Lavarenn greizennus

Implijet e vez an termen yezhoniel lavarenn greizennus (LG) (saoz. "FP" pe focus clause) evit komz eus ar rann pennañ eus ur frazenn ma kaver ennañ ar stlenn pouezusañ.

Bez e c'hell bezañ merket e pelec'h emañ kreizenn (saoz. focus) ur frazenn gant elfennoù lusk ha/pe kevreadurezhel.

Abalamour m'eo difetis ha ledan he ster, er yezhoniezh eo bet dielfennet ar greizennelezh e meur a doare disheñvel.

Gwezhall e veze komprenet evel ur perzh liammet strizh ouzh ur ger er frazenn, evel da skouer "Reolenn an Taol-mouezh Kraoñellek" (saoz. Nuclear Stress Rule) kinniget gant Morris Halle ha Noam Chomsky, ma veze liammet ganti taol-mouezh pennañ ar frazenn hag un elfenn resis nemeti. Pal ar reolenn-se a oa klask sklaeraat ar fed ma kreder ez eus e pep frazenn ur ger (ar c'hraoñell) ma vez pouezet warnañ muioc'h evit ar re all abalamour m'eo hennezh pouezusoc'h evit ar re all.

Diwezhatoc'h e oa bet kinniget termeniñ kreizenn ur frazenn hervez dielfennadur ar strukturioù kevreadurezhel dre studial lec'hiadur pep elfenn er frazenn. Da skouer, hervez Teorienn Barrenn-X yezhadur ar strukturioù frazennel e vez kavet an termen pennañ (saoz. lexical head) al lavarenn greizennus (LG) e penn-kentañ pe e tu-kleiz ur frazenn er yezhoù romanek evel an italianeg.

Bremañ e anzaver ne rankfer klask merkoù al LG war gerioù pe zoken lec'hioù strukturel ur frazennw ar-eeun hepmuiken, met kompreneet e vez kentoc'h ar gerizennelezh evel al liamm etre un taol-mouezh pouner (an "taol-lusk", saoz. pitch accent) diouzh un tu hag ar "pouezusted stlennek" (saoz. informational salience) diouzh an tu all, da vezañ liammet o-daou ouzh kenarroud un diviz war ober.

Pa vez implijet ar greizenn evel ur perzh yezhadurel, gant dielfennadurioù semantikel resis e vez lâret e teu da vezañ un elfenn diakritek hag a dalvez da diforc'hañ un doare da gompren ar frazenn (an doare gantañ ur greizenn resis) diouzh doareoù all da gompren ar memes frazenn hep ma rankfe bezañ kemmet urzh ar frazenn met kentoc'h dre an doare da gompren al liammoù etre elfennoù ar frazenn. Disheñvel eo neuze argemmennoù stag ha distag skopos matematikel pep doare da gompren ar frazenn: ledanoc'h e vefe skopos ar frazenn deskrivet ganti un tolead ledanoc'h a degouezhioù keit ha ma vefe strisoc'h hini ar frazenn pishoc'h deskrivet ganti degouezhioù resisoc'h.

Talvoudus eo kompren e c'hell bezañ liesek kreizennoù ur frazenn rak evel-hen e c'heller deskrivañ gwelloc'h efedoù ur skopos strizh pe ledan ha liammoù hemañ gant kealoù semantikel evel an emplegadur.