Ki-dour Kanada


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lontra
Anv skiantel
Lontra canadensis
Schreber, 1777
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ki-dour Kanada (Lontra canadensis) a zo un ezel eus kerentad ar mustelideged hag a vev e stêrioù ha war aodoù norzh Amerika, eus Alaska betek Pleg-mor Mec'hiko. Abaoe donedigezh Europiz eo aet e boblañs war zigresk.

Doareoù pennañ kemmañ

Ki-dour Kanada en deus ur c'horf hir gant pavioù berr palvezek hag ul lost hir. Muzuliañ a ra etre 30 ha 50 cm ha pouezañ a ra etre 5 ha 13,6 kg. Ur penn ront ha bihan en deus ha mourroù hir. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed. Gell-du eo e vlevenn gant ur gouzoug gris-arc'hant.

Neuñverien mat eo ar c'hon-dour met gallout a reont diblasañ buan a-walc'h war an douar ivez. O divfron a c'hellont serriñ, ar pezh, gant stankder o blevenn, a skoazell anezho da hemolc'hiñ dindan an dour. Kon-dour Kanada a vev etre 10 ha 15 vloaz en natur met tizhout 25 bloaz a c'hellont er gwarezvaoù.

Annez kemmañ

War an douar emañ douarenn ki-dour Kanada met en dour e vez o hemolc'hiñ. E-barzh meur a annez dourel e vez o chom: lennoù, stêrioù, geunioù pe zoken, e kornioù-bro 'zo, er mor. Alies e kaver anezhañ asambles gant an avanked a grou un endro a glot gant e ezhommoù.

Emzalc'h kemmañ

 

En em vagañ a ra diwar pesked dreist-holl met ne ra ket fae war raned, kresteneged pe bronneged bihan. A-wechoù e chase evned-dour evel an houidi, ar gwazi pe ar c'herc'heized. Oberiantoc'h e vez diouzh an noz pe da vare tarzh an deiz met gallout a ra mont er-maez e-pad an deiz ivez.

Gant musk ha troazh e verk e diriad. Implijout a ra alies douarennoù kleuzet gant anevaled arall ha gallout a ra lazhañ avanked a-benn laerezh o zoull. E fin ar goañv pe e deroù an nevezamzer e ouenn kon-dour Kanada. O re vihan a zoug ar parezed e-pad daou viz. Etre 1 ha 6 menn o deus. Kaset e vez ar pared diwar-dro gant ar parezed pa vez yaouank-flamm ar c'helin. Un nebeud amzer goude e c'hello distreiñ ar pared ha reiñ skoazell da zesevel ar re vihan.


Gwarezva kemmañ

Hemolc'het e veze ki-dour Kanada evit e greoñ hag en abeg eus an dra-se eo aet da get e kornioù 'zo eus e diriad. Aotreet eo an hemolc'h c'hoazh e kornioù-bro ma'z eo fonnus. Enbarzhiet eo bet ivez e rannvroioù lec'h ma oa aet da get, evel pleg-mor Hudson.


Liammoù diavaez kemmañ