Karrez Playfair pe Sifr Playfair zo un hentenn enkriptañ simetrikel, an hini kentañ bet implijet oc'h erlec'hiañ lizherennoù daou ha daou. Ijinet e oa bet e 1854 gant Charles Wheatstone, met dougen a ra anv Lord Playfair en doa brudet implij ar doare rinegañ-mañ.

Ijinet e oa bet hentenn Playfair gant Charles Wheatstone er bloaz 1854.

An teknik enkriptañ nevez-mañ a rae gant koubladoù lizherennoù, e lec'h ober gant lizherennoù unan hag unan evel ar re a veze implijet d'ar poent se ha pa vefe gant sifr Kaezar pe gant doareoù luzietoc'h evel sifr Vigenère. Diaesoc'h eo da ziluziañ hentenn Playfair dre ma n'eo ket posupl ken implijout an analizennoù frekañs a sikour dirinegañ sifr Kaezar pe sifr Vigenère. Tu vefe ober un dielfennadur frekañs met e lec'h ar 26 digouezh posupl a vez gant sistemoù enkriptañ diazezet war lizherennoù unan hag unan en em gaver aze gant 600 digouezh posupl, pezh a zo un tamm mat diaesoc'h ha goulenn a ra kaout ur skrid enkriptet hir a-walc'h evit bezañ efedus.

Istor kemmañ

 
Lord Playfair,a vrudas implij an hentenn.

Daoust ma oa bet ijinet gant Wheatstone e voe anvet karrez Playfair goude ma voe pouezet gant Lord Playfair evit ma vije implijet ar sistem-se evit enkriptañ dielloù kuzh. Ar skouerenn gentañ anavezet zo bet deskrivet gant Weatstone d'ar 26 a viz Meurzh 1854.

Nac'het e voe gant Ministrerezh an Aferioù Estren e Breizh-Veur ober gant karrez Playfair dre ma veze kavet re ziaes da implijout. Pa ginnigas Wheatstone prouiñ dezho e vije gouest 3 skolajiad war 4 da zeskiñ ober gantañ en ur ober 15 munutenn e voe respontet dezhañ « Posupl a-walc'h met ne zeufec'h ket a-benn da zeskiñ an hentenn-se da implijidi hor c'hannatioù. »

Implijet e voe gant arme Breizh-Veur en Eil Brezel ar Voered , hag er Brezel-bed kentañ. Implijet e voe ivez gant an arme alaman hag hini Aostralia e-kerz an Eil Brezel-bed. Implijet e oa dre ma oa aes a-walc'h d'ober gantañ ha ne c'houlenne ket kaout binvioù ispisial. Implijet e veze evit gwareziñ urzhioù kuzh a-bouez e-kerz un emgann da skouer. Pa zeue a-benn kriptanalizennourien an tu enep da zigriptañ an diell kuzh e oa re ziwezhat dija, n'en doa talvoudegezh ebet ken.

Ne vez ket mui implijet sistem Playfair gant an armeoù a-vremañ dre m'o deus binvioù rinegañ niverel. Forzh penaos e teufe a-benn un urzhiataer da zigriptañ ur skrid rineget gant sistem Playfair en ur ober un nebeud eilennoù, re ziasur eo deut da vezañ. An diskoulm kentañ evit digriptañ sistem Playfair a voe embannet e 1914 en ul levrig 19 pajenn bet skrivet gant al letanant Joseph O Mauborgne.

Evit enkriptañ kemmañ

Implijout a ra Karrez Playfair un daolenn 5 renkennad ha 5 kolonenn, e lec'h ma kroger da skrivañ ar ger-alc'houez. A-walc'h e oa d'an implijerien derc’hel soñj eus ar ger-alc'houez ha diouzh peder reolenn simpl evit sevel an daolenn hag ober gant karrez Playfair.
Evit sevel an daolenn e skriver da gentañ ar ger-alc'houez. Arabat adskrivañ div wech ar memes lizherenn. Goude-se e kendalc'her da leuniañ an daolenn en ur blasañ al lizherennoù a vank hervez urzh al lizherenneg. N'eus nemet 25 kombod, unan eus al lizherennoù a ranker lezel a-gostez e yezhoù zo. E Brezhoneg n'eus ket ezhomm. E saozneg e veze kontet I ha J evel ul lizherenn hepken. Tu zo skrivañ ar ger alc'houez o kregiñ gant ar c'hombod kentañ en nec'h ha kenderc'hel da skrivañ o vont war zu an du dehou. Tu vije evel-just dibab ur patrom disheñvel, kregiñ da skrivañ o tiskenn ar golonenn, pe o kregiñ gant kombod an traoñ en tu dehoù pellañ! Ar ger-alc'houez hag ar reolennoù dibabet evit leuniañ an daolenn eo alc'houez karrez Playfair. Evit kregiñ da enkriptañ e ranker terriñ ar gerioù ha plasañ al lizherennoù dre strolladoù div lizherenn. «Ar Seizh Alc'houez» a zeu da vezañ «AR SE IZ HA LC'h OU EZ»   Tu zo bremañ implijout ar peder reolenn evit enkriptañ pep strollad div lizherenn.

  1. Ma n'emañ ket ar c'houblad lizherennoù er memes renkennad pe er memes kolonenn ouzh an daolenn e teuont da vevenniñ ur skouergorneg pe ur c'harrez, an div lizherenn da enkriptañ o vezañ e daou gorn eus ar skouergorneg-se. Erlec'hiañ a reer pep lizherenn da enkriptañ gant an hini zo e penn all e renkennad er penn all ar skouergorneg bet bevennet evel se. Ret eo diwall da enkriptañ gant al lizherenn zo war ar memes renkennad.
  2. M'emañ an div lizherenn war ar memes renkennad e erlec'hier pep lizherenn gant an hini zo war an tu dehoù dezhi en daolenn. (M'emañ e penn pellañ ar renkennad e vez erlec'hiet gant lizherenn gentañ ar renkennad.)
  3. M'emañ an div lizherenn war ar memes kolonenn en daolenn e erlec'hier pep lizherenn gant an hini zo just dindani en daolenn. (M'emañ e traoñ ar golonenn e vez erlec'hiet gant lizherenn gentañ e nec'h ar golonenn.)
  4. Ma vank ul lizherenn evit kaout ar c'houblad diwezhañ pe ma z eus div wech ar memes lizherenn er c'houblad e lakaer ul lizherenn ouzhpenn evit ober ur c'houblad. Dibabet e vez ul lizherenn na vez ket kavet alies tre er yezh evel Y e Brezhoneg da skouer. E Saozneg e veze graet gant X peurvuiañ.

Skouer kemmañ

 
Karrez playfair gant ar ger-alc'hwez VIVIANA HA MARZHIN

Ma implijer « Viviana ha Marzhin » da c'her-alc'houez e kroger da skrivañ hep lakaat div wech ar memes lizherenn. Kenderc'hel a reer goude gant al lizherennoù a vank hervez urzh al lizherenneg (C'h ha Ch zo ar memes lizherenn evit kaout 25 lizherenn hepken.)
Ma tivizer enkriptañ ar skrid « Kavet vo an alc'houez e-barzh ar feunteun hud. »

Ret eo kemer da gentañ ar c'houblad KA. Ober a ra ur skouergorneg. Ret eo erlec'hiañ gant OV. Evit digriptañ goude e vo ar c'hontrol. OV a zeu da vezañ KA

Ar c'houblad VE a ra ur skouergorneg. Erlec'hiañ a reer gant ID.

Ar c'houblad TV Emañ war ar memes kolonenn. Evit enkriptañ ez erlec'hier gant al lizherennoù didan V M. (amañ lizherenn traoñ ar golonenn T a vez erlec'hiet gant hin an nec'h V) Erlec'hiañ a reer gant al lizherenn zo a-us evit digriptañ (Amañ lizherenn an nec'h V vo erlec'hiet gant hini traoñ ar golonenn T).

Ar c'houblad OA a ra ur golonenn. Erlec'hiet vo gant WZ

Emañ ar c'houblad NA war ar memes renkennad. Evit enkriptañ ez erlec'hier gant al lizherenn zo diouzh an tu dehoù. HN. Erlec'hiet e vez gant lizherenn an tu kleiz evit digriptañ.

Ha kendalc'het e vez :

L C'h (skouergorneg) o vont da SR
OU (skouergorneg) o vont da LW
EZ (skouergorneg) o vont da FR
EB (skouergorneg) o vont da GR
AR (skouergorneg) o vont da IZ
ZH (skouergorneg) o vont da Ch A
AR (skouergorneg) o vont da IZ
FE (Renkennad) o vont da GF
UN (skouergorneg) o vont da YI
HU (skouergorneg) o vont da IZ
DY (Y a ouzhpenner evit kaout ur c'houblad, (skouergorneg) o vont da GT. Pa vo digriptet e vo lezet a gostez an Y na dalvez netra.

Evit digriptañ kemmañ

Implijout a reer ar memes taolenn gant 5 renkennad ha 5 kolonenn evel just. Skrivañ a reer da gentañ ar ger-alc'houez o kregiñ gant kombod an nec'h hag o kenderc'hel er memes renkennad war zu an tu dehou, ma z eo bet divizet ober gant ar patrom-se. Arabat adskrivañ div wech ar memes lizherenn. Goude-se e kendalc'her da leuniañ an daolenn en ur blasañ al lizherennoù a vank hervez urzh al lizherenneg.
Goude-se e vo ret strollañ daou ha daou pep lizherenn eus ar skrid enkriptet. Oc'h implijout ar c'houbladoù lizherennoù-se e reer neuze ar c'hontroll eus ar pezh zo bet graet evit enkriptañ. Da lâret eo:

  1. Ma n'emañ ket ar c'houblad lizherennoù er memes renkennad pe er memes kolonenn ouzh an daolenn, e eont da vevenniñ ur skouergorneg pe ur c'harrez, an div lizherenn da zigriptañ o vezañ e daou gorn eus ar skouergorneg-se. Erlec'hiañ a reer pep lizherenn da zigriptañ gant an hini zo e penn all e renkennad e penn all ar skouergorneg bet bevennet evel se. Ret eo diwall da zigriptañ gant al lizherenn zo war ar memes renkennad .
  2. M'emañ an div lizherenn war ar memes renkennad ez erlec'hier pep lizherenn gant an hini zo war an tu kleiz dezhi en daolenn. (M'emañ e penn kentañ ar renkennad e vez erlec'hiet gant lizherenn diwezhañ ar renkennad.)
  3. M'emañ an div lizherenn war ar memes kolonenn en daolenn ez erlec'hier pep lizherenn gant an hini zo just a-us dezhi en daolenn. (M'emañ e nec'h ar golonenn e vez erlec'hiet gant lizherenn zo e traoñ ar golonenn.)
  4. Ma zo ul lizherenn Y na dalvez netra ez erlec'hier anezhi gant al lizherenn a oa a-raok er skrid diluziet. Ma z eo e fin ar skrid ha ne dalvez netra e lezer anezhi a-gostez.