Kristina Danmark (Dugez Loren)


Kristina Danmark, ganet e Nyborg en miz Du 1521, marvet e Tortona d'an 10 a viz Kerzu 1590, a oa merc'h da Christian II, roue Danmark ha da Izabel Aostria, c'hoar d'an Impalaer santel Karl V.

Kristina Danmark ha Norvegia gant Hans Holbein ar Yaouankañ, 1538, National Gallery (Londrez)

He buhez kemmañ

Nizez e oa d'an impalaer Karl V. He mamm a varvas pa oa 4 bloaz, ha savet e voe gant he moereb Maria Hungaria, a oa gouarnerez an Izelvroioù.

Dimezioù ha bugale kemmañ

Rankout a reas dimeziñ da 13 vloaz, d'ar 4 a viz Mae 1534, da Francesco II Sforza (1495 - 1535), dug Milano, a oa 39 bloaz, met n'o devoe ket bugel. Mervel a reas an dug bloaz goude. Krediñ a reer ne voe ket diwerc'het ar plac'hig, intañvez da 14 vloaz.

Addimeziñ a reas e Gouhere 1541, e Brusel, da Frañsez Iañ (1517 † 1545), dug Loren ha dug Bar.

Tri bugel o doe:


Intañvez kemmañ

Mervel a reas he fried e Mezheven 1545 goude ur ren berr (nebeutoc'h eget bloaz) ha nemet daou vloaz ne oa o mab.

Poltred kemmañ

He foltred gant Hans Holbein ar Yaouankañ zo en National Gallery (Londrez).

Liammoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.