Kaozeal:Tri Bleiz Die

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Miloù

Miloù kemmañ

Forzh petra. Anavezet eo ez-ezel ar strollad Vivien Janneau evel kenaozer an div ganaouenn-se e levrenn ar pladennoù, evel emaon o paouez menegiñ en o fennadoù. Emichañs en doa an IP-mañ lonket re ha gwelet Gweneriz o tiskenn eus ur plad-nij e lec’h lenn. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 07:25 (UTC)Respont

Mard eo anavet ez eus daveoù da reiñ marteze ha mat pell zo ? Ne gavan ket dereat an tagadennoù personel. --Kadwalan (kaozeal) 30 Mae 2022 da 10:18 (UTC)Respont
Nag a gomzoù flour digant ur merour...
C'hwerv on marteze met n'on ket mezv, ne gontan ket forzh petra, Huñvreüs. Fuloret 'oan o tizoloiñ o doa disklêriet bezañ aozourien pozioù am eus savet ma-unan (gw. https://repertoire.sacem.fr/). Brav eo lenn on meneget e levrenn ar pladennoù, peadra da sevel klemm ouzh ar SACEM marteze.
Ma fell dit gouzout hiroc'h diwar-benn deroù ar strollad 'teus ket met goulenn diganin. Aze 'oas pa 'm eus kinniget dezhe kanañ e brezhoneg hepken ha kavet anv ar strollad? Pa 'm eus savet ar ganaouenn a zo deut he zitl da vezañ titl o albom kentañ, aroak ma 'vije adskrivet ar pozioù hep gouzout din?
Na pelec'h 'oas pa 'm eus krouet ar strollad gant an dud dizonest-se?
VJ 2A01:E0A:454:26F0:3D2B:E33B:F88A:CF7A 30 Mae 2022 da 16:08 (UTC)Respont
Sed amañ un dra all, ha kalz sklaeroc’h. Pa am eus lennet da zegasadenn am eus gwelet un tamall hep prouenn savet gant un den dianv, ha netra ken. Gallout a ran kompren penaos en em santes, met Wikipedia n’eo ket al lec’h mat evit skrivañ traoù eus ar seurt-se. N’eo ket amañ e saver klemm, ha ne c’heller ket ober gant gerioù evel «laerezh» hep menegiñ daveoù. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 16:27 (UTC)Respont
Ha pa skrivan «menegiñ daveoù»: ul lec’hienn personel n’eo ket a-walc’h evit ar pezh a fell dit ouzhpennañ d’ar pennad, ’m eus aon. Kompren a ran pegen diskontant out, met ne welan ket petra e c’hellfen ober. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 16:34 (UTC)Respont
"...ne welan ket petra e c'hellfen ober." Bout seven marteze.
"Glepaj", "forzh petra", "lonket re", seblant a rez bezañ barrek war ar yezh, gallout a rez ober gant gerioù all emichañs, ar re-se n'int ket gwall blijus da lenn. Un diforc'h zo etre debat ha tabut.
'Rez ket bil, ne deuin ket en-dro d'ar bajenn-mañ. Ma gwalc'h 'm eus bet ha traoù all 'm eus d'ober. 2A01:E0A:454:26F0:3D2B:E33B:F88A:CF7A 30 Mae 2022 da 18:00 (UTC)Respont
Gwir eo ne oa ket plijus ar pezh am eus skrivet, digarez ac’hanon evit bezañ bet diseven. Marteze e c’hellez kompren e seblante da zegasadenn bezañ vandalerezh eus ar seurt a vez gwelet alies e pep wiki; evel am eus lavaret, da zisplegadenn zo un dra all penn-da-benn.
Kemmet az peus ar bajenn c’hallek ivez; evit poent n’eo ket bet nullet ar c’hemm. Ne rin netra, traoù all am eus d’ober ivez. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 19:09 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Tri Bleiz Die".