Emañ Kastell Bienassis pe Bien-Assis e kumun Erge-ar-Mor, e Bro Sant-Brieg, er mervent d'ar vourc'h, nepell diouzh ar mor.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Bienassis, gwelet eus an oabl

Istor kemmañ

Savet e voe kastell Bienassis er XVvet kantved, gant an aotrou Yann Kelenneg hag e vag Jafrez, war douaroù ma oa ur c’hastell koad diagent. E-pad Brezel ar C'hevre e voe distrujet ar c’hastell un tammig, e 1590, met adsavet e voe adalek 1620 gant e berc’henn nevez, Gilles Visdelou.

Goude se e tremenas ar c’hastell etre daouarn perc’henned all, da gentañ kont Lamarck ha da c’houde dug Arenberg, ur priñs eus an Impalaeriezh Santel Roman. Gwerzhet e voe gant hennezh da gont La Ville Théart. Gant ar perc’henn nevez e voe degaset kemmoù er c’hastell hag en trowardroioù : krouiñ a reas un alez vras hag ul louzaoueg. E 1792, pa oa aet ar c’hont da Vro-Saoz da brenañ kezeg, e voe kemeret ar c’hastell gant renerien nevez an Dispac'h gall abalamour ma oa ti un noblañs, graet e voe un toull-bac’h gantañ e-pad ur pennad, ha gwerzhet e voe d’ar jeneral Jean Valletaux da c’houde. Mervel a reas ar jeneral e Brezel Dizalc'hted Spagn, ha tamm-ha-tamm e kouezhas ar c’hastell en ankounac’h en XIXvet kantved. Gant diskennidi ar jeneral Valletaux e voe gwerzhet d’an amiral Jules de Monjaret de Kerjegu, ur senedour eus Aodoù-an-Hanternoz. Abaoe an amzer-se emañ diskennidi ar familh Kerjegu o vevañ ennañ.

Ar c’hastell bremañ kemmañ

En ur stad vat emañ ar c’hastell, annezet ha kempennet m’eo bet atav abaoe ma voe savet, tremen c’hwec’h kantved zo. Daoust ma’z eus lodennoù anezhañ a zo bet savet da vareoù disheñvel ez a d’ober un hollad kempouez ha kaer.

Ar c'hastell, e skalieroù, an nor da vont tre, al liorzh hag an alez zo bet lakaet da vonumant istorel, abaoe miz Eost 1945. An alez vras, a weler pa erruer, zo derv a bep tu dezhi hag un nebeud gwez all ivez. Gant korventenn miz Here 1987 oa bet dispennet kalz a wez met adplantet ez eus bet re all, heñvel outo. O vont gant an alez en em gaver dirak mogerioù ar c’hastell, savet er XVIvet ha kempennet er XVIIvet kantved. Douvezioù leun a zour zo. Ur wech tremenet war ur pont hag aet e-barzh, en em gaver en ur porzh bras, ma weler ur pezh savadur eus ar XVIIvet kantved. Ul lodenn anezhañ zo e giz ar Grennamzer hag ul lodenn all kentoc’h e giz an Azginivelezh, e tu ar c’hornôg. Ur pennad moger kranellet a chom eus mogerioù ar XVvet kantved. Touribelloù ar voger a oa bet savet er XVIIvet kantved pa oa bet adkempennet ar savadur.

Gweladenniñ a c’haller ar c’hastell, pe ul lodenn anezhañ d’an nebeutañ : ar saloñs bras, ar sal-debriñ, ar gegin, ar chapel, ar marchosi, koulz hag al louzaoueg hag al liorzh.

Liamm diavaez kemmañ