Primavera
Sandro Botticelli, war-dro 1482
Tempera war goad
203 × 314 cm
Uffizi
Firenze

La Primavera (An Nevezamzer) zo ul livadur bras graet gant Sandro Botticelli war-dro 1482, unan eus pennoberennoù an Azginivelezh italian, hag a c'haller gwelout e Mirdi an Ofisoù e Firenze.

Istor kemmañ

Dont a ra an anv eus ar renabl graet gant Giorgio Vasari en 1550 : dezhañ ne c'halle bezañ nemet lid donedigezh an nevezamzer. E 1551 e skrivas en doa kavet an daolenn ouzh moger sal ur genkiz e Castello, e-kichen ar villa de Petraia, perc'hennet gant ur pinvidig, eus an tiegezh Medici. Ouzh ar voger a-dal dezhi e oa ul livadur all: Ganedigezh Gwener.

E 1477 e oa bet prenet ar genkiz gant Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici, a oa kenderv da Lorenzo il Magnifico.

E-pad ma oa dalc'het ar vro gant an Alamaned e 1944 e voe kuzhet an daolenn e Castello di Montegufoni ha daskoret e voe d'an Uffizi goude an Eil brezel-bed.

An daolenn kemmañ

En tu kleiz emañ Mercurius, gwisket skañv, o tiwall liorzh Gwener hag a weler oc'h astenn e zorn da gemer ur frouezhenn; un tokarn zo war e benn, ur c'hleze ouzh e gostez, evel ma tere d'ur gward eus ar XVIvet kantved. Kannad an doueed a anavezer gant e votoù askellek, hag e vazh.

En tu dehou emañ Zefiros, doue an avelioù, o klask dont e-barzh, war-lerc'h an nimfenn C'hloris. En he c'hichen emañ an doueez Flora, doueez an nevezamzer, a vije Simonetta Vespucci, serc'h Giuliano de' Medici, o skignañ bleunioù, met dizemglev zo war ar poent-se.

 
Munudenn eus an Teir Fulenn. Caterina Sforza en tu dehou.

Kompren kemmañ

Meur a zoare zo da gompren an daolenn.
Lod a wel ur skeudenn bolitikel enni.

Hervez Kathryn Lindskoog e ranker gwelout er Primavera un daolenn eus ar Liorzh Eden hervez an Divina Commedia gant Dante Alighieri. Dezhi e c'haller anavezout an dud-mañ, a gleiz da zehou: Adam, an tri vertuz teologel, Beatrice Portinari, Matilda, Eva, ha Satan[1].

Notennoù kemmañ

  1. Lindskoog, Kathryn, Dante's Divine Comedy — Purgatory — Journey to Joy, Part Two (retold with notes), Mercer University press, Macon, Georgia, 1997. ISBN 0-86554-573-1, page ix. https://web.archive.org/web/20091224085708/http://www.lindentree.org/prima.html