Ur pennad Lamia zo ivez.

Lamia (Λάμια e henc'hresianeg), pe Sybaris (Σύϐαρις e henc'hresianeg), a oa rouanez Libya, ha dont a reas da vezañ un euzhvil, hanter sarpant, hag a zebre bugale.

Lamia livet gant Herbert James Draper, 1909.
Lamia livet gant John William Waterhouse (1909); taolit pled ouzh ar c'hroc'hen naer war he barlenn.

Skridoù kemmañ

Er skridoù nevesoc'h eo lakaet hec'h anv el liester, lamiai e gregach[1]
. N'eo ket ar vaouez nemeti kinniget evel euzhvil e mojennoù Hellaz: an empousa, ar mormo zo ivez. N'eus nemeti avat he dije hantergorf ur vaouez, ha hantergorf ur sarpant[2]. Laimos a lavarer e gregach eus ar gorzenn-voued, ha debriñ bugale eo a rae Lamia[3].

Mojenn kemmañ

Merc'h e oa Lamia d'an doue Poseidon ha da Libya[4], a oa deneladenn ar vro anvet Libya. Rouanez Libya e oa, ha karet gant Zeus[5].

Hera a glevas an doare hag a laeras bugale Lamia. Da-heul kement-se e troas Lamia en un euzhvil kounnaret hag a grogas da lazhañ bugale. Evit he sioulaat e roas Zeus dezhi ar galloud da ziouganañ ha da dennañ he daoulagad[6]. Pe e voe troet gant Hera en un euzhvil, pe e teuas da vezañ goude lazhadeg hec'h holl vugale (war-bouez Skylla), pe e oa merc'h da Hekate[7] Hervez Ploutarc'hos[8]. e c'halle lemel he daoulagad eus o foulloù hag o adlakaat en o lec'h. Diwezhatoc'h e voe kontet e oa un donezon deuet a-berzh Zeus, ha diwezhatoc'h c'hoazh e veze lavaret e oa bet taolet warni ur mallozh hag abalamour da hennezh n'halle ket serriñ lagad ebet ken e wele he bugale lazhet dizehan.

Levrlennadur kemmañ

Munudoù kemmañ

Kemeret e oa bet an anv Lamia gant Thyraud de Vosjoli e-pad an Eil Brezel-bed. Kaoz eus e droioù a zo en e levr Lamia, hag er film Topaz, e 1969.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. Ar gens roman Lamiae, kar d'ar gens Aeliae( Horatio, Odes 3.17, da Aelius Lamia) ha tost da Formiae, n'he doa darempred ebet gant an anv gresianek
  2. Theoi Project: "Lamia"
  3. Aristofanes, Ar Gwesped, 1177.
  4. Diodorus Siculus, Levraoueg Istorel xx.41.
  5. Aristofanes, Peoc'h.
  6. Bell, Women of Classical Mythology, drawing upon Diodorus Siculus 22.41; Suidas 'Lamia'; Ploutarc'hos 'On Being a Busy-Body' 2; Scholiast on Aristophanes' Peace 757; Eustathius on Odyssey 1714) (Mythology dictionary C20th)
  7. Odyssey12.124 ha scholia, hervez Karl Kerenyi, Gods of the Greeks 1951:38 notenn 71.
  8. Ploutarc'hos, De curiositate, 2.