Kimi Räikkönen
Kimi Räikkönen e 2019
Bro Banniel Finland Finland
Deiziadoù 17 a viz Here 1979
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 7
Bloavezhioù
o redek
2001-2009, 2012-2021
Skipailhoù Sauber (2001)
McLaren (2002-2006)
Ferrari (2007-2009)
Lotus (2012-2013)
Ferrari (2014-2018)
Alfa Romeo (Abaoe 2019)
Prizioù Bras 315 (312 disparti)
Trec'hioù 21
Plasoù pol 18
Podiomoù 103
Titloù 2007

Kimi Räikkönen (ganet en Espoo e Finland e 1979) zo anv ur blenier Formulenn 1 ha WRC, lesanvet Iceman – “paotr skorn” – en abeg d'e demz yen ha d'e varregezh da chom difrom. Kampion 2007 eo.

Kregiñ a ra da vleniañ e Formulenn 1 gant Sauber e 2001 a-raok mont da VcLaren-Mercedes e 2002, ha div wech ec'h echu en eil plas ar gevezadeg, e 2003 ha 2005. Goude-se ez a Räikkönen da Ferrari ha gounit a ra an titl e 2007. Goude ur bloavezh diaes gant ur c'harr mestroniet gant ar re all e tibab Ferrari erlec'hiañ anezhañ gant Fernando Alonso a-benn 2010.

Divizout a ra neuze Räikkönen redek e ralli e-barzh ar gevezadeg WRC gant ar Citroën Junior Team. Echuiñ a ra da 10vet e 2010 ha 2011. Daoust da se e tibab Kimi Räikkönen distreiñ e Formulenn 1 e 2012 gant Lotus F1 Team e-pad daou vloaz a-raok erlerc'hiañ Felipe Massa evit Ferrari.

E red-micher kemmañ

A-raok ar Formulenn 1 kemmañ

Kregiñ a ra Räikkönen ar redadegoù kirri gant ar c'harting e-lec'h ma c'hounez meur a redadeg. Redek a ra gant kirri unplas e 1999 gant ar Formulenn Renault. Gounit a ra kevezadeg Breizh-Veur e 2000.

  • 1987-1990 : karting, trec'h e stumm A, B ha C.
  • 1991 : karting broadel e stumm Mini.
  • 1992 : karting broadel e stumm Raket Junior.
  • 1993-1994 : karting broadel e stumm Raket ha Kib Finland (9vet plas e 1993, eil plas e 1994).
  • 1995 : karting e Formulenn A.
  • 1996 : karting GP e rummad european. Redadegoù e kevezadeg bed ha norzh. 4vet plas e Formulenn A.
  • 1997 : Kampion Finland e stumm A etrekevandir, 4vet e kevezadeg Norzh stumm A etrekevandir, Karting Grand Prix ha kevezadegoù bed.
  • 1998 : Kampion Finland ha Kampion Norzh Formulenn A.
  • 1999 : eil plas e kevezadeg Finn Formulenn A. 10vet plas e kevezadeg bed Super A. Redadeg kentañ e Formulenn Renault. Kampion Formulenn Renault Winter Series.
  • 2000 : Kampion Formulenn Renault Breizh-Veur gant Manor Motorsports (7 trec'h, 6 plasenn bol, 7 tro gwellañ, war ar Podiom pep gwech). Esaeoù Formulenn 1 gant Sauber.

Ar Formulenn 1 kemmañ

Mare Sauber kemmañ

E esaeoù.[1] zo mat a-walc'h evit Sauber a ginnig dezhañ redek evitañ, met argrediñ ar ra ar FIA reiñ ar super-aotre d'ur blenier ken yaouank ha hep skiant-prenet. Goude muioc'h a esaeoù e vez roet dezhañ ur super-aotre da c'hortoz ha kregiñ a ra Kimi Räikkönen gant ar Formulenn 1. Mat-tre a red ar Finlandad yaouank, gant div 4vet plas. Divizout a ra neuze McLaren-Mercedes enfredañ anezhañ a-benn erlec'hiañ Mika Häkkinen a-benn 2002

Pemp bloavezh hep ditl gant McLaren kemmañ

 
Kimi Räikkönen e-pad Priz Bras Staoù-Unanet 2002.

N'eo ket ar MP4-7 ar gwellañ karr 2002 eus McLaren, ar MP4-17, met kregiñ a ra Räikkönen da vont buanoc'h eget e kenskipailher David Coulthard, a red evit McLaren evit e 7vet bloaz. Echuiñ a ra Räikkönen d'ar 6vet plas er gevezadeg, gant 4 fodium hag un dro wellañ. Tostaat a ra ivez d'e drec'h kentañ e Bro-C'hall met rankout a ra lezel ar plas kentañ da Vichael Schumacher en abeg d'ur boullenn eoul 5 tro a-raok an termen[2], ar pezh a ro an titl d'an Alaman.

Kregiñ a ra McLaren gant ar memes karr hag ar bloaz a-raok, gant un nebeud emdroioù, ha Räikkönen gant un trec'h e Malaysia[2], merket ivez gant plas pol kentañ Fernando Alonso. Disklêriet eo ivez trec'hour Brazil a-raok m'en em renk kont ar FIA e oa bet fazioù e-pad ar redadeg ha reiñ a ra an trec'h da Giancarlo Fisichella, blenier Jordan. Ingal eo Kimi Räikkönen e-pad ar bloavezh ha keveziñ a ra ouzh Michael Schumacher (Ferrari) ha Juan-Pablo Montoya (Williams-BMW) evit an titl. Daoust ma ne c'hounez trec'h all ebet e c'hall Räikkönen bezañ an hini diwezhañ a c'hall redek evit an titl er redadeg diwezhañ e Bro-Japan. E eil plas n'eo ket a-walc'h evit mirout ouzh Michael Schumacher da c'hounit e 6vet titl. Beskampion ec'h echu Räikkönen.

Kregiñ a ra 2004 gant spi, met n'eo ket kevezus a-walc'h ar c'harr MP4-19. Fall-tre eo lodenn gentañ ar bloaz, seizh redadeg, div wech aet betek fin ar redadeg hag ur poent hepken. A-raok Priz Bras Bro-C'hall eo klaset Räikkönen 16vet ha diwezhañ, pa'z eus degaset azgwel don er c'harr, anvet ar MP4-19B, ha kalz gwelloc'h eget an hini a-raok eo bremañ. E Breizh-Veur e c'hell Räikkönen sevel war ar Podiom hag e Belgia, daoust ma'z eo fall a-walc'h an esaeoù, 10vet war ar gael zisparti, e c'hounez ar blenier Finlandad ar Priz Bras dirak Michael Schumacher hag e Ferrari F2004. Muioc'h a zisoc'hoù mat a zo graet gantañ goude-se ha klaset eo Räikkönen 7vet gant 45 poent e fin ar bloavezh.

N'eo ket gwall gwelloc'h penn kentañ 2005 eget hini 2004. Ur gudenn gant ar bodennoù-rod nevez a zilañs an titiñ betek Priz Bras Sant-Marin pa ra Räikkönen ar plas pol a-raok rankout dilezel ar redadeg en abeg d'ur gudenn treuzkas. Goude-se eo gwelloc'h an traoù. Gounit a ra Prizioù Bras Bro-Spagn ha Monaco ha stourm a ra ouzh Fernando Alonso, blenier Renault evit an titl. Mestroniañ a ra ivez Priz Bras Europa met ur gudenn gant e vandennoù-rod a ro an trec'h da Alonso pa c'hoarvez ur gwallzarvoud da Räikkonen. Daoust ma c'hounez e Kanada, e c'hoarvez kudennoù goude gant e geflusker, e-pad an esaeoù pe ar redadegoù a gondaon Räikkönen da adpignat ar strobad a-benn echuiñ a-dreñv da Alonso. Gounit a ra Räikkönen hag ar MP4-20 en Hungaria hag e Turkia, echuiñ a ra Priz Bras Italia da 4vet a-raok gounit e Belgia. Kollet eo an titl e Brazil pa echu Alonso 3vet eus ar Priz Bras, gounezet gant kenskipailher Räikkönen Juan-Pablo Montoya. Ober a ra ar blenier Finlandad ur gasadenn mat-tre, gant un disparti e 17vet plasenn. Tremen a ra Räikkönen blenier Renault Giancarlo Fisichella evit an trec'h e-pad an dro ziwezhañ. Echuin a ra Kimi Räikkönen beskampion ar c'hevezadeg 2005.

Ur bloavezh diaes eo 2006 evit Räikkönen ha McLaren. N'eo ket kevezus a-walc'h ar c'harr a-benn bezañ buanoc'h eget ar Renault nevez hag eget ar Ferrari nevez. Ouzhpenn n'eo ket ken mat ar jeu e-barzh ar skipailh hag etre ar skipailh hag ar vlenierien abaoe disklêriadur sinadur Fernando Alonso a-benn 2007 e miz Kerzu 2005. Goude disoc'hoù fall, hag ur gwallzarvoud bras en deus graet, eo bet skarzhet kuit e genskipailher Juan-Pablo Montoya, hag erlec'hiet eo bet gant Pedro de la Rosa. Daoust d'un nebeud kasadennoù ne c'hell ket Räikkönen bezañ gwelloc'h eget 5vet ar gevezadeg, gant 65 poent, en abeg da gudennoù teknikel ha fiziout.

Dedennet eo an tri skipailh gwellañ eus ar Formulenn 1 gant Räikkönen a-benn 2007 ha kemer a ra ar Finlandad e amzer a-benn ober e zibab. N'en deus ket fiziañs e gouestoni Renault da virout e live kevezusted, daoust m'en deus gounezet daou titl, ne ziviz ket Räikkönen mont war-lerc'h Fernando Alonso. Ne fell ket ken dezhañ chom e-barzh McLaren ivez neuze e tibab mont da Ferrari a-benn erlec'hiañ Michael Schumacher a zo o vont war e leve[3].

A-benn ar fin un titl gant Ferrari kemmañ

 
Kimi Räikkönen e Belgia e 2007

Kregiñ a ra mat-tre e genlabourerezh gant ar Scuderia, gounez a ra Kimi Räikkönen Priz Bras Aostralia 2007 en ur ober ur hat-trick e-pad e redadeg kentañ gant Ferrari, evel Juan-Manuel Fangio e 1956. N'eo ket mat avat an daou redadeg goude, mestroniet da gentañ gant McLaren Fernando Alonso e Malaysia ha goude gant kenskipailher Räikkönen Felipe Massa e Bahrein. Echu a ra Räikkönen trede pep gwech. Rankout a ra dilezel ar redadeg e Bro-Spagn en abeg da gudennoù elektrek pa c'hounez e genskipailher adarre a vestroni ivez Räkkönen e-pad an titriñ, da skouer e Monaco pa grog Räikkönen ar redadeg e 16vet plasenn, war un droiad e lec'h e vez diaes-tre da dremen ar re all. Echuiñ a ra 8vet un dro goude an trec'hour Fernando Alonso war ar McLaren-Mercedes. Goude Prizioù Bras Stadoù-Unanet ha Kanada ha ne oant ket mat evit ar blenier finlandat e vez kavet Räikkönen 26 poent war-lec'h an hini a vestroni ar c'hevezadeg.

Daou trec'h a adlañs-eñ e-barzh ar c'hevezadeg, da gentañ e Bro-C'hall ha goude-se e Breizh-Veur, da drugarez d'ur strategiezh vat gant an harzoù-stand ha da droioù buan-buan a bermet anezhañ da vezañ dirak ar-re all. Diaesoc'h eo an Europa peogwir e rank dilezel ar redadeg ur wech all dre ur gudenn mekanikel. Echuiñ a ra eil div wech en Hungaria hag e Turkia. Gloazet e-pad an esaeoù e Monza, n'hall ket Räikkönen bezañ ken kevezus ha boaz. Da drugarez d'ar plegennoù e echu 3, goude ar McLarenoù.

Neuze e grog lodenn diwezhañ ar bloavezh gant Priz Bras Belgia. Sur eo Ferrari da c'hounez kevezadeg ar saverien peogwir eo bet diberzhet McLaren en abeg d'un afer spierezh, met ret eo d'ar vlenierien Ferrari gouren ouzh ar vlenierien McLaren Fernando Alonso ha Lewis Hamilton. Gounez a ra Räikkönen ar Priz Bras, evit an teir wech diwar lec'h. Goude ur fazi graet gant e skipailh e Bro-Japan e echu Räikkönen 3 ar Priz Bras, goude bet an hini diwezhañ pa groge ar redadeg dindan ur c'hlav kalet-tre. 17 poent dale eo Räikkönen goude penn ar c'hevezadeg Lewis Hamilton.

E Bro-Sina e trec'h Räikkönen en ur gounit dek poent war Hamilton en doa dilezelet ar redadeg gant kudennoù bandennoù-rod. Fernando Alonso a zo c'hoazh dirak ar Finlandad a-raok ar redadeg diwezhañ. Echuiñ a ra ar bloavezh e Brazil, war ar troiad Interlagos e Sao Paulo. Gant disparti fall-tre Hamilton hag harz didalvoud Alonso a dremen mat an traoù evit Räikkönen a echu ar c'hevezadeg kampion ar bed, dirak an daou vlenier McLaren. An hini gentañ eus Finland eo da c'hounit un titl abaoe 1999 ha Mika Häkkinen.

Bloavezhioù diaes gant ar Scuderia kemmañ

 
Kimi Räikkönen hag e Ferrari F2008 e Brazil

Ur statud nevez en deus Räikkönen bremañ hag ar Priz Bras kentañ n'eo ket ar pezh a oa bet ijinet gantañ ha gant Ferrari evit e redadeg kentañ evel ur c'hampion bed. Ur poent hepken a c'hounez en Aostralia, Priz Bras gounezet gant Lewis Hamilton. Koulskoude e gounez ar Finlandad Priz Bras Malaysia goude un tremen war Felipe Massa, ar pezh a zifas ar Priz Bras kentañ. Kemer a ra penn ar c'hevezadeg e Priz Bras Bahrein ha gounit a ra Priz Bras Bro-Spagn goude ur blasenn bol. 9 poent en deus Räikkönen en araok Hamilton.

Ar Prizioù Bras goude a zo kalz diaesoc'h. Goude un 3 plas e Turkia e tilezel Räikkönen Priz Bras Monaco goude ur gwallzarvoud gant Adrian Sutil. Ur gwallzarvoud a c'hoarvez c'hoazh gant Lewis Hamilton e-barzh pit lane Priz Bras Kanada. Daoust ma ra ar blasenn bol e Bro-C'hall e echu Räikkönen eil ar Priz Bras en abeg d'ur gudenn gant e zivogederez. Gwashoc'h eo ar Prizioù Bras goude, Breizh-Veur, Alamagn hag Hungaria, gant un 3 plasenn, ur 6vet plasenn hag un 3 c'hoazh, met en abeg da blegennoù redadeg. Tapout a ra koulskoude an troioù gwellañ pep gwech.

Kregiñ a ra neuze ur rummad 4 Friz Bras fall-tre evit Räikkönen hag e F2008. Dilezel a ra e Valencia en abeg d'un torr keflusker tra ma c'hounez e genskipailher. Kemer a ra penn Priz Bras Belgia gourenet dindan ar c'hlav met dilezel e rank peogwir e sko ouzh ur voger en abeg d'ur fazi levierezh. Fall titret en Italia e echu ar Finlandad 9vet, gant un dro gwellañ. Skeiñ a ra c'hoazh ar voger e Singapour, ar pezh a lak mont da netra e chañsadennoù da vezañ kampion adarre.

En un doare souezhus e adkemer Räikkönen livioù goude-se. Mestroni a ra Massa e-pad an tri Friz Bras diwezhañ, rankout a ra avat reiñ e 2 blasenn d'e genskipailher a-benn sikour anezhañ gounit na titl. Daoust e strivoù e koll Massa an titl hag echu a ra Räikkönen 3 ar c'hevezadeg.

Da gentañ eo ur gwaller ar Ferrari F60 ha n'hall Räikkönen merkañ e boentoù kentañ e Bahrein, trede Priz Bras ar bloavezh. Gwelloc'h eo an traoù e Monaco gant ur Podiom ha goude se eo tri Friz Bras fall evit ar blenier finlandat a verk ur poent hepken. Goude Priz Bras Alamagn n'en deus Räikkönen nemet 10 poent, hag e 10vet plasenn emañ. 5vet eo Massa gant 22 poent. En Hungaria e teu ur gwallzarvoud bras da Vassa a rank bezañ kaset d'an ospital. Echu a ra Räikkönen e eil plasenn ar Priz Bras.

Implij a ra mat ar KERS ha neuze a ra traoù mat, da skouer e Priz Bras Europa e-lec'h e tisparti 6vet evit bezañ 4 goude ar gornblegenn gentañ. Ar skouer gwellaén eo Priz Bras Belgia, Priz Bras "Räikkönen" peogwir en deus gounezet kalz war an droiad-se. Kregiñ a ra ar redadeg 6vet ha gounit a ra 4 flasenn en dro gentañ. Tremen a ra goude-se Giancarlo Fisichella war e Force India ha gounit a ra ar Priz Bras.

N'int ket ingal ar Prizioù Bras goude, a-wechoù mat evel Priz Bras Italia, pe a-wechoù fall evel e Singapour. Disklêriet eo gant Ferrari d'ar 30 a viz Gwengolo da zegemer Fernando Alonso a-benn 2010, daoust maz eus ur gudenn, peogwir emañ tri blenier gant ar skipailh, gant distro rakwelet Felipe Massa. Neuze un dibab a rank ober ar skipailh. N'hall ket Räikkönen merkañ poentoù e Abou Dhabi ha neuze e echu 6vet ar c'hevezadeg.

Daoust ma en doa ur c'houmanant gant ar blenier finlandat e tibab Ferrari dilezel Räikkönen en em gav dirod a-benn a bloavezh 2010. Divizout a ra Räikkönen mont d'ar ralli e-barzh ar c'hevezadeg WRC gant ar skipailh Citroën Junior Team gant Kaj Lindström[4] en e gichen.

Un distro gant Lotus kemmañ

 
Kimi Räikkönen war al Lotus E20 e Jerez.

Goude kaozioù diwar-benn atroperezhioù gant Williams e tisklêr Lotus F1 Team d'ar 29 a viz Du 2011 en doa sinet Kimi Räikkönen gantañ evit ar bloavezhioù 2012 ha 2013. Er fin ar viz Genver e vlein Räikkönen R30 Renault 2010 evit adkaout e relech. E-pad an esaeoù goañv a ra Räikkönen amzer gwellañ an devezh kentañ gant an E20 nevez. Daoust ma vanke Lotus ur sizhunvezh esaeoù en deus graet Räikkönen amzer gwellañ an esaeoù e Barcelone, un dra vat a-raok Priz Bras Aostralia 2012, Priz Bras kentañ ar mare 2012.

Ar bloavezh 2012 a zo ur bloavezh mat-tre, a ziskouez e c'hell labouradeg Enstone, labouradeg ar skipailh Lotus produiñ ur c'harr kevezus, goude ur bloavezh start, ha n'eo ket bet kollet e zalant gant Räikkönen. Echuiñ a ra pep redadeg ar bloavezh, bepred nemet ur wezh er poentoù. Ar wezh nemetañ ne c'hell ket tizhout ar poentoù a zo e Sina, pa oa eil eus ar redadeg a-raok bezañ tremenet gant 10 karr en abeg d'e vandennoù-rod re gozh ha re zrailhet. E bodiom kentañ a zo tapet e Priz Bras Bahrein, ha podiomoù all a zeu. Mont a ra ar maout gantañ e Priz Bras Abou Dhabi, pezh zo e naontekvet trec'h, ha 80vet trec'h Lotus e F1. Echuiñ a ra Räikkönen trede eus ar gevezadeg ar bloaz-mañ, gant un trec'h ha seizh podiom. Diskouez a ra Räikkönen ar bloaz-mañ eo c'hoazh kampion ar bed kevezus hag e vo ret kontañ warnañ evit an titl, ma vefe roet ur c'harr kevezusoc'h c'hoazh.

2013 a grog gant kadarnadur e redo Räikkönen evit Lotus ur wezh c'hoazh, daoust ma oa brudoù a gase anezhañ da skipailhoù all, ha memes da zoareoù redadegoù kirri all. Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh evitañ gant e ugentvet trec'h en Aostralia, goude ur redadeg diaes a ziskouez pegen pouezus eo e du da virout ar bandennoù-rod, kenkoulz ha tu e garr da virout anezho. Echuiñ a ra dirak Alonso en deus bet ur c'harr dous war ar bandennoù-rod ivez ha Vettel a oa e plas pol met gant ur c'harr kaletoc'h war ar bandennoù-rod. Kroget en doa Räikkönen gant ar redadeg e seizhvet plas. Ober a ra c'hoazh ur bern podiomoù da heul, o vezañ kontet e-barzh kevezerien ar gevezadeg e-touesk Sebastian Vettel, Fernando Alonso ha paotred Mercedes Lewis Hamilton ha Nico Rosberg. E Breizh-Veur e echu Räikkönen e bempvet redadeg warn-ugent er poentoù, o terriñ rekord Schumacher.

Met e-pad an hañv e krog brudoù fall diwar-benn kudennoù arc'hant Lotus, brudoù a lavar n'en deus ket resevet ar blenier finlandat e c'hopr a-bezh evit 2012 ha n'eo ket bet paeet c'hoazh e 2013. Brudoù a gas anezhañ da Red Bull evit erlec'hiañ Mark Webber, ar pezh zo torret gant disklêriadur e redo Daniel Ricciardo e lec'h Webber e 2014. Chom a ra Räikkönen hep mont d'un emvod kelaouiñ e Priz Bras Belgia. E Belgia ivez e torr e rekord muiañ degouezhioù er poentoù, a chom da 27, pa renk dilezel ar redadeg en abeg d'e starderezioù. Goude Priz Bras Italia eo disklêriet e redo Kimi Räikkönen evit Ferrari evit ar bloaz a zeu, en abeg hervezañ da gudennoù arc'hant Lotus. E Singapour, daoust da gudennoù poan-gein en deus lakaet anezhañ da nec'hiñ da redek da gentañ, e echu trede eus ar redadeg daoust ma oa titret nemet 13.

E zarempredoù gant e skipailh a ya war washaat goude disklêriadur e zisparti da Ferrari, ar gwashañ e vefe Priz Bras India pa oa Räikkönen eil eus ar redadeg met gant bandennoù-rod re gozh. Tremenet eo bet gant Rosberg war Mercedes, met chom a rae e genskipailher Romain Grosjean a-dreñv dezhañ, un eilenn buanoc'h egetañ. Daoust da se ne venn ket Räikkönen lezel anezhañ da dremen a-raok ur gemennadenn skingomz feulz e rener redadegoù Alan Permane a ro urzh dezhañ da lezel e genskipailher da dremen en ur implijout gerioù droch ha kunujennoù, ar pezh zo merzhet gant ar gazetennerien. Gant dale e tizh Räikkönen ar Priz Bras da heul en Abou Dhabi, o vankout an emvod kelaouiñ. Disklêriañ a ra e soñje chom hep redek met a-benn ar fin en doa cheñchet e ali. Forzh penaos e echu e redadeg en tro kentañ o skeiñ ouzh Giedo Van der Garde pa oa e foñs ar gael en abeg d'ur gudenn war e c'harr. Goude ar redadeg eo disklêriet o deus Lotus hag eñ tizhet un emglev evit e c'hopr, sikouret gant promesa ur foñs arc'hantel da reiñ arc'hant d'ar skipailh. Koulskoude e tisklêr ur sizhun a-raok Priz Bras an SUA e chomo hep redek evit e skipailh a-benn fin ar bloavezh, sañset en abeg d'e gudennoù kein a vefe da vezañ renket a-raok fin ar bloavezh. Erlec'hiet eo gant Heikki Kovalainen evit an daou Briz Bras a chom.

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 kemmañ

 
Räikkönen e-pad Priz Bras Belgia 2009, e-lec'h e gounez e 18vet trec'h.

Goude Priz Bras Abou Dhabi 2013

  • 11 vloaz e kevezadeg bed ar Formulenn 1.
  • 1 titl kampion bed.
  • 193 disparti.
  • 33 disparti e linenn gentañ.
  • 16 plasenn bol.
  • 20 trec'h.
  • 77 Podiom.
  • 39 tro gwellañ
  • 2 hat tricks.
  • 969 poentoù.
  • 29 eil blasenn.
  • 28 trede blasenn.
  • 127 donedigezh er poentoù.
  • 27 donedigezh er poentoù da heul.
  • 50 dilezel.
Bloavezh Skipailh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Niverenn ar PB Plasenn bol Trec'h Podiomoù Troioù gwellañ Gwechoù er poentoù Dilezeloù Poentoù Renkadur
2001 Red Bull Sauber Petronas C20 Petronas V10 Bridgestone 17 0 0 0 0 4 7 9 10vet
2002 West McLaren Mercedes MP4/17 Mercedes V10 Michelin 17 0 0 4 1 6 11 24 6vet
2003 West McLaren Mercedes MP4/17D Mercedes V10 Michelin 16 2 1 10 3 13 3 91 2vet
2004 West McLaren Mercedes MP4/19 Mercedes V10 Michelin 18 1 1 4 2 9 8 45 7vet
2005 Team McLaren Mercedes MP4/20 Mercedes V10 Michelin 19 5 7 12 10 14 4 112 2vet
2006 Team McLaren Mercedes MP4/21 Mercedes V8 Michelin 18 3 0 6 3 12 6 65 5vet
2007 Scuderia Ferrari Marlboro F2007 Ferrari V8 Bridgestone 17 3 6 12 6 15 2 110 Kampion
2008 Scuderia Ferrari Marlboro F2008 Ferrari V8 Bridgestone 18 2 2 9 10 12 5 75 3
2009 Scuderia Ferrari Marlboro F60 Ferrari V8 Bridgestone 17 0 1 5 0 9 2 48 6vet
2012 Lotus F1 Team E20 Renault V8 Pirelli 20 0 1 7 2 19 0 207 3
2013 Lotus F1 Team E21 Renault V8 Pirelli 19 0 1 8 2 14 2 183 5vet
2014 Scuderia Ferrari F14T Ferrari V6T Pirelli 0

Trec'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 kemmañ

# Bloavezh Fust Priz Bras Troiad Plasenn zisparti Skipailh Karr
1 2003 02/16 Malaysia Sepang 7vet McLaren-Mercedes MP4-17D
2 2004 14/18 Belgia Spa-Francorchamps 10vet McLaren-Mercedes MP4-19B
3 2005 05/19 Bro-Spagn Katalonia Plasenn bol McLaren-Mercedes MP4-20
4 2005 06/19 Monaco Monaco Plasenn bol McLaren-Mercedes MP4-20
5 2005 08/19 Kanada Gilles Villeneuve 7vet McLaren-Mercedes MP4-20
6 2005 13/19 Hungaria Hungaroring 4vet McLaren-Mercedes MP4-20
7 2005 14/19 Turkia Istamboul Plasenn bol McLaren-Mercedes MP4-20
8 2005 16/19 Belgia Spa-Francorchamps 2 McLaren-Mercedes MP4-20
9 2005 18/19 Japan Suzuka 17vet McLaren-Mercedes MP4-20
10 2007 01/17 Aostralia Albert Park Plasenn bol Ferrari F2007
11 2007 08/17 Bro-C'hall Magny-Cours 3vet Ferrari F2007
12 2007 09/17 Breizh-Veur Silverstone 2vet Ferrari F2007
13 2007 14/17 Belgia Spa-Francorchamps Plasenn bol Ferrari F2007
14 2007 16/17 Sina Shanghai 2vet Ferrari F2007
15 2007 17/17 Brazil Interlagos 3vet Ferrari F2007
16 2008 02/18 Malaysia Sepang 2vet Ferrari F2008
17 2008 04/18 Bro-Spagn Katalonia Plasenn bol Ferrari F2008
18 2009 12/17 Belgia Spa-Francorchamps 6vet Ferrari F60
19 2012 18/20 Abou Dhabi Yas Marina 4 Lotus-Renault E20
20 2013 1/19 Aostralia Melbourne 7vet Lotus-Renault E21

Ar Ralli kemmañ

Un dae e WRC gant Citroën kemmañ

 
Räikkönen e Bro-C'hres e 2011

E miz Kerzu 2009 e tisklêr Kimi Räikkönen e grog gant ar ralli gant ar skipaih Citroën Junior Team (ar memes skipailh ha Sebastien Ogier) gant ar c'henblenier Kaj Lindström ha souten Red Bull. Redek a ra ar Finlandad war ar c'harr C4 WRC e 12 ralli war 13.

Diaes eo an deskadurezh, hag echuiñ a ra 29vet ralli kentañ ar c'hevezadeg, e Sveden. Ar rallioù goude-se n'int ket gwelloc'h ha ret eo dezhañ gortoz ralli Jordania evit merkañ e boentoù kentañ. Gwelet eo gant Räikkönen evel ar gevezadenn diaesañ en doa graet[5]. Ober a ra e Turkia e zisoc'h gwellañ en ur echuiñ 5vet.

Promesaer eo e rallioù kentañ war asfalt, gant un trec'h e ralli ar Vosges[6], ur ralli eilvet rummad, met n'hall ket Räikkönen fetisaat e stummoù gant un disoc'h mat. Merkañ a ra koulskoude poentoù e Breizh-Veur. Echuiñ a ra 10vet ar c'hevezadeg.

Peogwir eo bet dilezet programm Citroën Junior Team gant ar saver Citroën e rank Räikkönen a-benn 2011 sevel e skipailh-eñ, ICE 1 Racing[7], skoazellet gant Citroën. Redek a ra gant ar Citroën DS3 WRC[8]. Daoust ma ra disoc'hoù mat awalc'h eo bet forc'het ar skipailh en abeg da rallioù n'en doa ket redet daoust ma oa bet enrollet e-barzh.

Goude daou vloavezh e tibab Räikkönen mont en dro e Formulenn 1 gant ar skipailh Lotus F1 Team[9] a-benn 2 vloaz.

Disoc'hoù WRC dre ralli kemmañ

 
Kimi Räikkönen e Ralli Finland 2010
Bloazvezh Ralli Poentoù Klasiñ
2009 IRL
 
NOR
 
CYP
 
POR
 
ARG
 
ITA
 
GRE
 
POL
 
FIN
 
AUS
 
ESP
 
GBR
 
0 hk
- - - - - - - - Dil. - - -
2010 SWE
 
MEX
 
JOR
 
TUR
 
NZL
 
POR
 
BUL
 
FIN
 
GER
 
JPN
 
FRA
 
ESP
 
GBR
 
25 10vet
29vet Dil. 8vet 5vet - 10vet 11vet 25vet 7vet Dil. Dil. Dil. 8vet
2011 SWE
 
MEX
 
POR
 
JOR
 
ITA
 
ARG
 
GRE
 
FIN
 
GER
 
AUS
 
FRA
 
ESP
 
GBR
 
34 10vet
8vet - 7vet 6vet - - 7vet 9vet 6vet - Dil. Dil. Dil.

Disoc'hoù WRC dre vloavezh kemmañ

Bloavezh Skipailh Dispartioù Trec'hoù Podiomoù Dilezeloù Poentoù Klasiñ
2009 Prevez 1 0 0 1 0 hk
2010 Citroën Junior Team 12 0 0 4 25 10vet
2011 Ice1Racing 9 0 0 3 34 10vet
En holl 22 0 0 8 59

An NASCAR kemmañ

D'an 2 a viz Ebrel 2011 a ya Räikkönen davet ar skipailh NASCAR Kyle Busch Motorsports a-benn redek e-barzh ar rummad-mañ. Krog eo gant an NASCAR d'ar 20 a viz Mae e Charlotte, e Truck Series e-lerc'h a erru 15vet. Goude ur redadeg all e Charlotte er rummad Nationwide e tibab echuiñ gant an NASCAR.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Tremayne, David. "Cool as Ice: Kimi Raikkonen". Formula One Magazine (ofisiel). Miz Kerzu 2003. Pajenn 63.
  2. 2,0 ha2,1 Tremayne, David. "Cool as Ice: Kimi Raikkonen". Formula One Magazine (ofisiel). Miz Kerzu 2003. Pajenn 58.
  3. Formula1.com – Ferrari confirm Raikkonen, Massa for '07.
  4. Räikkönen a ya d'ar ralli, war formula1.com]
  5. WRC Pirelli driver blog - Kimi Raikkonen
  6. Victoire de Räikkönen au Rallye du Vosgien
  7. World Rally Championship - Drivers & Teams - Teams - ICE 1 Racing
  8. Kimi Räikkönen a inscrit sa propre équipe auprès de la FIA
  9. Kimi Räikkönen quitte le WRC et fait son retour en F1, war automoto365.com, kaset e linen d'ar 29 a viz du 2011

Stagadenn kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavez kemmañ

Kampion a-raok :
Fernando Alonso
Kimi Räikkönen
Kampion bed ar Formulenn 1
2007
Kampion war-lerc'h :
Lewis Hamilton
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1