Ar C'hrez melen zo ur c'hrez, melen e liv, hag a vez douget gant ar reder renket da gentañ e-kerzh kenstrivadegoù war varc'h-houarn 'zo, Tro Bro-C'hall en o zouez.

Krez melen Tro Bro-C'hall 2003

Dibabet e vije bet al liv-se abalamour da hini pajennoù ar gazetenn L'Auto, aozerez an Dro e 1903.

A-hervez e oa bet deroet kentañ krez melen d'ar reder gall Eugène Christophe (Ar Galian kozh e lesanv) e 1919 kent ma oa bet loc'het an 11vet tennad-hent (19 a viz Gouere) a gase eus Grenoble (Isère) da Jeneva (Suis).

Ar marc'hhouarnour belgiat Eddy Merckx an hini eo en deus douget ar C'hrez melen an hirañ, da lâret eo e-pad 96 deiz.