Laurent Koudou Gbagbo (ganet d'an 31 a viz Mae 1945) zo ur politikour eus Aod an Olifant, bet prezidant ar vro etre 2000 ha 2011.

Laurent Gbagbo
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAod an Olifant Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLaurent Koudou Gbagbo Kemmañ
Anv-bihanLaurent Kemmañ
LesanvLe boulanger d'Abidjan, Le Woody de Mama Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Mae 1945 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGagnoa Kemmañ
PriedSimone Gbagbo, Nady Bamba Kemmañ
BugelMichel Gbagbo Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Place of detentionSéguéla, Bouaké Kemmañ
Kondaonet evittalvoud ebet Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner, kelenner skol-veur Kemmañ
KargPresident of the Ivory Coast, Member of the National Assembly of Cote d'Ivoire Kemmañ
Bet war ar studi eParis Diderot University, University of Lyon, Paris Cité University Kemmañ
Lec'h annezFrañs Kemmañ
Strollad politikelIvorian Popular Front, Parti des peuples africains-Côte d'Ivoire Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2000 Ivorian presidential election Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPanama Papers Kemmañ
Prizioù resevetNational Order of the Ivory Coast Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.gbagbo.ci/ Kemmañ
E 2007

Er bloavezhioù 1970 e oa Laurent Gbagbo un eneber ouzh ar prezidant Félix Houphouët-Boigny ha bac'het e voe eus miz Meurzh 1971 da viz Genver 1973. Goude studioù uhel e Pariz (Bro-C'hall) ma tapas un doktorelezh e teuas da vezañ rener Ensavadur an istor, an arz hag an arkeologiezh afrikan e skol-veur Abidjan. E 1982 e kemeras perzh e krouidigezh an FPI (Front Populaire Ivoirien) ha mont da glask repu e Bro-C'hall. Goude e zistro d'e vro e 1988 e voe anvet pennsekretour an FPI. Gounit a reas an dilennadegoù e 2000 hag e teuas da vezañ trede prezidant Aod an Olifant d'ar 26 a viz Here 2000.

E 2005 e tlee bezañ termen e brezidantelezh met ampellat a reas an dilennadegoù a vloaz da vloaz betek miz Du 2010. D'an 2 a viz Kerzu 2010 e tisklêr Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù eo aet an trec'h gant Alassane Ouattara (gant 54.1 % eus ar mouezhioù). Ar C'huzul bonreizhel (anvet e holl izili gant Laurent Gbagbo) a sav a-enep an disoc'hoù-se hag a lak Laurent Gbagbo trec'h en dilennadegoù. Goude ur brezel diabarzh etre arme Gbagbo ha hini Ouattara eo harzet Laurent Gbagbo d'an 11 a viz Ebrel 2011 en Abidjan.


Banniel Aod an Olifant Prezidanted Aod an Olifant
Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara