Bandenn begus terapeutik

(Adkaset eus Kinesiotapiñ)

Implijet e vez ur vandisenn stirennek begus a-benn sikour pareañ ar gloazoù. Krouet eo bet gant ur c'hiropraktour japanat anvet Kenso Kase hag a oa karget da louzaouiñ Skipailh olimpek Volley-ball Bro-Japan. Disheñvel eo ar vandenn-mañ eus ar re all abalamour d'he ferzhoù stirennek a un tuadur.

Seul gwarezet gant ur ginesiotapenn zu

Hervez an doare da lakaat anezhi e c'hall tanavaat c'hwezhadurioù ha bronduoù, broudañ pe danavaat ar gwaskadennoù-gigenn dre dastaol, stabilaat ar melloù.

Tu a zo da danavaat ar c'hwezhadurioù o lakaat ar ginesiotapenn gant un doare roet. Gant stummañ plegoù e-live ar c'hroc'hen ez eus tu da vroudañ tremeniri an dourell lenfatek ha neuze dizourañ al lodenn tannijenet.

Efedusted kemmañ

Hervez ar studioù skiantel, n’eo ket ar vandenn-mañ efedusoc’h evit ur placebo[1],[2].

Daveoù kemmañ

  1. (en) Morris D, Jones D, Ryan H, Ryan CG. (2013). "The clinical effects of Kinesio® Tex taping: A systematic review". Physiother Theory Pract. 29 (4): 259-70.. DOI:10.3109/09593985.2012.731675
  2. Kalron A, Bar-Sela S. (2013). "A systematic review of the effectiveness of Kinesio Taping® - Fact or fashion?". Eur J Phys Rehabil Med.