Kevread ar Broioù Unanet

Kevread ar Broioù Unanet pe Broioù Unanet (e galleg "Fédération des Pays Unis") zo ur c'hevread hag a vod strolladoù politikel rannvroelour ha broadelour eus broioù zo e Frañs. Krouet e voe e miz Genver 2021 ha difenn a ra ar gevreadelezh, an dengarouriezh hag ar vroadelouriezh demokratel evit pobloù ar C'hwec'hkorn. Nac'hañ a ra an tu-dehoù pellañ hag an tu-kleiz pellañ.

Savet e voe gant Mathieu Guihard, prezidant Strollad Breizh, Joannic Martin, mouezh-aotret SB, Alain Guarino, prezidant Provènço Nacioun, Jean-Luc Davezac ha Claire Daugé, kenbrezidanted Bastir Occitanie, Thomas Riboulet, prezidant Parti Lorrain, ha Jean Tellechea, sekretour EAJ-PNB. Izili all zo deuet e-barzh an aozadur abaoe : Partit de la Nacion Occitana, Alternative Alsacienne - 's Linke Elsàss ha Força Catalana.

Kemeret en deus perzh e dilennadegoù kannaded 2022 e Frañs gant kalz tud war ar renk. Disklêriet o deus e kemerint perzh e dilennadegoù Parlamant Europa e 2024.

Liammoù diavaez kemmañ