Kilchoman zo ur strilherezh wiski dizalc'h, en atant Rockside, en Enez Ìle, en Inizi Gall Bro-Skos.

Strilherezh Kilchoman
Kilchoman Loch Gorm, 46 %

Istor kemmañ

Krouet eo bet ar strilherezh e miz Mezheven 2005. An hini nevez kentañ en Ìle eo abaoe 124 bloaz. D'ar 15 a viz kerzu 2005 Divrud eo e-skoaz ar re all en enezenn abalamour ma'z eo an hini nevesañ, ha n'he deus ket skoazell digant ar bruderezh evel ar re perc'hennet gant ar c'hompagnunezhioù bras.

Ouzhpenn-se, pa ouzer eo ret gortoz 10 vloaz evit kaout ur wiski mat (12 vloaz zo gwelloc'h), eo splann n'hallo ket wiski Kilchoman bezañ par da re all an enezenn a-raok dibenn 2015.

Un drederenn eus an heiz implijet a zo gounezet en atant, ha lakaet da eginañ d'ober malt. Ar peurrest a deu eus malterezh an enezenn e Port Ellen.


Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.