Kazh Geoffroy


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Leopardus
Anv skiantel
Leopardus geoffroyi
(Orbigny & Gervais, 1844)
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kazh Geoffroy (Leopardus geoffroyi) eo ar c'hazh gouez boutinañ e Suamerika. A-vent eo gant ur c'hazh-ti hag e vlevenn vrizhellek a gemm he liv hervez ar rannvroioù. Gell-melen eo en norzh tra m'eo gris er su. Muzuliañ a ra etre 45 ha 70 cm gant ul lost a 25-30 cm. Pouezañ a ra war-dro 4-6 kg.

Krignerien, glazarded hag amprevaned a chase dreist-holl, zoken ma ne ra ket fae war ar pesked hag ar raned. Un aneval-noz eo hag un darn vras eus e amzer a dremen er gwez. E gavout a reer eus Bolivia betek Patagonia, er pampa, en Andoù, hag er Gran Chaco.

Ar parezed a c'han etre unan ha tri c'hazhig goude un dougen a 72 devezh. An oad-gour a dizh goude 18 mizvezh (24 mizvezh evit ar parezed).

Isspesadoù kemmañ

  • F. (O.) g. geoffroyi kreiz-Arc'hantina
  • F. (O.) g. euxantha Norzh Arc'hantina, Bolivia
  • F. (O.) g. leucobapta Patagonia
  • F. (O.) g. paraguae Paraguay, gevred Brazil, Uruguay, norzh Arc'hantina
  • F. (O.) g. salinarum Arc'hantina


Liammoù diavaez kemmañ

(en)Kazh Geoffroy

(en)Ar c'hazh Geoffroy war Lioncrusher

(en)Ar c'hazh Geoffroy war Big Cats online