Ar Krag-Jørgensen a oa ur fuzuilh tennata dre zorn norvegian ijinet gant Ole Herman Johannes Krag, ofiser ha rener ar Kongsberg Våpenfabrikk, arsanailh nesañ Norvegia, asambles gant an ijinour Erik Jørgensen. Arm-skoaz standart e armeoù Danmark, Stadoù-Unanet Amerika[1] ha Norvegia e voe.

Krag-Jørgensen
Skeudenn ar pennad Krag-Jørgensen

Pimpatrom 1892 eus ur fuzuilh Krag-Jørgensen M1894 norvegian
Kinnig
Bro Banniel Norvegia Norvegia
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn
Munisionoù 6,5 x 55 mm Mauser (stumm norvegian), .30-40 Krag (stumm amerikan), 8 x 58 mm R (stumm danat)
Produerien Kongsberg Våpenfabrikk, Springfield Armory, Austrian Arms Company
Niver produet War-dro 700.000
Mare implij 1889-1940
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) Etre 3,380 ha 5,160 kg
Hirder Etre 986 ha 1.328 mm
Hirder ar c'hanol Etre 520 ha 832 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 900 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 580 ha 870 m/s hervez ar munisionoù
Endalc'h Klozenn 5 kartouchenn
Adstummoù nesañ M1889 (danat), M1892 (stadunanat), M1894 (norvegian), dezhe bep a adstummoù

Istor kemmañ

Stumm danat kemmañ

E 1886 e klaske an Danmark ur fuzuilh nevez evit e arme. Krag ha Jørgensen a ginnigas dezhe pimpatrom ur fuzuilh-vorailh nevez, enni ur c'harger da wintañ 10 kartouchenn, e stumm ur glozenn diavaez, tro-dro da gulasenn an arm. Nevez e oa da geñver ar c'hargerioù korzennek kinniget er fuzuilhoù Krag betek-neuze.

Goude un nebeud esaeoù war an dachenn e voe digresket an niver a gartouchennoù er glozenn da 5 ha dibabet an arm gant an arme danat e 1889. Kambret e oa e 8 x 58 mm R. Stummoù all a voe savet : ur garabinenn verroc'h hag ur fuzuilh-resisted ponneroc'h he c'hanol. Implijet e voent gant an arme danat betek 1940. Anvet eo boas Krag-Jørgensen M1889 ; ar stumm ralañ da gavout eo hiziv an deiz.

Stummoù amerikan ha norvegian kemmañ

E deroù ar bloavezhioù 1890 e klaske ar Stadoù-Unanet un arm nevez evit kemer plas ar fuzuilhoù un-tenn Springfield M1873 implijet betek-neuze ha diamzeriet e-keñver an armoù nevez produet en Europa. Choazet e voe e 1892 ar Krag-Jørgensen kambret evit kartouchennoù all (.30-40 Krag) ha dezhe ur glozenn un tammig disheñvel. Tro 500.000 anezhe a voe produet e arsanailh Springfield etre 1894 ha 1904. Anvet eo ar stummañ Krag-Jørgensen M1892.

Implijet e voe an arm gant arme ar Stadoù-Unanet er brezel a-enep Spagn e 1898 e Kuba hag er Filipinez. Diskouez a reas bezañ ur fuzuilh aes da zornata, fiziapl ha solut, met gwan e oa galloud-herzel he boledoù e-keñver reoù ar Mauser Model 1893 implijet gant Spagn, enni kartouchennoù 7 x 57 mm Mauser. Klasket e voe implijout munisionoù kreñvoc'h er Krag-Jørgensen, met distummañ a raent ar glozenn.[1] Divizet e voe dibab un arm nevez e-lec'h klask gwellaat ar Krag-Jørgensen : ar Springfield M1903 a gemeras e blas e 1903.

Ur stumm all, tost eus ar stumm amerikan, a voe dibabet evel arm standart e 1894 gant arme Norvegia. Kambret e oa e 8 x 58 mm R. War-dro 133.000 skouerenn anezhe a voe produet.[2] Krag-Jørgensen M1894 eo anvet boas.

Liamm diavaez kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (fr) GUILLOU Luc, MATOUS Hervé, Les fusils Krag-Jorgensen US 2ème partie e Cibles n°643, miz Genver 2024, pp. 76-80
  2. (en) The Norwegian M1894 Krag-Jorgensen rifle (lennet d'ar 01/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan