Kontell
- Gant ar ger Kontell e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kontell (disheñvelout).
Ur gontell zo ur benveg bihan da droc'hañ, gant ul lavnenn hag un dorn. A bep seurt kontilli zo, hervez petra a droc'her ha piv a droc'h. Disheñvel eo ar gontell da zebriñ diouzh hini ar c'higer da skouer.
Un arm kemmañ
Kontilli chase kemmañ
Ar re-se zo kontilli da chaseal er c'hoadoù bras, a servij d'ober daou dra : da lazhañ al loened, pe da zispenn al loen lazhet. Gallout a ra an dorn bout e koad, en askorn, e metal pe n'eus forzh petra all.
Kontilli brudet kemmañ
- Kontell Abraham
Er XXIvet kanved kemmañ
Ur c'hiz eo deuet da vout, e deroù ar XXIvet kanved, d'ar grennarded da gaout kontilli ha da bourmen ganto dalc'hmat. Servij a ra da arm ha meur a grennard a zo bet kontellataet er skolioù evel-se.
Skeudennoù kemmañ
-
Kontell eus Greunland
-
Skinner, pe diskroc'hener, pe kigner.
Pennadoù kar kemmañ