Kazh marbret

P. marmorata


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Pardofelis
Anv skiantel
Pardofelis marmorata
Martin, 1837
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Adwel 01-07-1975
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hazh marbret (Pardofelis marmorata) a zo ur c'hazh gouez kavet e su Azia. An hevelep ment hag ur c'hazh-ti en-deus met gant ul lost hiroc'h, ar pezh a zamveneg e vez o vevañ er gwez dreist holl. E vlevad a zo roudennet ha saotret evel hini al loupard koumoulek. Liv he c'hreoñ a gemm hervez ar pennoù. Galloud a reer bezañ melenn pe gell-gris. Ar c'hof a vez sklaeroc'h ar peurliesañ. En desped d'e vent bihan eo ar c'hazh marbret un izel eus an iskerentad Pantherinae.

Annez ar c'hazh marbret en astenn eus Assam betek biz India gant un ispesad Pardofelis marmoratus charltoni e Nepal. Egavout a reer ivez e gevred Azia hag Indonesia hag a oa liammmet ouzh ar c'hevandir e-pad ar pleistosen. Er c'hoadegoù glaviek e vev ha hemolc'h a ra skrignerien vihan er gwez. Nebeut a draou a anavezer diwarbenn e zoare-bevañ met war zigresk eo annez ha kavet eo gloazus gant an IUCN.

Ispesadoù kemmañ

  • P. marmorata marmorata
  • P. marmorata charltoni

Liammoù diavaez kemmañ

Ar c'hazh marbret

Ar c'hazh marbret war Lioncrusher.com