Eon Hadeeg

Kripteg
Strollad Diazoù
Nektareg
Imbrian Izel

Ar c'hripteg eo marevezh kentañ istor an Douar. Deraouiñ a reas 4 567.17 milion a vloavezhioù 'zo hag echuiñ a reas 4 150 milion a vloavezhioù 'zo. Kriptek (eus ar gregach kryptos, kuzhet) eo anvet peogwir ne chomas hogozik roudenn ebet eus ar marevezh-se. Distrujet e voent e-pad reuziad ar vombezadeg vras.

E-pad ar c'hripteg e touezias an Douar. E ziabarzh a zisheñvelaas hag e grestenenn a vaenaas. Ar stokad-ramz en defe ganet al Loar a c'hoarvezas e-pad ar maread-hont ivez.

Eus ar c'hripteg e teu ar reier koshañ anavezet war an Douar.

N'eo ket anavezet ar c'hripteg gant ar Gomision Etrebroadel a-zivout ar Stratigrafiezh