Kib mell-droad merc'hed ar bed 1991

Ar c'hentañ Kib mell-droad ar bed evit ar merc'hed eo Kib mell-droad merc'hed ar bed 1991. 12 skipailh broadel a c'hoarias enni eus ar 16 betek an 30 a viz Du 1991 e Sina. Er c'hrogad diwezhañ e voe trec'h skipailh ar Stadoù-Unanet war hini Norvegia, 2 bal ouzh 1. Sellet e voe gant 510 000 a arvesterien pe ur geidenn a 19 615 arvester dre vatch.