Krogad zugzwang divarvel

Ar C'hrogad zugzwang divarvel zo ur c'hrogad c'hoari echedoù a c'hoarvezas e Kopenhagen e miz Meurzh 1923 gant an Alaman Fritz Sämisch hag al Latviad-Danad Aaron Nimzowitsch.[1]
Abalamour d'un degouezh ral-tre e c'hounezas e anv, rak e kreiz ar c'hrogad en em gavas Sämisch e zugzwang : kement fiñv a raje a washaje e stad ; e dibenn ur c'hrogad e c'hoarvez zugzwang peurliesañ.

Ar C'hrogad zugzwang divarvel

Den ne verzas ar c'hrogad-se d'an deiz ma voe c'hoariet. Daou vloaz goude, e 1925, A. Nimzowitsch a embannas e notennoù koulz er gazetenn Wiener Schachzeitung hag en e levr Die Blockade ma lakaas an degouezh-se d'ur zugzwang[2] ; lod mestrc'hoarierien n'int ket ali gantañ.

Dibun kemmañ

Kopenhagen, Meurzh 1923
Fritz Sämisch – Aaron Nimzowitsch — 0–1
1 d4 Mf6
2. c4 e6
3. Mf3 b6
4. g3 Fb7
5. Fg2 Fe7+
6. Mc3 0-0
7. 0-0 d5
8. Me5 c6
9. cxd5?! cxd5
10. Ff4 a6
11. Tc1 b5
12. Db3 Mc6
13. Mxc6 Fxc6
14. h3? Dd7
15. Rh2 Mh5!
16. Fd2 f5!
17. Dd1 b4!
18. Mb1 Fb5
19. Tg1 Fd6
20. e4 fxe4!
21. Dxh5 Txf2
22. Dg5 Taf8
23. Rh1 T8f5
24. De3 Fd3
25. Tce1 h6!! (0–1)
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 25. ... h6!!
  • 25. ... h6!! a voulc'h ar zugzwang, pa ne chom fiñv spletus ebet gant an tu gwenn : mar gra 26. Rh2 pe 26. g4 e vo 26. ... T5f3 ar respont, hag an tu du a c'hortozo kodianidigezh an enebour.

Rendael kemmañ

Ar vestrc'hoarierien Wolfgang Heindenfeld (1911-1981), Andrew Soltis (ganet e 1947) ha Raymond Keene (ganet e 1948) a nac'has an termen zugzwang staget ouzh ar c'hrogad Sämisch–Nimzowitsch 1923.

  • Heindenfeld : gwech ebet ne c'hoarvez zugzwang er c'hrogad-se ; Nimzowitsch zo darev da c'hoari 26. ... T5f3, Sämisch ne c'hall ket stourm a-enep, echu eo evitañ ha mat pell zo[3].
  • Soltis : Sämisch en dije gallet fiñval hep en em lakaat en arvar, ha gounez tachenn goude ; Nimzowitsch a c'hall gounez an Damez, met kement-se n'eo ket zugzwang pa ne redi ket ar roue enebour d'en em lazhañ[4].
  • Keene : seizadur zo, kentoc'h eget zugzwang ; erru e oa Sämisch er stad truezus a vez krak a-raok ar pat[5].

Gwelout ivez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (en) Winter, Edward (1997). Zugzwang. Kavet : 01/02/2022.
  2. (de) Dir Blockade. Kavet : 01/02/2022.
  3. (en) W. Heindelfeld meneget gant Golombez, Harry e Golombek's Encyclopedia of Chess, Crown, 1944 (ISBN 978-0-517-53146-4)
  4. (en) Soltis, Andrew : Chess to Enjoy, Stein & Day, 1980 (ISBN 978-0-8128-6059-7) – "Solbis, Andy" eo anv an aozer war golo al levr.
  5. (en) Keene, Raymond D. : Aron Nimzowitsch: A Reappraisal, David McKay, 1974 (ISBN 978-0-679-13040-6)