Kastell-Briant

kumun Bro-C'hall

Kastell-Briant (Châteaubriant e galleg) a zo ur gumun a Breizh e Kanton Kastell-Briant, el Liger-Atlantel. E reter ar vro emañ, e Marzoù Breizh.

Kastell-Briant
Toennoù Kastell-Brient gwelet eus ar c'hastell.
Toennoù Kastell-Brient gwelet eus ar c'hastell.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Châteaubriant
Bro istorel Bro-Vez Bro-Vez, Bro-Naoned Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz (isprefeti)
Kanton Kastell-Briant (pennlec'h)
Kod kumun 44036
Kod post 44110
Maer
Amzer gefridi
Alain Hunault (LR)
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal
Bro velestradurel Bro Kastell-Briant
Lec'hienn web Lec'hienn an ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 12 016 ann. (2020)[1]
Stankter 357 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 43′ 04″ Norzh
1° 22′ 30″ Kornôg
/ 47.7177777778, -1.375
Uhelderioù kreiz-kêr : 70 m
bihanañ 48 m — brasañ 107 m
Gorread 33,62 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kastell-Briant

Douaroniezh kemmañ

War lez ar C'haer hag ar C'honn emañ Kastell-Briant.

Kumunioù amezek kemmañ

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie ː Castellum Brienti, XIvet; Castro Brientii, 1265; Chateaubrient, 1265, 1348; Chasteaubrient, 1353; Castrum Briencii, 1453; Chasteaubriand, 1576; Chasteaubriant, 1624; Chateaubriand, 1779;
  • --------------------------------

Savidiezh ar c'hastell gant Briant zo kaoz eus anv ar gumun en XIvet kantved.

Skrivet eo Brient « Brientii » pe « Brieni ».

Dont a ra war wel an anv « Castrum Brieni » pe « Castrum Brientii ». Miret eo ar skritur gant an « t ».

E 1266 e teu ar meneg kentañ e galleg eus anv ar baron « Geffrey de Cheteau Brient ». Ar skritur « Cheteau Brient » eo an hini implijetañ.(Daveoù a vank)

Ardamezioù kemmañ

 
Rannet : ouzh 1 en gul e deir flourdilizenn en aour, e vazh krennet sourinet ; ouzh 2 en erminoù ; er c'hreiz holl en gul hadet gant flourdiliz en aour.

Istor kemmañ

Orinoù kemmañ

Abaoe pell zo ez eus roudoù eus Mab-den war-dro bro Gastell-Briant.
Daoust d'an abad Cotteux, lesanvet « distrujer bras ar peulvanoù », an hini en doa savet kalvar Lufer en ur gemer e zanvez krai e-touez meur a vaen kozh, chom a ra peulvanoù e-kichen Kastell-Briant memestra[2]. Bez ez eus anezho e Ruzieg, er gêrig La Houssais, war hent Hezin-ar-Mengleuzioù, e Trefieg, e Luzevieg hag e Sant-Albin-ar-C'hestell[3].
Dizoloet eo bet ivez bouc'halioù Nevezoadvezh ar Maen er Borderies dreist-holl, e hanternoz redva Bere[4].
Bere (ur c'harter eus Kastell-Briant hiziv an deiz) a vefe ur gêrig galian. War ur c'hondon houarnek emañ Bere ha merkoù kozh-kenañ a ziskouez eo bet implijet kalz[5]. Siwazh n'eo ket anavezet mat orin ar C'halianed a vefe bet war rosioù Bere : ar vro zo war harzoù pobloù an Andecavi, ar Redones, ar Weneted hag an Namneted[6]. Marteze e teufe anv Bere eus ur ger keltiek a dalvez « uhelder », e latin « Bairacus » a zo deuet da vezañ « Bereus » ha goude Bere[7]. Er marc'hallac'h ez eus bet dizoloet relegennoù ar savadurioù roman e 1876.
An hentoù roman a liamme Condeium (Candé) ha Condevicnum[8] da Condate[9] a groaze unan gant egile amañ[10].

Krennamzer uhel kemmañ

Er VIvet kantved ez a ar vro gant ar Vretoned ha staget eo ouzh ar rouantelezh vreizhat goude. Rannet eo Breizh ar Grennamzer etre tierned, pep hini gouarnet gant aotrounez bihan. N'eus roud skrivet ebet diwar-benn aotrounez bihan Bere[11].
Kreskiñ a ra buan-tre Bere e penn-kentañ ar Grennamzer. Daou santual zo : unan evit Sant-Pêr hag egile evit Sant-Yann. Ur stal moneiz zo savet eno.
Bere zo ur gwir greizenn evit al labour-douar, ar sevel-loened, ar metalouriezh hag ar c'henwerzh[12].

Krennamzer izel kemmañ

Goude ar bloavezh mil, goude bezañ resevet madoù gant eskob Naoned Gautier II, sañset eo familh Briant mont da vevañ war douaroù santualioù Sant-Pêr ha Sant-Yann. Un ober politikel an hini eo rak an noblañs (ha familh Briant en he zouez) a c'hall sikour an eskob ha kont Roazhon ouzh konted Naoned hag Anjev[13].
Istor Kastell-Briant a grog e penn-kentañ an XIvet kantved pa sav Briant (kevredad kont Roazhon) ur c'hreñvlec'h[14] war ur voudenn el lec'h ma kroaz ar stêr Kaer gant ar stêr Rollard. Ar c'hastell zo lod e Marzioù Breizh evel re Gwitreg, Felger, Ankiniz, Klison, Machikoul. Lakaet e oa da ziwall Breizh rak ar rouantelezh c'hall.
Savet eo « prioldi Sant-Salver » gant Briant diwezhatoc'h e Bere[15], kalon gentañ ar gêr aet war vrasaat d'ar gevred abalamour da savidigezh parrez « Sant-Yann » en XIvet kantved ha kouent « Sant-Mikael » en XIIIvet kantved. Savet en Xvet kantved eo parrez « Sant-Pêr » goshoc'h koulskoude.
Goude, en XIIvet kantved, aet eo war vrasaat Kastell-Briant war tu kornôg ar C'hastell[16].
D'an 3 a viz Meurzh 1222 e voe un emgann e Bere etre dug Breizh Pêr I ha baroned all gant senesal Anjev Amaury Craon en o fenn[17].
En ur plas strategel emañ ar c'hastell, se zo kaoz e anavez ar gêr emgannoù hag aloubadegoù a bep seurt.
E 1235, sez roue bro C'hall Loeiz IX eo an hini bouezusañ[18]. Etre an XIIIvet kantved hag ar XVvet kantved neuze e vo dibabet gant an aotrounez sevel mogerioù-kreñv. Ouzhpenn ar mogerioù eo gwarezet ar gêr gant touflezoù maget gant ar stêr Kaer en hanternoz ha gant ar stêr Rollard er su. E-barzh ar mogerioù e oa pemp dor : « nor Sant-Yann » er gwalarn, « nor an Torche » er biz, « nor an nor-guzh » er su, « nor Sant-Mikael » hag an « nor nevez » er gevred.
Daou ahel pennañ a groaze an eil gant egile : straed Couere hag ar Straed Vras[19]. Gourizet e oa Kastell-Briant gant meur a fabourz. Er gwalarn e oa strobet Kastell-Briant ha Bere (kalon kentañ ar gêr) gant fabourz Couere. Er mervent e oa fabourz ar Barre tra ma oa kavet hini Sant-Mikael er gevred. En diwezh e oa fabourz an Torche er biz. E kalon kêr e oa ur c'hoc'hu koad padal e oa bet distrujet e 1865.
Familh Briant a ziazezas kêr Kastell-Briant met ivez baronelezh Gastell-Briant a ya diwar wel er XIVvet kantved. Kemer a ra he flas familh Dinan diouzhtu war-lerc'h hag ur wezh mouget anezhi eo familh Laval[20] a zeuas a benn da gaout Kastell-Briant.
Pa eo kroget gant sez Kastell-Briant d'ar 15 a viz ebrel 1488 e oa Lois II de la Trémoille e penn ar C'hallaoued. Dispennet eo ar c'hastell[21] ha paket eo Yann eus Laval. Penn-kentañ ur c'houlzad brezel an hini eo ha Breizh a gollo alies evel e Ankiniz, Klison, Redon pe Gwengamp. Faezhadenn Sant-Albin-an-Hiliber a vo an hini bouezusañ (evit kaout muioc'h a vunudoù gwelet ar pennad Sez Kastell-Briant).

Azginivelezh kemmañ

Er XVIvet kantved, gouarnour Breizh Yann eus Laval a reas ur bern traoù : lakaat a reas dezhañ sevel kazelioù Azginivelezh ar c'hastell evit e wreg Frañseza Foaz[22]. Legadet eo e varonelezh gant Yann eus Laval da Anne eus Montmorency.
Degemeret eo bet Frañsez Iañ (Bro-C'hall), Herri II (Bro-C'hall) ha Charlez IX (Bro-C'hall) e Kastell-Briant gant ar varoned. Etre 1590 ha 1597 eo tapet ar gêr gant al Lig gant dug Mercoeur en he fenn. Ti Condé a zeu a-benn da gaout Kastell-Briant er XVIIvet kantved met ne vo ket o chom eno[21]. Un ospital zo krouet en hevelep oadvezh, e 1680.

Dispac'h Gall kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 235 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,14% eus he foblañs e 1911[25].

Eil brezel-bed kemmañ

Darvoudoù sport a bep seurt kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[27],[28] ha kartenn-bost[29]. Dioueliet e voe d’ar 7 a viz Mae 1922[30].
  • Ar c'hastell, rummet evel monumant istorel.
  • Iliz Sant-Yann Bereg: parrez an Xvet kantved.
  • Monumant Kamp Choisel[31].
  • Mengleuz ar Re Fuzuilhet: d'an 22 a viz Here 1944 e oa bet fuzuilhet ostajoù gant an Alamanted en ur vengleuz e Kastell-Briant. Lazhet e oant bet e rebourserezh d'an ober rezistañs. Ul letamant-koronal, Karl Hotz, eus ar Wehrmacht a oa bet lazhet e Naoned. Daou zevezh war lec'h e oa bet divizet lakaat 48 ostaj d'ar marv. 27 e Kastell-Briant, 16 e Naoned ha 5 e Pariz. Guy Môquet a oa en o zouez: 16 vloaz e oa.

Melestradurezh kemmañ

Roll ar vaered zo bet
Prantad Anv Strollad Kargoù
Meurzh 2001 Alain Hunault Unvaniezh evit ul Luskad Poblel
Mezheven 1995 Martine Buron Strollad Sokialour Gall
Meurzh 1989 Martine Buron Strollad Sokialour Gall
Da vezañ klokaet.

Poblañs kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

[32]

Tud kemmañ

Tud bet marvet eno kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

 
Barrin
Aotrounez La Galisonnière e Sant-Yann-Bere, e 1658
En glazur e deir balafenn en aour
 
Haicault
Aotrounez du Pont, e Tourig[33]
En argant e sourin en glazur
 
Le Normant
Aotrounez la Bagais ha Boisbriant, e Sant-Yann-Bere
Treustellet ha kommek a eizh pezh etre glazur hag argant; e gab en aour, karget gant un aval en mouk, deliennek en geot, habiaet gant daou peroked penn-ouzh-penn ivez en geot
 
François Trotereau
Kannad Kastell-Briant ouzh ar Vreujoù e 1570 ; mestr ouzh ar C'hontoù e 1575.
En argant e dreustell eilhonek geotet, o skorañ un durzhunell en sabel

Brezhoneg kemmañ

  • E 2018 ez eus bet kaoz da zigeriñ ur c'hlas divyezhek, met nac'het e voe gant an deskadurezh-stad[34].

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Buffé p.15"
  3. "Buffé p.16
  4. "Buffé_p16"
  5. "Flohic_p.257, p.257.
  6. "Buffé_p.17">
  7. Buffé, p.|24
  8. Naoned
  9. Roazhon
  10. Buffé p.|25
  11. Buffé p.31
  12. "Bouvet_2008, p.6
  13. Bouvet_2008_p. 6
  14. p.20
  15. Ti-kêr - Histoire de Châteaubriant
  16. Patrimoine de France
  17. Le Moyne de la Borderie, 1972, p.306}}
  18. Buffé p.99.
  19. Bouvet_2008_p8"
  20. "Flohic_p257
  21. 21,0 ha21,1 Lec'hienn an ti-kêr
  22. histoire châteaubriant
  23. (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  24. (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kastell-Briant
  25. (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
  26. (fr)Memorial Genweb
  27. (fr)Memorial Genweb
  28. (fr)Memorial Genweb
  29. (fr)Memorial Genweb
  30. (fr)Université de Lille
  31. (fr)Memorial Genweb
  32. Cassini hag EBSSA
  33. Ur maer Kastell-Briant e 1696.
  34. (fr)Ouest-France