Katsuhiro Ōtomo (大友克洋, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1954 e Miyagi) a zo ur mangaka, filmaozer ha senaroour japanat. Brudet eo evit bezañ krouet Akira (ar manga hag ar film).

Katsuhiro Ōtomo
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den大友克洋 Kemmañ
Anv-bihanKatsuhiro Kemmañ
Anv-familhOtomo Kemmañ
Anv e kanaおおとも かつひろ Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Ebr 1954 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTome Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Tachenn labourMangaka, film direction, Comic, Manga (bannoù-treset) Kemmañ
Bet war ar studi eMiyagi Prefectural Sanuma Senior High School Kemmañ
Blood typeA Kemmañ
Oberenn heverkDomu: A Child's Dream, Akira Kemmañ
TachennManga (bannoù-treset) Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Katsuhiro Otomo Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Katsuhiro Ōtomo, a-gleiz, e-pad Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême 2016.

E vuhez kemmañ

Katsuhiro Otomo a voe ganet e Miyagi hag e kasas e yaouankiz e Tome-gun. E 1973 ec'h echuas e studioù er skol-veur hag ez eas da Dokyo. D'ar 4 a viz Here 1973 e lakaas embann e vanga kentañ anvet A Gun Report (diwar Mateo Falcone gant Prosper Mérimée).

Goude bezañ savet meur a istor berr bet embannet er magazin Action e krouas e oberenn skiant-faltazi kentañ, anvet Fireball, e 1979. Daoust ma chomas diechu ez eo gwelet evel un oberenn a-bouez pegwir e kaver enni an dodennoù a vefe implijet en-dro gantañ en oberennoù brudetoc'h evel Domu. E miz Genver 1979 e voe embannet Domu ha daou vloaz e padas an embann e magazinoù. E 1983 e voe embannet e stumm ul levr, tapet gantañ prizNihon SF Taisho[1].

E 1982 e krogas Otomo da labourat war ar fiñvtresadennoù : krouiñ a reas tudennoù ar film bevaat Harmagedon. E 1983 e stagas Otomo gant ar pezh a zeufe da vezañ ar manag brudetañ bet savet gantañ : Akira. Eizh vloaz e padas sevel an 2000 pajennad a ya d'ober Akira. E 1987 e labouras en-dro war ar fiñvtresadennoù hag evit ar wech kentañ e voe lakaet da rener ha da senaroour evit ul lodenn eus Neo Tokyo. Da-heul e labouras war div lodenn eus an dastumad anvet Robot Carnival. E-keit ha ma oa embannet Akira e stagas Otomo gant ar fiñvtresadenn diazezet warnañ. E 1988 e teuas ar film er-maez.

E oberenn kemmañ

Manga/Comics kemmañ

Bloavezh Titl E berzh
1973 A Gun Report tresañ, senario
1979 Short Peace tresañ, senario
1979 Highway Star tresañ, senario
1979 Fireball tresañ, senario
1980 Domu: A Child's Dream tresañ, senario
1980 Kibun wa mō Sensō tresañ, senario
1981 Sayonara Nippon tresañ, senario
1982 Akira tresañ, senario
1984 Visitors tresañ, senario
1990 Kanojo no Omoide... tresañ, senario
1990 The Legend of Mother Sarah senario
1991 ZeD senario
1996 SOS! Tokyo Metro Explorers tresañ, senario
1996 Batman: Black & White #4 (The Third Mask) tresañ, senario
2001 Hipira: The Little Vampire senario
2006 Park tresañ, senario

Artbook kemmañ

  • Kaba (1987)
  • Akira Portfolio (2002)
  • Akira Club (2007)

E filmoù kemmañ

Filmaozer kemmañ

Bloavezh Titl
1987 Neo Tokyo Construction Cancellation Order
1987 Robot Carnival
1988 Akira
1991 World Apartment Horror
1995 Memories
2004 Steamboy
2004 Mushishi

Senaroour kemmañ

Bloavezh Titl
1987 Neo Tokyo
1987 Robot Carnival
1988 Akira
1991 Roujin Z
1995 Memories
2001 Metropolis
2004 Steamboy
2004 Mushishi

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20121213021520/http://www.sfwj.or.jp/list.e.html Nihon SF Taisho Award Winners List, Science Fiction Writers of Japan


  • "Freedom". (miz Mae 2007) Newtype USA. p. 23.

Liammoù diavaez kemmañ

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける