Kevre Peloponnesos a oa ur c'hevredad e Peloponnesos adalek ar VIvet kantved kt JK betek ar IVe kantved kt JK.

Ar c'hevredadoù e deroù Brezel Peloponnesos:
  • ██ Kevre Delos
  • ██ Kevre Peloponnesos hag e gevredidi
  • Deroù ar c'hevre kemmañ

    E diwezh ar VIvet kantved kt JK e oa deuet Sparta da vezañ ar Stad c'halloudekañ e Peloponnesos, hag e oa hegemon Argos, an eil Stad c'halloudekañ eno, war an dachenn bolitikel ha war hini ar brezel. Sparta a gavas daou gevredad galloudus, Korinthos hag Elis, o tiskar an tiranterezh e Korinthos, hag o sikour Elis da gontrolliñ ar C'hoarioù olimpek. Sparta a zalc'has gant ar strategiezh-mañ da c'hounit kevredidi all d'he c'hevre. Sparta a faezhas Tegea en ur brezel harzoù ha kinnig dezhi ur c'hevredad difenn hollbad.

    Kalz Stadoù all eus kreiz ha norzh Peloponnesos a antreas er c'hevre, hag a-benn ar fin e vodas holl Stadoù Peloponnesos war-bouez Argos hag Ac'haia. Pa voe pladet Argos gant Sparta en un emgann e 546 e voe diazezet hegemoniezh Sparta da vat.

    Aozadur ar c'hevre kemmañ

    Sparta e oa hegemon ar c'hevre a oa kontrollet gant kuzul ar gevredidi, ennañ div elfenn. Bodadeg ar Spartaiz e oa an hini gentañ, ha kendalc'h ar gevredidi e oa an eil. Kement Stad kevredet he doa ur vouezh ennañ, forzh peseurt ment pe galloud geopolitikel he dije. Ne veze paeet truaj ebet nemet en amzer vrezel, pa c'halle bezañ goulennet un drederenn eus holl arme ur Stad gant Sparta. Sparta hepken a c'halle gervel ur c'hendalc'h eus ar c'hevre. Skoulmet e oa an holl gevredadoù gant Sparta hepken, hag ar Stadoù izili a ranke sevel o c'hevredadoù dezhe o-unan etrezo. Ha daoust ma oa ur vouezh gant pep Stad, ne oa ket ret da Sparta heuliañ divizoù ar c'hevre. Abalamour da se ne oa ket Kevre ar Peloponnesos ur "c'hevredad" e ster strishañ ar ger. Ne voe ket peloponnezian hepken atav kennebeut peogwir e oa bet degemeret ennañ Stadoù eus broioù all eus Henc'hres.

    Pourchas a rae ar c'hevre surentez ha gwarez d'e izili. Ur c'hevre mirour e oa a harpe kentoc'h an Oligarked hag a enebe ouzh an tiranterezhioù hag an demokratiezhioù.

    Istor ar c'hevre kemmañ

    Goude ar Brezelioù medek e vrasaas ar c'hevre da zont da vezañ ar C'hevre hellenek, o tegemer Aten ha Stadoù all. Renet e oa ar c'hevre hellenek gant Paosanias, met pa voe galvet en-dro da Sparta e oa renet gant Kimon eus Aten. Sparta en em dennas neuze eus ar c'hevre-se ha savet e voe Kevre Peloponnesos a-nevez gant kevredidi a orin eus Sparta, tra ma teue ar C'hevre hellenek da vezañ Kevre Delos, renet gant Ateniz. A-benn ar fin e tarzhas ar brezel etre an daou gevre e-doug Brezel Peloponnesos. Dindan renerezh Sparta e faezhas ar c'hevre Ateniz hag o c'hevredidi e 404 kt JK.

    Er bloavezhioù 370 e tisklêrias ar c'hevre ar brezel da Debez hag e voe kannet da vat e 371 kent JK en emgann Leuktra. Tebez a redias neuze Korinthos ha keodedoù all ar c'hevre da zilezel Spartaiz. E 365 kt JK e voe divodet Kevre Peloponnesos pa voe savet Kevre Korinthos gant Fulup II Makedonia, tad Aleksandr Veur, goude m'en doe kannet armeoù Tebez hag Aten. Diwezhatoc'h e oa kemeret lec'h Kevre Peloponnesos e Peloponnesos gant Kevre Ac'haia.

    Liammoù diavaez kemmañ