar-benn ar re all. Pe oad out? N'eus ken ur reolenn a dalvez amañ : skrivañ e brezhoneg pa c'haller. Mat eo ar pennad met gallout a rafes gwelet abaoe pell e ranker treiñ an anvioù tud-se. War ar bajenn kaozeadenn e welan daou vouezh a-enep da unan evit treiñ an anvioù-se pe gentoc'h o zennañ dre ma n'o deus mann d'ober amañ met kenderc'hel a rez da blantañ anezhe hag en desped d'ar skiant vat (skrivañ e brezhoneg) hag a-enep ali ar re all ouzhpenn. --Kadwalan 25 Du 2011 da 22:34 (UTC)Respont
Merzout a ran a-daol-trumm ne gontez ket evel ar re all kennebeut--Kadwalan 25 Du 2011 da 22:49 (UTC)Respont

Ar pennad-mañ kemmañ

A-hend-all, diwar-benn ar pennad mañ en-resis n'eo ket da ali-te hepken a gont met hini saver ar pennad ivez. Neuze e tistaolan ar c'hemm-mañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Preu%C3%9Fen&action=historysubmit&diff=1108371&oldid=1107605, a zo ur c'hemm enepholloueziadurel, diazezet war un ali personel, mil bell diouzh neptuegezh ur merour. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 06:21 (UTC)Respont

N'on ket souezhet. Perak? Poent eo dit sioulaat. Goulenn a ran ganit doujañ ouzh reolennoù mont en-dro Wikipedia. Doujañ an holl hag o ali. Kaozeal en un doare sirius hag onest hep droukprezegerezh. Paouez a lakaat alamaneg e pep lec'h. --Kadwalan 25 Du 2011 da 22:53 (UTC)Respont
  • Pa skrivez Paouez a lakaat alamaneg e pep lec'h n'hallez ket krediñ e lakfen alamaneg "e pep lec'h!". Neuze e ouzout emaout o kontañ gaou.
  • Da ali te ne gont nemet evit unan. Arabat dit krediñ out an holl. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 05:05 (UTC)Respont
Ur sofist mat out. C'hoari gant ar gerioù hag ober goap adarre. Ne cheñch netra. --Kadwalan 28 Du 2011 da 01:22 (UTC)Respont
N'eo ket me zo kaoz eus pezh a skrivez: te an hini eo. Lavarout kement-se ha diskouez petra a lavarez n'eo ket ober goap. Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 02:23 (UTC)Respont
Digomprenus a-grenn eo --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:13 (UTC)Respont
Daoulagad o deus ha ne welont ket. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2011 da 17:59 (UTC)Respont

Diaes kompren an tabutoù war ar Wikipedia brezhonek. Perak koll amzer o tilemel traoù savet gant ar re all. Daoust ha ne vefe ket spletusoc´h sevel traoù all? Difaziañ zo mat, distruj n´eo ket avat. A galon. Gwenael

Trugarez da reñ da ali. Gallout a rez lenn ali an implijerien er bajenn kaozeadenn. Ar brezhoneg eo yezh Wikipedia. Lamet e vez an danvez n'eo ket e brezhoneg pa vez tu d'o zreiñ. Danvez en alamaneg n'en deus ket e lec'h amañ pa'z eus un anv bro brezhonek kevatal, Prusia. N'eus ken heuliañ al liammoù da welet. Tu a vefe menegiñ an anvioù tud-se marteze en ur pennad e brezhoneg, ur pennad Prusia (disheñvelout) da skouer, met pas amañ --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:13 (UTC)Respont
A! An alioù disheñvel ne blijont ket? Bianchi-Bihan 2 Kzu 2011 da 17:59 (UTC)Respont

Repu politikel kemmañ

Skarzhet eo bet adarre an danvez holloueziadurel gant Kadwalan, sparlet ar pennad gant ar merour. Setu neuze repuet an danvez-se amañ. Kresket e vo evel ma ran er pennadoù all. (UTC)

Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 02:32 (UTC)Respont

Urzh kemmañ

Ar brezhoneg eo yezh Wikipedia. Danvez en alamaneg n'en deus ket e lec'h er pennad-mañ pa'z eus un anv bro brezhonek kevatal, Prusia. N'eus ken heuliañ al liammoù da welet. Tu a vefe menegiñ an anvioù tud-se marteze en ur pennad all e brezhoneg met pas amañ --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:13

Kemer an dud evit genaoueien eo ober van da grediñ ne oarfe ket kenlabourerien fealañ wikipedia petra o deus d'ober amañ hep da alioù personel.
Pedet out ivez da chom hep lakaat freuz ha reuz en urzh ar c'hemennoù amañ. Wikipedia n'eo ket ur porzh-c'hoari da baboriñ. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2011 da 17:57 (UTC)Respont

Diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ kemmañ

Preußen kemmañ

Anv bro alamanek. Ur pennad Prusia zo dija--Kadwalan 16 Du 2011 da 22:45 (UTC)Respont

Un anv bro alamanek a zo deuet da vezañ anv-tiegezh, evel an anvioù England, Wales, Kerne, Leon, Treger, ha kant all. Evel Brittanny, deuet da vout anv-badez. Pa labourer war an dachenn eo splann.

Preußen zo un anv reizh hervez reolenn ar votadeg: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Anvio%C3%B9-tud/Vot_diellaouet1 Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:35 (UTC)Respont

*1 - Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg Diviz kemeret gant 75% eus ar mouezhioù
6 - Ar pennad a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all. Diviz kemeret gant 80% eus ar mouezhioù.
Me 'gred eo sklaer a-walc'h.Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 21:26 (UTC)Respont
Preußen pe von Preußen n'eo ket un anv tiegezh. Un anv bro eo, implijet evel un titl noblañs. Skrivet en deus Bianchi Bihan e-unan er pennad : "Preußen pe von Preußen, zo un anv roet da dud eus an tiegezh Hohenzollern o ren e Prusia." Ha goude e kaver un heuliad Noblañsoù. Faziañ a ra pe ober van d'ober. Preußen n'eo ket un anv familh. Ar reolenn meneget gantañ n'he deus mann ebet da welet gant an afer eta.--Kadwalan 17 Du 2011 da 18:36 (UTC)Respont

Un ali personel ouzh un ali personel all: ha goude? kemmañ

Un ali personel eo. Hervez ar reolennoù ne dalv ket muioc'h ali personel ur merour eget hini al labourerien all, ha n'en deus ket da implij e c'halloud evit lakaat e ali personel da vezañ trec'h.

Un toullad tud zo anvet Preußen pe von Preußen : kement-se zo ur fed holloueziadurel ha dre-se en deus lec'h er wikipedia, evel anvioù broioù all deuet da vout anvioù tud, pe anvioù-tud deuet da vout anvioù-broioù: Brittany, Washington, Leon, Treger, Kerne ... Kondaoniñ diwar rakkredennoù, pe enebiezh personel ouzh reolennoù zo, n'eo ket un emzalc'h holloueziadurel .

Pa lenner [kement-mañ ] e kaver: Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli. Brav eo lenn : e c'haller soñjal. Spi am eus e c'haller skrivañ ivez. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 20:06 (UTC)Respont

Ouzhhpenn: anv traoù a bep seurt all eo ivez. Anv a ra lod eus sellout er wikioù all a-wechoù: brav eo larout, mat e vije ober en dro-mañ. Ha mont betek lenn ar pennad. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 21:35 (UTC)Respont

Un ali personel HAG un ali personel all: evel se ez a en-dro kemmañ

Abalamour m'en deus degaset Bianchi-Bihan danvez er pennad e tennañ ma goulenn nullañ. --Kadwalan 18 Du 2011 da 01:04 (UTC)Respont

Labourat a ran evit ar wikipedia, n'eo ket evit ar merour. Dre abegoù a yec'hed e karfen ne vefe ket gwasket al labourerien gant gourdrouzoù diverkañ seul wech ma tisplij un dra bennak d'ar merour. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 10:10 (UTC)Respont
Kinnig a rez pennadoù da ziverkañ ivez. Ha kinnigoù n'int ket gourdrouzoù. --Kadwalan 20 Du 2011 da 02:32 (UTC)Respont
An diforc'h bras etrezomp eo ne ginnigan ket pennadoù da ziverkañ evit enebiñ ouzh ar genlabourerien all, nag evit lakaat un ali personel da vezañ trec'h. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 04:19 (UTC)Respont
Ne ran ket ivez, setu ez eus anv eus un den all marteze. Evit echuiñ gant ar gaoz e adlavaran e tennan ma goulenn diverkadenn. Graet e oa ganin dija met beuzet eo ar frazenn--Kadwalan 27 Du 2011 da 21:05 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Preußen".