Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur c'hloerdi zo ur skol ma vez desket an danvez-beleien gatolik, anvet ivez kloareged pe kloer. Daou seurt a zo:

  • ur c'hloerdi bihan a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
  • ur c'hloerdi bras a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.
Brest, dor ar c'hloerdi, XVIIvet kantved.

Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an Iliz katolik roman dalc'het e Trento (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom. Sant Charlez Borrome (1538-1584) an hini oa a grouas ar c'hloerdi kentañ en eskopti Milano.

Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez. Abaoe ar bloavezhioù 1980 n'eus ket a gloerdioù bihan ken, ha ne vez nemet ur c'hloerdi bras e pep arc'heskopti.

Kloerdioù all kemmañ

An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e galleg, juvénat (kloerdi bihan) ha noviciat (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".

Kloerdioù kemmañ

Kloerdioù Breizh kemmañ

 
Dol, chapel ar c'hloerdi bras

Da heul lezenn an disparti etre ar Stad hag an Iliz e 1905, daou gloerdi a vez kavet e pep kêr gant un eskopti : ar c'hloerdi kozh, bet piaouet gant ar Stad hag ur c'hloerdi nevez, savet en hanterad kentañ an 20vet kantved hag alies a-walc'h dilezet ha gwerzhet e penn diwezhañ ar c'hantved. E Roazhon, da skouer, ar c'hloerdi kozh, o skeiñ war ar blasenn Hoche, a roas bod da Gevrenn al Lizhiri ha Skiantoù Mab-den ar Skol-Veur betek 1967 ha, da c'houde, da Gevrenn ar Skiantoù Ekonomek eus Skol Veur Roazhon I. Daou gloerdi pe dri, evit gwir : e Roazhon, ouzhpenn an daou re veneget, e vez kavet an hini bet savet er XVIIvet kantved ha diberc'hennet e-pad an Dispac'h bras (e straed Echange emañ, deuet a-hed ur prantad da ospital an armeoù Ambroise Paré).

Daveoù kemmañ

  1. topic-topos.com, Le Télégramme 20/09/2009


Skeudennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger Kloerdi er
wikeriadur, ar geriadur frank.