Kastell Duged Breizh

kastell e Naoned
Kastell Duged Breizh
Ar c'hastell gwelet diouzh an neñv.
Ar c'hastell gwelet diouzh an neñv.
Anv(ioù) all Kastell Naoned
Anv gallek Château des ducs de Bretagne, Château de Nantes
Marevezh pe stil Gotek, azginivelezh
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh XIIIvet kantved
Dibenn ar savidigezh XVIIIvet kentved
Perc'henn kentañ Frañsez II
Implij orin Annez an duged
Perc'henn
a-vremañ
Naoned Meurgêr
Implij a-vremañ Mirdi
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1840)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 47° 12′ 56″ N, 1° 32′ 59″ K
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumun Naoned
Lec'hienn ofisiel chateaunantes.fr

E Naoned emañ Kastell Duged Breizh, war lez dehoù al Liger. Ennañ edo duged Breizh o chom eus an XIIIvet kantved betek ar XVIvet kantved. Ur pezh kreñvlec'h hag ur gwir balez o doa bet c'hoant da sevel da ziskouez o galloudegezh hag o damani.

E-pad pell eo bet anvet Kastell Naoned. An anv "kastell duged Breizh" zo bet ijinet e 1923 gant ar skrivagner naonedat Marc Elder ha graet e vez a-builh gant an anv-se hiziv-an-deiz, gant ti an douristed da skouer.

Mare ar stad vreizhat dizalc'h kemmañ

 
An Tour kozh

Brasoc'h-bras e teu da vezañ a-hed ar c'hantvedoù. En XIIIvet kantved eo savet ar c'hastell kentañ e-harz ar voger-dro galian-ha-roman evit diwall ur vrec'henn eus al Liger, ul lec'h ma oa stank an obererezhioù kenwerzh. Er XIVvet kantved eo brasaet ar c'hastell hag adsavet eo moger-dro kêr a-raok he astenn. Ne chom eus ar c'hastell kozh nemet un tour lieskornek.

Tour ar Jakobined, anvet evel-se dre m'emañ a-dal da gouent ar Jakobined, a zo savet a-ratozh evit herzel ouzh ar c’hanolioù hag evit ober gant armoù-tan. Bolzet eo an tour ha c’hwec’h kambr-tennañ a zo kempennet e donder e voger toullet gant tarzhelloù.

Adalek 1466 e ro urzh Frañsez II da sevel ur c'hastell nevez e plas kastell an Tour Nevez. Duged Breizh o doa savet kreñvlec'hioù a-hed Marzioù Breizh hag o c'hastell e Naoned a oa pennlec’h reizhiad difenn Breizh. Hag e gwirionez, biskoazh, a-hed e istor, n 'eo lakaet seziz warnañ da vat.

Er XVvet kantved e teu da vezañ anat e fell da roueed Bro-C’hall lakaat o beli war Vreizh. Bro-C'hall zo deuet da vezañ evit Breizh ur gourdrouz bras e-lec'h Bro-Saoz. E 1475 e kroger da sevel tour an Houarn-Marc’h, anvet evel-se abalamour d’e stumm en U. Er gevred eo savet, eus an tu ma c’hall dont an armeoù gall. D’an 28 a viz Gouere 1488 eo trec'het armeoù an dug Frañsez II e Sant-Albin-an-Hiliber. Goude e varv eo ret d’e verc’h henañ, Anna, dimeziñ gant roue Bro-C’hall Charlez VIII e 1491. Etre 1491 ha 1494 eo savet ar ramparzh war ribl al Liger evit gwareziñ ar c’hastell eus tu ar stêr. Toullet eo gant un nor a zo serret gant ur gloued er penn-kentañ.

Ar C'hastell dindan galloud ar C'hallaoued kemmañ

Adalek fin dizalc'hiezh Breizh n'eo ket annezet ar c'hastell gant ar galloud politikel.

Er XVIvet kantved ez eus roet urzh gant Frañsez I a Vro-C'hall da ouzhpennañ ur savadur eus tu ar porzh ha da gemm an talad-moger.

E-skeud ar brezelioù relijion etre protestanted ha katoliked eo roet urzh gant gouarnour Breizh da ouzhpennañ, adalek 1582, ur savenn-ganolierezh ha daou savadur begek, ar « begoù-moger ». Distrujet eo bet an holl anezho nemet beg-moger Sant-Pêr, e kroaz moger-dro kêr na chom anezhi nemet aspadennoù un tour.

 
Kastell Duged Breizh, etre 1890 ha 1905

Er XVIIvet kantved e teu Tour ar Spagnoled da vezañ un toull-bac’h. Roet eo an anv-se dezhañ e koun an tri ofiser spagnol ha tregont a voe bac’het eno goude emgann Rocroi.

E 1800, diskar ur plañchod brein a laka tan da gregiñ e teir zonennad poultr a zo sanailhet en tour-mañ. Bras eo an dismantroù, ken e-keñver tud ken e-keñver traoù.

Ur voger skilt a zo savet gant an arme c'hall e 1806 evit stankañ an toull. Diazezoù tour ar Spagnoled a c’haller gwelet c’hoazh en deiz a hiziv en douvezioù.

Pezhioù savouriezh ar C'hastell kemmañ

Rummet e voe ar c'hastell monumant istorel e 1840. Perc'henniezh ti-kêr Naoned eo hiziv an deiz.

Mont-tre pennañ ar c'hastell kemmañ

 
Ar mont-tre gant tour an Troadig-heizez ha tour ar Vouloñjeri, hag ar c'hloc'hdiig a-us

Entrée entre la tour du Pied-de-Biche et de la Boulangerie, surmontée du campanile Lec’h gwanañ ar c’hastell e oa an nor. Dor bennañ ar c’hastell a oa teir dor outañ en holl. Er penn-kentañ e oa ur gloued ha div zor gant pontoù-gwint : an eil evit lezel ar c’hirri hag ar varc’hegerien da dremen, hag eben vihanoc’h evit an dud war droad. A-benn gwareziñ an nor bennañ-mañ e voe savet daou dour outi da vare ren Frañsez II : tour an Troadig-heizez ha tour ar Vouloñjeri. Er penn-kentañ e oa ur gorzenn a-uc’h an nor bennañ. Adalek ar XVIIvet kantved e voe savet ur c’hlotiig en he flas ha troet ar c’hastellig da doull-bac’h ha da stalioù-armoù.

Sal an harnezerezh kemmañ

E 1784 ec’h asantas ar roue gall Loeiz XVI d’ur raktres da dreiñ ar c’hastell da arsanailh e-sell da zifenn aodoù ar Meurvor Atlantel. Neuze e voe savet ar savadur-mañ evit reiñ goudor d’ur stal-ganolierezh ha da sanailhoù armoù ha tennoù. Ul lec’h diskouezadegoù eo bremañ.

Ar Gouarnamant Bihan kemmañ

 
Ar Gouarnamant Bihan

An ti bihan-mañ a zo bet darempredet gant holl roueed Bro-C’hall, adalek Frañsez I - a lakaas sevel anezhañ - betek Loeiz XIV. D’an 13 a viz Ebrel 1598 e teuas Herri IV a Vro-C'hall da chom er c’hastell hag eno e sinas testenn vrudet Edit Naoned. Gant ar skrid-se e voe lezet un tamm frankiz-krediñ d’ar brotestanted.

Tour an Houarn-Marc'h kemmañ

Evel holl dourioù ar c’hastelloù-kreñv diwezhañ eo ijinet evit an difenn koulz hag evit al lojañ. Al live izelañ en adraoñ a zo e darempred gant un doare garidell, un douribell izel ouzhpennet en douvez gant Merkeur e dibenn ar XVIvet kantved.

Tour ar Jakobined kemmañ

Tour ar Saozon a vez graet ivez eus an tour-mañ rak eno e oa bet toullbac’het soudarded saoz en XVIIIvet kantved. Meur a wech eo bet adkempennet lein an tour ; ur savenn-ganolierezh eo en deiz a hiziv. Gant enklaskoù henoniel ez eus gallet priziañ mentoù gwirion ar savadur a oa warnañ er XVvet kantved.

Sevenadur kemmañ

Fiziet en deus ti-kêr Naoned ar mererezh anezhañ e 2007 d'ar c'hevredad armerzh kemmesk "Nantes Culture & Patrimoine". Ur Mirdi Naoned a zo bet savet e-barzh. Kinniget e oa bet an opera-rock Anna Vreizh ennañ, evit ar wech kentañ, d'an 29 a viz Even 2009.

Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.