Kaozeal:Rothenburg ob der Tauber

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Katolik Breizh e kaozeadenn Gourel/Benel

An Dauber pe an Tauber ? kemmañ

Benel eo an anv Tauber kement ha taoldie Tauber a vez graet eus ar stêr-se. Taol–>an daol // Tauber–>an Dauber. Katolik Breizh 29 Mez 2010 da 22:33 (UTC)Respont

Ur gudenn diaes hag a vo laosket etre daouarn hon merourien fur eta. Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 23:18 (UTC)Respont
Trugarez evit ho respont, met perak e livirit ez eo an dra-se ur gudenn ziaes ? Ne welan ket pelec'h emañ ar gudenn. Katolik Breizh 30 Mez 2010 da 08:29 (UTC)Respont
N'on ket sur e talvez reolennoù an alamaneg pe ar galleg, pe ar spagnoleg, e brezhoneg: la coca cola, ar c'hoka-kola, la Garonne, ar Garona, hag all. Bianchi-Bihan 30 Mez 2010 da 10:09 (UTC)Respont
Na me. Evit ar poent n'eo ket evel-se emañ an traoù e pennadoù ar stêrioù-mañ : Mur (stêr) (die Mur/ar Mur), Marne (stêr) (la Marne/ar Marne)... Heñvel e tlefe bezañ evit ar stêr Tauber. --Llydawr 30 Mez 2010 da 10:25 (UTC)Respont
Ya, e brezhoneg eo gourel an holl stêrioù, war a seblant, hag ar re n'emaint ket e Breizh zoken. Holl stêrioù Breizh a hañval bout gourel, da nebeutañ. Siwazh, n'em-eus gallet kavout reolenn ebet a seurt-mañ em levrioù-yezhadur. --Katolik Breizh 30 Mez 2010 da 15:38 (UTC)Respont
Petra emañ ar verourion oc'h ober ? O kousket emaint pe war ehanoù int ? --Katolik Breizh 5 Gou 2010 da 15:54 (UTC)Respont
Penaos e c'heller skrivañ d'ar verourion ? --Katolik Breizh 5 Gou 2010 da 16:27 (UTC)Respont
Petra 'fell dit ober ent-resis? Mard eo evit kaozeal diwar-benn ar pennad hepken e c'hallez kaozeal amañ. A-hend-all emañ ar bajenn-mañ [1].--Trec'hlid mitonet 6 Gou 2010 da 10:15 (UTC)Respont
Trugarez, fell din goulenn ouzh ar verourion hon skoazellañ da zont a-benn d'ar gudenn-mañ erziwezh.--Katolik Breizh 6 Gou 2010 da 11:59 (UTC)Respont
Ne welan ket pelec'h emañ ar gudenn, evel m'eo bet lavaret ne vo ket lakaet reolennoù an alamaneg da dalvezout e brezhoneg, neuze Tauber, an Tauber. --Ex-Smith 6 Gou 2010 da 13:07 (UTC)Respont
Ya, met pe reolenn ar yezhadur brezhoneg a dalv amañ ? N'eus ket ur reolenn-yezhadur diwar-benn anvioù ar stêrioù ? Hag-eñ ez eo gourel holl stêrioù ar bed e brezhoneg ? --Katolik Breizh 6 Gou 2010 da 16:21 (UTC)Respont

Hervezon e talv reolennoù ar brezhoneg evit an holl c'herioù lakaet e brezhoneg, en ur frazenn vrezhonek. Adalek ma lakaer Tauber en ur frazenn vrezhonek n'emañ ket en alamaneg ken: ar Montaña de Santander. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 17:25 (UTC)Respont

A-du-krenn on ganeoc'h e talv reolennoù ar brezhoneg evit an holl c'herioù a vez graet ganto e brezhoneg, met hag-eñ ez eus ur reolenn-yezhadur diwar-benn reizh (jener) an anvioù-stêrioù e brezhoneg ? Hag-eñ ez eo gourel holl stêrioù e brezhoneg ? N'eo ket ar menezioù eo e vezer o komz diwar o fenn, met ar stêrioù. --Katolik Breizh 6 Gou 2010 da 22:10 (UTC)Respont

Koll amzer kemmañ

Adlennet em eus ar bajennad, ha setu pezh a welan:

Me gav ur si tu bennak. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 17:30 (UTC)Respont

Die a zeu da vezañ der goude ob (troadur dativ) en degouezh emaomp o plediñ gantañ. A-hend-all : ya, anat eo emaomp o koll amzer. Kinnig a rafen a-walc'h da Gatolik Breizh astenn ar pennad.--Ex-Smith 6 Gou 2010 da 17:44 (UTC)Respont
Trugarez eus ar gentel alamanek. Ezhomm anezhi a oa. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 17:59 (UTC)Respont
Trugarez, "ob der Tauber" = oberhalb der Tauber, tro-da-biv. Ex-Smith, astenn a rin ar pennad-mañ, met talvoudus eo ar gaozeadenn-mañ evelato. Spi a zo ganin e teuy ur merour a anavez reolennoù-yezhadur diwar-benn reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg, hag-eñ ez eo gourel an holl stêrioù gwitibunan pe hag-eñ ez eus lod anezho a zo benel. Ur goulenn yezhadurel plaen eo a savan-me. Ne fell ket din ho porodiñ, ranell on nemetken. --Katolik Breizh 6 Gou 2010 da 23:24 (UTC)Respont

Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)Respont

Trugarez vras, va mignon "Bianchi Bihan". Mont a rin di. --Katolik Breizh 7 Gou 2010 da 01:13 (UTC)Respont
Ne welan ket perak 'ta vefe ezhomm eus merourien. N'eo ket mod-se e vez graet evit respont d'ar goulennoù, hag evit diskoulmañ kudennoù Wikipedia. N'eo ket labour ur merour respont d'ar goulenn (nemet ma oar evel-just) muioc'h evit un implijer all, n'emañ ket ar wirionez gantañ, nag an holl ouiziegezhioù. Gant ar gumuniezh eo e vez ar galloud, evit respont hag evit dibab. Roll ar merour a zo hepken aozañ an traoù, ober ul labour frammañ, hag evezhiañ ivez a-wechoù. Ha war ar poent mañ ez eo evel an holl implijerien all. E pelec'h 'ta eo bet tamallet alioù ar re all gant ur merour bennak ? --Y-M D (kaozeal) 9 Gou 2010 da 11:37 (UTC)Respont

Gourel/Benel kemmañ

  • N'eo ket roll ar verourien aliañ war an dermenadurezh pe ar yezhadur muioc'h eget ne vern pe implijer all. Setu, ne respontin ket evel merour met gallout a ran lavaret ar reolenn en implij gant Ofis ar Brezhoneg evit ar c'hartennaouiñ hag ar panellerezh hent. Evit doare n'eus reolenn stabil ebet er yezh evit an anvioù stêrioù. Implijoù gourel pe venel zo hervez al lec'hioù. E Servij ar Brezhoneg, hag en Ofis ar Brezhoneg da c'houde, e oa bet divizet lakaat gourel anvioù an holl stêrioù evit implijoù ar yezh standard. Diwar se e vo savet implijoù gourel eus ar stêrioù estren ivez, ha pa vefent benel en o yezh orin. Kement-se a c'hoarvez alies gant an amprestoù e brezhoneg evel m'eo bet meneget uheloc'h : ar c'hoka kola (benel e spagnoleg), ar c'horrida (benel e spagnoleg), hag all. --Fulup 9 Gou 2010 da 07:37 (UTC)Respont
Mar seller e tezenn doktorelezh H. Bihan diwar-benn anvioù ar stêrioù (1996) eo gourel hervezañ an anvioù stêrioù e brezhoneg (2 skouer hepken a yafe a-enep ar reolenn-se), nemet ma vezont implijet gant un termen benel (gwregel) evel "Stêr": An Trev a zo gourel, ar Stêr-Aon gwregel dre m'emañ ar ger "stêr" aze.--Trec'hlid mitonet 9 Gou 2010 da 08:51 (UTC)Respont
Trugarez vras, Fulup, evit da respont seven ha speredek. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 12:00 (UTC)Respont

Gwregel eo an holl stêrioù e kembraeg, ha lakaet e vez ar ger gwregel "afon" dirak tost an holl, evel ma vez lakaet stêr a-wechoù e brezhoneg, ... pe rio (gourel eta) atav e portugaleg. Chom a rafe da c'houzout : Stêr Tauber pe Stêr Dauber? E kembraeg e lavarer Afon Conwy (hep kemmadur) ha Sir Gaerfyrddin (gant kemmadur). Bianchi-Bihan 11 Gou 2010 da 04:07 (UTC)Respont

Ur goulenn mat, Bianchi. Bro-C'hall // stêr Dauber ? --Katolik Breizh 11 Gou 2010 da 19:57 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Rothenburg ob der Tauber".