Kefisodotos an Henañ

Kefisodotos an Henañ a oa ur c'hizeller eus Aten e-penn kentañ ar IVe kantved kent JK (war-dro 400-370 kent JK). Tad e oa da b-Praksiteles ha tad-kozh da Kefisodotos ar Yaouankañ.

Eirene o tougen Ploutos, Gliptotek München (Inv. 219).

Brudet eo e oberenn Eirene o tougen Ploutos (da lavarout eo ar Peoc'h o tougen ar Binvidigezh), a c'haller gwelout un addelwenn roman anezhi e Gliptotek München.

Graet en devoa ivez, evel e vab, un delwenn eus Hermes o tougen Dionysos en-bugel, nemet e vije bet savet div zelwenn diwar unan gant ar vruderien. Kizelladurioù en doa graet ivez evit kêr Megalopolis, savet war-dro 370 kent JK.