Kastell Schwerin

mirdi Alamagn

Kastell Schwerin (Schweriner Schloss en alamaneg) zo ur c'hastell e kêr Schwerin, kêr-benn stad Mecklenburg-Vorpommern e hanternoz Alamagn. Savet eo bet war un enezennig e lenn Schwerin, ar Schweriner See.

Kastell Schwerin, gwelet eus an oabl
Kastell Schwerin

E-pad kantvedoù eo bet lec’h annez dug ha duged-veur Mecklenburg ha Mecklenburg-Schwerin. Bremañ ez eo sez parlamant Mecklenburg-Vorpommern (Landtag Mecklenburg-Vorpommern).

Sellout a reer outañ evel unan eus pennañ kestell ar mare romantel en Europa ha lesanvet e voe "Neuschwanstein an Hanternoz"[1].

Istor kemmañ

A-raok ar c’hastell a weler bremañ ez eus bet kestell all. Ar meneg kentañ eus ur c’hastell eno zo eus ar bloavezh 973, pa oa poblet ar vro gant an Obodrites, ur boblad Slaved. En XIIvet kantved e voe aloubet ar vro gant Germaned, renet gant [[Herri al Leon (1129–1195) ha dont a reas Schwerin da vezañ sez un eskopti. Er XIVvet kantved e teuas Schwerin da vezañ kêr-benn dugelezh Mecklenburg ha lakaet e voe sevel ur c’hastell nevesoc’h gant an duged. Er XVIvet kantved e voe degaset kemmoù bras d’ar c’hastell a zeuas da vezañ ul lec’h-annez ha n’eo ket ur c’hreñvlec’h ken. Met adalek 1756 e reas an duged o annez e kastell Ludwigslust, ur c’hastell a oa bet lakaet sevel gant an dug Christian Ludwig II, un daou-ugent kilometr bennak diouzh Schwerin. E 1837 e tistroas al lez da Schwerin, met en ur stad fall e oa erru ar c’hastell. Gant Paul Friedrich, dug-meur Mecklenburg, e voe kroget d’e adkempenn ha war e lerc’h, dindan an dug-meur Friedrich Franz II von Mecklenburg, e voe kendalc’het al labourioù renet gant an tisavour Georg Adolph Demmler. Echuet e voent e 1857.

Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe dilezet ar c’hastell gant dug-meur Mecklenburg-Schwerin ha perc’hennet e voe ar savadur gant ar stad. Ul lodenn anezhañ a voe treuzfurmet en ur mirdi. Un tamm eus ar c’hastell a voe implijet da sez gant parlamant Mecklenburg, goude an Eil Brezel-bed, tra ma oa implijet al lodenn vrasañ anezhañ gant ur skol da stummañ skolaerezed ha ma servije lodennoù all c’hoazh da salioù ur mirdi.

Goude ar c’hemmoù politikel deuet war-lerc’h diskar ar renad komunour er Republik Demokratel Alaman hag adunanidigezh Alamagn e voe boulc’het labourioù da adsevel ar c’hastell e-giz ma oa diagent, ha n’eo ket echu al labourioù-se c’hoazh. Abaoe dibenn 1990 emañ parlamant Mecklenburg-Vorpommern e kastell Schwerin. Ul lodenn eys ar savadur a dalvez c’hoazh da virdi (Staatliches Museum Schwerin, mirdi stad Schwerin).

Notennoù kemmañ

  1. Das "Neuschwanstein des Nordens" (NDR, Norddeutscher Rundfunk, skinwel hanternoz Alamagn)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.