Kemperven

kumun Aodoù-an-Arvor

Kemperven ([kɛmˈpɛrvɛn]) zo ur gumun e Bro-Dreger, e Breizh, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Kemperven
Iliz katolik Sant Herve.
Iliz katolik Sant Herve.
Anv gallek (ofisiel) Quemperven
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22257
Kod post 22450
Maer
Amzer gefridi
Laurent Rannou
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 393 ann. (2020)[1]
Stankter 51 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 43′ 33″ Norzh
3° 19′ 15″ Kornôg
/ 48.725833333, -3.320833333
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 28 m — brasañ 93 m
Gorread 7,69 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kemperven
Pannell ar Gêr

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

  • (fr)Régis de Saint-Jouan (1990) : Kemperven, 1330 ; Kamperven, 1426 ; ='Camperven, 1505 ; Quemperven, 1554.
  • Bernard Tanguy (1992) : Kemperven, 1330 ; Camperven, dibenn ar XIVvet kantved ; Kamperven, 1426 ; Quemperguen, 1486 ; Quemperven, 1554.
  • Diwar kember = etre daou dour + * -ven (gwenn ? diasur).

Istor kemmañ

XVIIIvet kantved kemmañ

  • Miz Gwengolo 1792 : emsavadeg a enep ar veleien touet, asamblez gant tud Rospezh, Langoad, Prad, Kawan, Tonkedeg, Mantallod, Trezeni, Kamlez. Tagadenn war Lannuon, difennet gant ar Republikaned. An emsaverien, kouerien evit ar vrasañ, a zo lakaet war dec'h. Un den lazhet, pewar all gloazhet, ur plac'h en o mesk. Unan a zo bet kondaonet ar 26 Mezheven 1793 (ne ouzer ker da betra, pe marv pe all). Unan all a zo kondaonet d'ar verzheridigezh anvet "la gêne". (cf. Benjamin Jollivet)

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ
  • Mervel a reas 41 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 6,16 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed
  • Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Moudenn ar Saozon kemmañ

Iliz katolik Sant Herve kemmañ

X*VIvet kantved - XVIIvet kantved

  • Bet enrollet d'an 28 Ebrel 1964 (cf; R. de St Jouan)
Diavaez
Diabarzh

Monumant ar re varv kemmañ

Kroazioù kemmañ

Ul levrig e galleg zo bet savet diwar-benn kalvarioù ha kroazioù Kemperven gant Jean-Baptiste Lintanf ha Wolfgang Lörcher, e 2007. (e galleg)

Emdroadur ar boblañs abaoe 1954 kemmañ

Niver a annezidi

Brezhoneg kemmañ

  • D’ar 7 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Ar mikro-magouri "Ti-Choutig" he deus sinet Live 1 karta Divskouarn.

Tud kemmañ

  • Dom Maodez ar C'hozhaned (1666-1720) lesanvet “ar sant”, interet eno, beleg, lakaet burzhudoù war e anv.

Bet ganet e Kervot e Langoad al lun 8 a viz Du 1666, ha badezet an deiz war lec'h. Kloerdi e 1699; beleg e 1693. Staget ouzh Lanvilin e 1699, ouzh Kawan Kaouenneg e 1706, Gurunhuel e 1708. En dro da Langoad e 1712, kent en em stagañ da vat ouzh Kemperven, evel prezegenner, adalek miz Here 1717. Aet da Anaon en e barez Kemperven ar 25 Gouere 1720. Kalz a birc'hirin a zo bet war e bez betek 1875. (hervez P.F-M Henry). (cf R. de St Jouan & Jean Le Grand)

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

 
Michel
Aotrounez ar Gozker
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant.

Hengoun ar vro kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Benjamin Jollivet : Monographies des villes et villages de France. Côtes-du-Nord. Arrondissements de Lannion et Loudéac Volume IV. 1859. Adembannet gant Rassorts Lorisse. 2002.
  • (fr)P. F.-M. HENRY : Dom Maudez-René Le Cozannet. 1924
  • (fr)Régis de SAINT-JOUAN : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. 1990.
  • (fr)Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. Chasse-Marée - Ar Men. 1992
  • (fr)Jean MAGUER : Kanton ar Roc'h. Petite histoire du canton de La Roche-Derrien. Lannion. 1999.
  • (fr)Jean LE GRAND : De la terre à la source. Kevredigezh Vivre à Langoat. 2002
  • (fr)Jean-Baptiste LINTANF & Wolfgang LORCHER : Les calvaires de QUEMPERVEN. Neckar-Verlag. 2007

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ