Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Komborn ha kestell Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kastell Komborn
Kastell Komborn.
Kastell Komborn.
Anv gallek Château de Combourg
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh XIIvet kentved
Dibenn ar savidigezh XVvet kentved
Perc'henn
a-vremañ
Tiegezh La Tour du Pin Verclause
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1966)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 48° 24′ 27″ N, 1° 45′ 14″ K
Bro Breizh Breizh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro-Valoù Bro-Sant-Maloù
Kumun Komborn
Lec'hienn ofisiel chateau-combourg.com

Kastell Komborn zo ur c'hastell e kumun Komborn, e Bro-Sant-Maloù hag en Il-ha-Gwilen, un 40 km bennak en hanternoz da Roazhon.

Istor kemmañ

Savet e voe ar c'hastell etre an XIvet hag ar XVvet kantved, war un dorgenn, nepell diouzh ul lenn. Savet e oa bet ar c'hastell kentañ e 1016, gant eskob Dol, evit difenn e zouaroù. Tremen a reas ar c'hastell hag e zouaroù etre daouarn meur a diegezh nobl goude-se. D'ar familh Gwesklin e voe da skouer. E 1761 e voe gwerzhet gant e berc'henn da neuze, Emmanuel-Félicité de Durfort, da René-Auguste de Chateaubriand, ur paramantour pinvidik eus Sant-Maloù, tad d'ar skrivagner François-René de Chateaubriand (1768–1848). En eñvorennoù hennezh e reer kalz anv eus ar c'hastell, al lec'h ma tremenas e vugaleaj er bloavezhioù 1770. Preizhet e voe ar c'hastell e-pad an Dispac'h Gall ha dibennet e voe e berc'henn, Jean-Baptiste de Châteaubriand, ur breur da François-René.

Er bloavezhioù 1870 e voe adkempennet ar c'hastell, gant alioù an tisavour Eugène Viollet-le-Duc. Emañ war roll ar monumantoù istorel abaoe 1966. Gweladenniñ anezhañ a c'haller.

Skeudennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.