Keflusker dre enleskiñ

Keflusker dre enleskiñ (KDE) a reer eus ur c'heflusker a ya en-dro dre leskiñ un trelosk kondon gant harp an aer en ur gambr-leskiñ, a-benn treiñ gremm gwrezel al loskadur e gremm treloc'hel.
Da heul al leskiñ e teled an aezhennoù uhel o gwask hag o gwrezverk en ur c'henel un nerzh a vez arloet end-eeun ouzh unan eus elfennoù ar c'heflusker : ur ribouler e KDE ur c'harr-tan, unan eus lavnennoù un droellrod, pe ur gorzenn-erluskañ er c'hefluskerioù dre zazloc'h. Dre an nerzh e vez dilec'hiet an elfenn, an nerzh treloc'hel-se o tilec'hiañ elfennoù all a-benn luskañ ar mekanik en e bezh.
En ur c'harbed terket gant rodoù, monedone ar bountelloù a gas tro d'ur marbr a laka ar rodoù da dreiñ hag ar c'harbed da vont war an hent. An hevelep gwikefre a vez arveret da lakaat tro e biñsoù ur vag.

KDE pevarfred 12 bailh e V
Gwelit an eliener zo da bep bailh
Moto Guzzi Ottocilindri
KDE eizh bailh ur marc'h-tan
286 km/h a dizhas e 1957 e Spa

Taoladek peurliesañ eo an enleskiñ en hevelep kefluskerioù, a c'hall bout "daoubred", "pevarfred" pe "-tro" hervez an doare ; bez' ez eus avat eus kefluskerioù dre enleskiñ dizehan, evel an troellrodoù, ar c'hefluskerioù dre zazloc'h pe re ar fuzeennoù.

Disheñvel-krenn eo ar c'hefluskerioù dre enleskiñ diouzh ar re dre ezleskiñ evel an mekanikoù dre vurezh, a ya en-dro dre ul liñvenn n'eo ket bet losket : aer, dour, sodiom.

Treloskoù gremmek evel strilheoul pe c'hazeoul a vez arveret peurliesañ, abalamour d'ar feur uhel etre ar galloud hag ar pouez, a zeu eus ar c'hementad a c'hremm a zo en treloskoù kondon graet diwar direoul. Lod kefluskerioù dre enleskiñ a chom difiñv, evit kenderc'hañ tredan pe evit kas mekanikoù hezoug evel an treujerezioù ; an darn vuiañ anezho avat a vez implijet evit loc'hañ karbedoù war an douar, en aer pe war vor. Troellrodoù a vez kaset gant kefluskerioù dre enleskiñ pa vez ezhomm eus ur feur uheloc'h c'hoazh, en nijerezioù, ar biñsaskelloù, ar bigi bras hag ar ganerioù tredan bras.

Arc'hwel kemmañ

Bailh ha bountell kemmañ

 
KDE 4 bailh o vont en-dro

E pep bailh e vonedone ur vountell a ro nerzh-tro d'un ahel-pleg a gas ar rod

Pep bountell zo endalc'het en ur bailh ma pign ha ma tiskenn bep tro ma vez losket an trelosk. Stag outi ez eus ur vrec'henn a dreuzfurm nerzh monedone ar vountell e nerzh-treiñ dre he zroad a zo e traoñ ar bailh, a zo anvet "karter" hag a c'hall bout un tamm eus ar gambr-leskiñ pe get, hervez an doare KDE. Dre un digor er bailh ez erru an trelosk, dre un digor all ez a an aezhennoù kuit.
Perzh boutin an holl gefluskerioù dre enleskiñ eo ar pezh a c'hoarvez er gambr-leskiñ : degaset e vez ur meskaj trelosk hag aezhenn, a wasker hag a losker da genderc'hañ gremm kent skarzhañ dilerc'hioù al loskadur, a zo aezhennoù devet ha rannigoù sonnel. Dre drapigoù ez ebarzher ar meskaj er gambr, ha dre dredan pe dre wask en e losker kent e gas war-du ar pod skarzhañ.

Liestumm eo ar c'hefluskerioù dre enleskiñ, hervez ar galloud a rankont pourc'has : eus 1 betek 24 bailh pe muioc'h c'hoazh, koublet a-linennad da gas un ahel-pleg hepken, pe koublet e stumm ur V da gas daou ahel-pleg.

Treloskoù kemmañ

Dre loskadur un trelosk kimiel mesket gant aer ez a an holl gefluskerioù dre enleskiñ en-dro ; protoksidenn natriom N2O a vez implijet e-lec'h aer a-wechoù, evit kreskiñ galloud ar c'heflusker.
Deveret diouzh tireoul eo an treloskoù a vez implijet peurliesañ : strilheoul ha gazeoul eo ar re implijetañ ; aliesoc'h-aliesañ e lakaer ul lodenn etanol C2H5OH en trelosk kondon a-benn digreskiñ ar saotradur.
Forzh petore KDE a c'hall mont en-dro gant un trelosk aezhennek hep gwall vras a gemmoù : propan C3H8, aezh tireoul liñvennet (ATL) pe aezhennoù naturel enno ul lodenn vras a vetan CH4. Treloskoù bet kenderchet diwar plant a c'haller arverañ ivez, evel ar bevdiesel hag an etanol.
Gallus eo ivez kemmañ ar c'heflusker evit ma yafe en-dro gant hidrogen, aezhenn goad pe aezhenn c'hlaou.

Loskadur kemmañ

Ret eo entanañ an trelosk evit ma yafe ur c'heflusker dre enleskiñ en-dro ; dre ur fulenn-dredan e reer er c'hefluskerioù a ya en-dro gant strilheoul, pe dre waskañ ar gazeoul er c'hefluskerioù diesel.
Kalz gwrez a vez kenderc'het gant al loskadur, kevret gant burezh, dioksidenn garbon CO2 hag aezhennoù arall uhel-kenañ o gwrez en abeg ma 'z int bet gwasket.

KDK dre strilheoul

Ur meskaj strilheoul hag aer a zegaser er bailh dre drapigoù kent e waskañ betek 1,28 MPa d'ar muiañ. P'eo bet gwasket ar meskaj ha p'emañ ar vountell tost da benn ar bailh ez entaner an trelosk dre un eliener a zo maget gant un daspugner ; perzh an eliener eo kas tredan an daspugner (pe ur ganer arall) betek ar voltadur rekis, a zo etre dek mil ha tregont mil volt. Diwar nerzh an darzhadenn e tiskenn ar vountell da gregiñ gant ur c'helc'hiad nevez.

KDK diesel

N'eus ket ezhomm a dredan en hevelep kefluskerioù : dre ar gwask hag ar wrez e vez entanet an trelosk. Tremen 2,5 MPa eo ar gwask rekis.
Aer hepken a vez degaset er bailh, ha pa vez ar gwask tost d'e uc'hekañ e strinker ur vurezh gazeoul er bailh dre un ensinkler : diouzhtu e tarzh an trelosk neuze. Evit aesaat loc'hañ an argerzh e vez tommet ar gambr-leskiñ a-drugarez d'un eliener raktommañ.
Didalvez eo an daspugner evit al leskiñ neuze, met servij a ra evit ar raktommañ, ar pompañ trelosk, hag evit ardivinkoù tredanel ar c'harbed ; aliesoc'h-aliesañ e talvez evit magañ an ardivinkoù elektronek a reoilh al loskadur a-benn ma vije efedusoc'h ha ma saotrfe nebeutoc'h.

KDE daoubred kemmañ

Pignat ha diskenn eo daou bred kelc'hiad hevelep kefluskerioù ; diaser eo diwezh al loskadur ha deroù ar gwaskadur. Kloz eo ar c'harter, a zo un tamm eus ar gambr-leskiñ ma talvez da gambr-waskañ.

Arc'hwel kemmañ

 
Un traktor gwilc'her
 
KDE daoubred
  • Kentañ pred : uhel eo ar vountell er bailh ; ur fulenn-dredan a laka ur meskaj trelosk hag aer da darzhañ ; nerzh an darzhadenn a vount ar vountell war-du traoñ ar bailh ; en ur ziskenn e wask ar meskaj fresk a zo er c'harter, ar meskaj a bign betek laez ar bailh.
  • Eil pred : pa bign ar vountell e skarzh an aezhennoù devet en ur waskañ ar meskaj trelosk hag aer a zo e laez ar bailh ; peuzc'houllo eo ar c'harter, sunet ennañ e vez ar meskaj trelosk hag aer nevez.

Etre 750 ha 1000 kelc'hiad bep munutenn a c'hoarvez pa vez ur ribouler en arouar, da lavaret eo pa ne gas nerzh ebet d'ar mekanik. War-dro 2000 kelc'hiad dre vunutenn a c'hoarvez pa vez ur c'harr-tan o vont da 80 km/h.
Buan e tomm diabarzh ar c'heflusker en abeg d'an tarzhadennoù ha d'an niver a gelc'hiadoù, setu ez arled ar vountell er gambr : ret eo neuze e lenkraat, da lavaret eo degas ur gwiskad eoul etrezi ha speurenn ar gambr, rak mar deu sec'h e pego ouzh ar speurenn ha ne c'hallo mui fiñval ; "stardet" e vije ar bailh neuze. En trelosk end-eeun e lakaer an eoul-se, 4% eus ar c'hementad peurliesañ, ar pezh a ro ur moged arc'hlas ha saotrus.

Arver kemmañ

Setu perak ne vez arveret hevelep kefluskerioù koulz nemet evit mekanikoù hezoug al liorzhañ hag evit kas karbedoù skañv evel traktorioù gwilcher, marc'hoù-houarn dre-dan pe bigi o c'heflusker ezvourzh.
Ledanoc'h eo arver ar c'hefluskerioù daoubred diesel, er greanterezh (mekanikoù bras, sammgirri arbennik) hag er verdeadurezh. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ne vez mui kaset kirri-tan gant KDE-où daoubred en Europa ar C'hornôg ; betek 1991 avat e kendalc'has ar c'henderc'hañ en Europa ar Reter.

Emañ an embregerezh saoz Lotus Cars o sevel ur c'heflusker dre enleskiñ daoubred a vefe efedusoc'h eget ar re bevarfred[1].

KDE pevarfred kemmañ

Arc'hwel kemmañ

Pevar fred zo dre gelc'hiad, ur c'helc'hiad o vout pevar lec'hiadur ar vountell er bailh : laez - traoñ - laez - traoñ. Lod kefluskerioù a losk an trelosk dre un eliener, lod all zo diesel.

 
KDE pevarfred

1 - Degas • 2 - Gwaskadur
3 - Loskadur ha deled • 4 Skarzhadur

 

 

 


Poent diskrog uhel, deroù.
E laez ar bailh emañ ar vountell e deroù pep kelc'hiad.

1 - Degas
Diskenn a ra vountell en ur lezel ar meskaj
da zont tre er bailh dre drapig an degas

2 - Gwaskadur
Pignat a ra ar vountell en ur waskañ ar meskaj
ouzh laez ar bailh hag an trapigoù serr

 

 

 


3 - Loskadur ha deled
Entanet eo ar meskaj gant an eliener, tarzhañ a ra,
deled an aezhennoù a gas ar vountell d'an traoñ

4 - Skarzhadur
Adpignat a ra ar vountell en ur skarzhañ
dilerc'hioù al loskadur dre drapig ar skarzhañ

Evel re ar c'hefluskerioù daoubred eo padelezh ar c'helc'hiad, etre 750 ha 1000 anezho a c'hoarvez bep munutenn pa vonedone ar vountell hep kas ar mekanik en e bezh.
Dre ar c'harterad eoul a zo e traoñ ar c'heflusker e vez lenkret ar bailh, distag eo red an eoul diouzh hini an trelosk, alese nebeutoc'h a saotradur.

KDE-tro Wankel / Paschke kemmañ

E 1929 ez ijinas an Alaman Felix Wankel un doare KDE ma tro ar vountell er bailh e-lec'h pignat ha diskenn. Diwar ar mennozh-se e voe savet un eil KDE-tro e 1957 gant Hanns Dieter Paschke ; ar c'heflusker-tro-se eo a anver "keflusker-tro Wankel" hiziv an deiz c'hoazh.
Evel ur c'heflusfer pevarfred e ya en-dro, diwar ur meskaj strilheoul hag aer, hogen disheñvel-krenn diouzh ar re voutin eo e ribouler.

Arc'hwel kemmañ

 
Kelc'hiad pevarfred ar c'heflusker Wankel

1. Intake = Degas, 2. Compression = Gwaskadur, 3. Ignition = Loskadur, 4. Exhaust = Skarzhadur
 
Braslun ur c'heflusker Wankel :
# Korzenn an degas # Korzenn ar skarzhañ # Stator # An teir c'hambr # Kraouenn # Bountell (rotor) # Kurunenn # Ezkreizadezh an ahel-pleg #Eliener

E pevar lec'h disheñvel e c'hoarvez ar pevar fred en ur c'heflusker Wankel, an holl anezho en ichou a zo etre speurenn ar bailh hag ur vountell dric'hostez, anvet "rotor", a dro ennañ ha tro-dro d'un ahel kammgreizet.
Dre he stumm tric'hornek e krou ar vountell teir c'hambr er bailh, ar braster anezho o kemmañ hervez lec'h ar vountell ; tost pe dostoc'h da speurenn ar bailh e vez pep talenn a-feur ma tro ar rotor, alese ar peder fazenn : degas, gwaskañ gant ur feur uhel, loskadur en ur gambr vihan, deledañ.
E kreiz ar rotor ez eus un ahel dentek ; dentek ivez eo kurunenn greiz ar rotor, a dro tro-dro d'an ahel ha tro-dro da ziabarzh ar bailh. Teir gwech buanoc'h eget kurunenn ar rotor e tro an ahel (B war ar skeudenn a-gleiz), ha kempred eo tro an ahel gant hini beg A ar rotor : dre ur wikefre a zo stag ouzh unan eus kostezioù ar bailh e kempenner an c'hweladur ar rotor evit ma vefe 1/3 eus hini an ahel. War-eeun d'an ahel ez a nerzh ar gwask a vez war ar rotor.

Aesoc'h eo kompren arc'hwel KDE Wankel/Paschke pa seller, war ar skeudenn a-zehoù, ouzh ar c'hambroù a vez ganet gant c'hweladur ar rotor kentoc'h eget ouzh ar rotor e-unan : splann eo natur ar c'heflusker-se neuze, a c'haller deskrivañ evel unan a ya en-dro dre gambroù kemm-digemm o dalc'had a-feur ma tro ar rotor. Tra ma tro hennezh e tosta pep hini eus e gostezioù da speurenn ar bailh kent pellaat en-dro, alese ur gwaskadur hag un deledañ evel e bailh ur c'heflusker "klasel" ma pign ha ma tiskenn ar vountell. Atav ez ar galloud da greiz ar rotor, a zo gwenn war ar skeudenn, ha neuze d'an ahel war-eeun.

En ur c'heflusker pevarfred klasel e c'hoarvez ul loskadur dre vailh evit daou c'hwel an ahel-pleg, da lavaret eo 1/2 loskadur dre c'hwel an ahel-pleg ; KDE Wankel a ra ul loskadur dre c'hwel an ahel, da lavaret eo e c'han nerzh ur wech dre arc'hwel ar beg A ha teir gwech dre arc'hwel an ahel B. Galloudusoc'h neuze eo KDE Wankel eget forzh pe KDE pevarfred klasel heñvel e vailhad (e [[metr|cm3) a dro d'an hevelep hanren (e troioù/mn), heñvel e vent (hirder x ledander x uhelder) hag heñvel e bouez (e kilogrammoù).

Buanoc'h eget ar c'hefluskerioù klasel e tro ar re Wankel, peogwir ez eus nebeutoc'h ag elfennoù o c'houzañv an nerzh a vez ganet. Etre 6 500 ha 10 000 tro/mn eo hanren ur Wankel, pa vez 5 500 - 6 000 tro/mn ar muiañ ma c'hall ar c'hefluskerioù boutin gouzañv hep terriñ.

 
KDE-tro DKM 54 Felix Wankel (1957)
Deutsches Museum, München
 
Marc'h-tan 294 cm3
Hercules Wankel 2000

Arver kemmañ

 
Mazda 787B

Er bloavezhioù 1970 e voe lakaet karbedoù kaset gant kefluskerioù Wankel war ar marc'had : kirri-tan, marc'hoù-tan, kirri-erc'h da skouer. Buan avat e voe paouezet gant ar c'henderc'hañ, abalamour da heuliadoù ar stroñs tireoulel a c'hoarvezas e 1973 – re latous e oa ar c'hefluskerioù-se. Kendelc'her a reas an ti gall Citroën da labourat war ur c'heflusker Wankel/Paschke betek ma voe prenet gant Peugeot e 1980 ; Japaniz a yeas pelloc'h, an ti Mazda o c'hounez ar redadeg 24 eurvezh ar Mañs e 1991 gant ur Mazda 787B (KDE-tro pevar rotor ennañ, 700 marc'h-nerzh/521,99 kW a c'halloud) hag o fardañ ar Mazda RX-816 eus 2003 betek 2012 – 1300 cm3, 238 marc'h-nerzh/177,5 kW da 9 500 tro/mn, met re saotrus hervez reol Euro 5 Unaniezh Europa.

En tu all d'ar redadegoù kirri, ma vez kefluskerioù Mazda-Wankel trec'h war an dachenn, ez eus bet kenderc'het ha gwerzhet kirri-tan betek 2012. Hiziv an deiz e labour ar c'hompagnunezhioù war kefluskerioù Wankel bihan evit astenn diamzalc'h ar c'hirri hiron.
Marc'hoù-tan zo bet ivez etre 1974 ha 1992, kenderc'het ha kenwerzhelet gant an ti alaman Hercules, an ti japanat Suzuki hag an ti saoz Norton.
Adalek dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe arveret kefluskerioù Wankel e greanterezh an aerlistri gant ar gompagnunezh amerikan Lockheed. An Alamaned a yeas da heul e kreiz ar bloavezhioù 1970. Hiziv an deiz ez eus kefluskerioù-tro en aerlistri didud (drones) hag e kalzik kirri-nij bihan.

Galloud kemmañ

Ar "marc'h-nerzh" eo an unanenn a vez implijet ez-kenwerzhel evit muzuliañ galloud ur c'heflusker ; n'eo ket unan eus unanennoù reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik.
Gwelloc'h eo muzuliañ ar galloud e wattoù :

  • ur marc'h-nerzh europat = 735,5 W pe 0,7355 kW, alese 1 kW = 1,360 marc'h-nerzh ;
  • ur marc'h-nerzh saoz = 745,7 W, pe 0,7457 kW, alese 1 kW = 1,341 marc'h-nerzh.

E Bro-C'hall ne c'hall ket KDE ur marc'h-houarn dre-dan bout galloudusoc'h eget 4 kW (2,942 marc'h-nerzh), hini ur marc'h-tan bout galloudusoc'h eget 100 kW (136 marc'h-nerzh). War-dro 85 kW/115 marc'h-nerzh eo galloud ur c'harr-tan krenn 1900 cm3 bailhad e geflusker diesel hiziv an deiz. Galloudusañ karr-tan zo war ar marc'had gall eo ar Bugatti Veyron, ennañ ur c'heflusker dre enleskiñ 16 bailh, 7 993 cm3, 882,6 kW (1 200 marc'h-nerzh).

Efedusted kemmañ

War-dro 43% eo efedusted ur c'heflusker dre enleskiñ, da lavaret eo 43% hepken eus ar gremm a c'haner dre loskadur a vez treuzfurmet e gremm treloc'hel evit gwir. Kollet eo ar 67% all neuze, e gwrez pergen, hag e tarav er mekanik a-bezh[2].
Klasket ez eus bet adtapout ul lodenn eus ar gremm-se, e meur a zoare.

  • Arverañ ensinklerioù er c'hefluskerioù dre strilheoul evel er re ziesel, evit ma vije lonket nebeutoc'h a drelosk bep kelc'hiad.
  • Kreskiñ ar gwask en ur zigreskiñ ar c'hementad a drelosk dre adkas er bailh ul lodenn eus an aezhennoù losket, a-drugarez d'un droellvoustrer : e 1963 e voe ijinet an Turbocharger gant ar gompagnunezh amerikan Oldsmobile evit KDE pevarfred dre strilheoul he c'hirri-tan F85 Cutlass, e 1978 e voe arveret an Turbokompressor e keflusker diesel ar c'hirri alaman Mercedes-Benz 300SD. Hiziv an deiz ez eus troellvoustrerioù en darn vuiañ eus ar c'hirri-tan diesel, evit gwellaat o galloud en ur zigreskiñ o bevezadur ; dilezet eo bet er c'hefluskerioù nann-diesel.
  • Emañ ar saver kirri alaman BMW o labourat abaoe 2005 war e ijinenn anvet Turbosteamer a-benn adtapout ar gwrez a vez kollet er c'heflusker. Stag eo an Turbosteamer ouzh podoù-skarzhañ ha reizhiad yenaat ar c'harr evit atoriñ betek 80% eus ar wrez a zo eno ; dre un droellrod e kas ar gremm-se da ahel-pleg ar c'harr. War-dro 15% eo ar c'hresk en efedusted an trelosk, ha muioc'h c'hoazh a-feur ma kresk ha ma stabila tizh ar c'harr[3],[4].

Saotradur kemmañ

Pep KDE a saotr an aer abalamour ma ne vez ket peurlosket an trelosk. Dioksidenn garbon CO2, huzil ha dour a vez eztaolet en aergelc'h an Douar, ar pezh a c'hall degas kleñvedoù e korf an den. Gwashoc'h c'hoazh e vez an anadenn gant kefluskerioù kozh pe reizhet fall. Monoksidenn garbon CO a vez eztaolet ivez, koulz ha benzen C6H6 ha butadien C4H6, a zo arvarus evit yec'hed an den ivez.
Klasket ez eus bet digreskiñ saotradur an aergelc'h dre greskiñ ar c'hementad ag aer a zo en trelosk, hogen oksidennoù nitrogen NOx a vez eztaolet neuze, a zo arvarus koulz evit an dud hag ar plant hag a genderc'h ozon O3 ; fall eo an ozon-se evit ar yec'hed, petra bennak ma 'z eo arabat e zroukveskañ gant an ozon a zo etre stratosfer ha mezosfer an aergelc'h : an hevelep hini eo, a zo arvarus pa chom a-rez an douar hag a warez ar blanedenn diouzh skinoù dreistmouk an Heol.
Sulfur a vez en treloskoù, a genderc'h monoksidenn sulfur SO ha dioksidenn sulfur SO2, en em vesk gant dour an aergelc'h hag a gouez war an Douar dindan stumm glav trenk.

Aliesoc'h-aliesañ e vez savet ar c'hefluskerioù dre enleskiñ en doare ma n'int ket ken galloudus eget ma c'hallfent bout, evit ma saotrfent nebeutoc'h : un tamm eus an efedusted zo lonket gant gwikefreoù evel ar podoù-skarzhañ treluskek a zigresk eztaoladur aezennoù ha rannoùigoù saotrus.
Dre greskiñ feur ar gwask ha dre reoliañ gwelloc'h degas an trelosk e vez graet bremañ kefluskerioù bihan evit ar c'hirri-tan, a zo ken galloudus hag ar re vrasoc'h a oa un nebeud bloavezhioù zo ; ne saotront ket kement.

Dazont kemmañ

Keit ha ma vo treloskoù kondon e vo kefluskerioù dre enleskiñ. Dre ma teu an treloskoù-se da vout raloc'h-ralañ ha keroc'h-kerañ e klasker doareoù nevez d'o zapout e lec'hioù na c'halled ket tizhout gwechall (en tachennoù pennahelat, donoc'h en douar, er skilt).
Mui-ouzh-mui a gefluskerioù hiron zo bremañ, ha lod kefluskerioù dre dredan hepken, e kirri an dud ; listri kaset gant kefluskerioù derc'hanel zo abaoe pellik zo. An aerlistri e vo ar c'harbedoù diwezhañ a ray gant treloskoù kondon, pa n'ouzer ket o c'has e doare all evit ar mare.

Notennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ