Un elfenn gimiek eo ar c'heziom ; Cs eo e arouez kimiek, 55 e niver atomek ha 132,905 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo.

Keziom
KsenonKeziomBariom
Rb
Cs
Fr
Taolenn beriodek, Keziom
Perzhioù hollek
Niver atomek 55
Rummad kimiek Metaloù alkaliek
Strollad 1
Trovezh 6
Bloc'h s
Tolz atomek 132,9054519 ±0.0000002
Aozadur elektronek
[Xe] 6s1
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 18, 8, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 1
Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 0,79 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 375,7 kJ/mol
2 : 2234,3 kJ/mol
3 : 3400 kJ/mol
Skin atomek 265 pm
Skin kenamsav 244 ±11 pm
Skin Van der Vaals 343 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 1,93 g/cm3
Teuzverk 28,44 °C
Bervverk 671 °C
Neuz an elfenn

Ur glogorennad keziom

Pollukit eo ar c'hailh pennañ ma kaver keziom en e stumm oksidet CsO2, etre 5% ha 32% eus tolz ar c'hailh. Kanada eo ar c'henderc'her nemetañ, hogen ken bihan eo ar c'hementadoù a vez arveret dre ar bed ma ne ouzer ket resis pegement a geziom zo bet kenderc'het abaoe ar bloavezhioù 1980 — un nebeud tonennadoù hepken a oa bet implijet e Stadoù-Unanet Amerika e 2011. [1]

Istor kemmañ

Eus 44 000 litrad dour melar eus Bad Dürkheim en Alamagn e voe tennet 7 g keziom e 1860 gant ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Robert Kirchoff, Alamaned o-daou.
Peogwir e oa div linenn c'hlas e skalfad an elfenn nevez en o anvjont cæsium diwar al latin cæsius, "glas-louet"[2]. Ar c'heziom e voe an elfenn gentañ bet dizoloet dre skalfadlunerezh.

Perzhioù kemmañ

Ur metal blot-tre (hogos gludek) liv an aour eo ar c'heziom ; orjalennus-kenañ eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Kimiek kemmañ

Dre ma teuz e 28°C hepken ez eo ar c'heziom ur metal a zo dourek pe dost e gwrezverk ur sal — ar bevargant hepken eo ar metal nemetañ a zo dourek pa vez yenoc'h eget ar c'heziom.
Aes eo kendeuziñ Cs gant ar metaloù alkaliek all koulz ha gant aour, ha tu zo d'e veskañ gant bevargant. Pa vez yenoc'h eget 650 °C (da 671 °C e verv) e c'haller e gendeuziñ gant houarn (Fe), kobalt (Co), nikel (Ni), molibden (Mo), tantalom (Ta), wolfram (W) pe c'hoazh platin (Pt).
Kenaozadoù etremetalek luc'hgizidik a farder dre gevreañ Cs gant galliom (Ga), indiom (In), stibiom (Sb) ha toriom (Th). Hedan eo ar c'heziom, pa beg an tan ennañ kerkent ha lakaet en aer, ha tarzhañ a ra pa gej ouzh dour ; abalamour da gement-se ez eo bet renket e-touez an danvezioù dañjerus : pa vez ret e dreuzdougen en e lakaer e boestoù dir siellet-peurstank.

Izotopoù kemmañ

Eus 112Cs betek 151 ez astenn skalfad an 39 izotop a anavezer d'ar c'heziom.
  avat eo an izotop stabil nemetañ (55 elektron, 78 neutron)

Arver kemmañ

Kenderc'hañ haloù trenkenn formek (HCO2Cs) evit fardañ an heverennoù a vez implijet er c'hlask tireoul eo arver pennañ ar c'heziom — evit lardañ ar binvioù-toullañ, degas skolpoù mein war gorre an douar ha gwaskañ ar puñsoù e talvez an heverennoù-se.

War tachennoù all ez implijer keziom :

• kimiezh : nitrat keziom CsNO3 a implijer evel livuzenn hag oksider en tanioù-arvest, e greanterezh ar c'henderc'hañ strilheoul, er c'honterioù skingannluniñ (da vuzuliañ skinoù ionaus), hag e fosforoù skinoù X; evit gwellaat an treluskerioù metalek ez arverer Cs, hag evel trelusker e-unan evit fardañ trenkenn sulfurek (H2SO4) ;
elektronik : dre ar skinoù skignet gant ar c'heziom e staloner horolajoù atomek a zo hollbouezus er pellgehenterezh (Internet, pellgomzioù hezoug), el loarelloù GPS, hag er reizhiadoù da heñchañ ar c'hirri-nij.

En abeg da resisded uhel-kenañ an horolajoù atomek dre geziom ez int bet lakaet da stalon evit termenadur etrebroadel an eilenn (amzer).

Notennoù kemmañ

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 21 HER 12
  2. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 22 HER 2012


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok