Ketupa flavipes

Ketupa flavipes
e Stad Uttarakhand (2012)


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
Kerentiad : Strigidae
Genad : Ketupa
Anv skiantel
Ketupa flavipes
(Hodgson, 1836)
Kentanv : Cultrunguis Flavipes
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ketupa flavipes eo anv skiantel un toud-pesketaer eus ar genad Ketupa. Lod eus e berzhioù zo boutin d'ar genad Bubo, evel e gribelloù-plu hewel, doare e bluñv ha stumm e grabanoù ; disheñvel eo diouzh touded ar genad Scotopelia, ar c'haouenned-pesketaer hag a vev en Afrika issahara.

Doareoù pennañ kemmañ

Evel en holl douded-pesketaer eo bras, a-ispilh ha fuilhet kribelloù-plu Ketupa flavipes. Gell-rous splann eo e bluñv merket-stank gant bandennoù teñval war e zivaskell c'hwezet hag e lost ; un nebeud roudennoù zo war e gof. Melen eo e zaoulagad, gant abrantoù sklaer dindan togoù teñval. Merket eo e zivskoaz gant pluñvennoù arvelen. Dispis eo kantenn e zremm, met merket ez eus un takad arwenn etre e sell ha tro-dro d'e bigos louet. Pluñvek eo an div drederenn eus e bavioù a-us krabanoù louet.

Tagosek eo al labous : 48–61 cm a hirder eus ar pigos da veg al lost ha 2,50–2,60 kg a bouez enno. Hir eo e zivhar, hag evel en holl spesadoù ar genad Ketupa ez eus kribennoù kalet dindan an treid, evit gallout tapout krog e preizhoù riklus evel ar pesked. Dre zoare e zivesker hag e dreid e ouzer eo boas al labous da dapout loened dour, pa gaver an hevelep tresoù e laboused-preizh all evel Pandion haliatus, an erer-spluj. Dibar avat eo treid Ketupa flavipes, p'en deus melloù krabanoù kreñv ha kromm gant ul lavnenn lemm dindan ar biz kreiz ha lavnennoù bihanoc'h ken lemm all ouzh ar bizied all, par da re ar genad Bubo.

Ur perzh dibar all eo e ya an evn-preizh-se da batouilhat en dourioù bas evit pesketa, padal e chom al laboused pesketaer all hep glebiañ an disterañ tamm eus o c'horf war-bouez o zreid. N'eo ket flour e bluñv, n'en deus ket pluñvennoù tanav par d'ar blev a gaver ouzh an touded all hag a servij dezho da nijal didrouz evit preizhañ. Trouzus eo e nij pa flap e velloù eskell ; peogwir e ya da besketa ne ra van ebet al labous eus an trouz, setu perak ez eo ken dispis bevennoù e zremm rak seul bouezusoc'h ar son evit preizhañ, seul zonoc'h kantenn an dremm.

Boued kemmañ

Ul labous-preizh noz eo ketupa flavipes met gwelet e vez a-wechoù da serr-zoz ha diwezhat en abardaez pa vez koumoulek an amzer. War an deiz e kustum da vorediñ kludet en ul lec'h kuzh, ha diflach e chom pa vez direnket.
Peurliesañ e hemolc'h dre sailhañ diwar nij war gorre an dour da dapout loened dour, a-wechoù e tap anezho war droad. Kranked dour dous a ya da ober tremen an hanter eus e voued, re ar genad Candidiopotamon dreist-holl, ha re ar genad Eriocheir. Tousegi ha raned a ya gantañ ivez, ha pesked. Stlejviled a c'hall kavout mat ivez, evel glazarded, naered, ha bronneged bihan, gozed ha krignered pergen. Laboused a vez tapet gant Ketupa flavipes ouzhpenn : houidi mandarin, yer ha fazaned, Crossoptilon en o zouez daoust dezho bezañ ken ponner ha 2 kg.

En digenvez e vev Ketupa flavipes war e diriad. Gouennañ a ra etre miz Du ha miz C'hwevrer en India dre vras, met etre miz Kerzu ha miz C'hwevrer e Stad Asam. Neizhañ a ra e toulloù bras e ribloù ar stêrioù, e mougevioù en tornaodoù, pe war gaolioù skourroù tev er gwez. Evel an holl douded, ne sav neizh ebet, trawalc'h eo dezhañ lakaat e vioù el lec'h en deus dibabet ; a-wechoù e implj neizhioù a zo bet dilezet gant erered. Daou vi peurliesañ, 57 x 47 cm o mentoù keitat, unan hepken a-wechoù, a vez dozvet gant ar barez.

Annez hag isspesadoù kemmañ

Bevañ a ra Ketupa flavipes e koadegi Bangladesh, Bouthan, India, Laos, Myanmar, Nepal, Sina, Taiwan ha Viêt Nam. Kavet e vez ivez ouzh troad an Himalaya eus Kachmir betek ar menezioù a zo reter Azia (Sina ar Su, Laos ha Viêt Nam) ma klask koadegi ha dourredennoù. E menezioù Kornôg Bengal ha Nepal e kaver al labous en uheldirioù etre 1 500 h 2 450 m.

 
  • ██ Tiriad Ketupa flavipes
  • Statud kemmañ

    N'eus kudenn ebet gant stad ar boblañs evit poent, met war zigresk ez a en abeg d'an digoadañ.

    Liammoù diavaez kemmañ


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

     
    War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: