Ur yezh kartvelek eus skourr ar yezhoù zanek eo al lazeg (lazeg: lazuri; ლაზური) komzet gant tro-dro da 220.000 den evel yezh kentañ e Turkia ha gant 30.000 den all e Jorjia.

Ar gazetenn lazek Mçhita Murutsxi, embannet e 1929 en Unvaniezh Soviedel.

N'en deus al lazeg statud ofisiel ebet nag e Jorjia nag e Turkia ha n'eus yezh unvan ebet. Implijet e vez dre gomz dreist-holl hag evit ober dre skrid e vez graet pe gant ar jorjieg pe gant an turkeg hervez al lec'h.

O vont war digresk emañ an niver a dud a ra gant al lazeg dre vras hag en arvar da vont da get emañ.

Pemp rannyezh pennañ zo:

  • Hopaeg (komzet e Hopa)
  • Vitseg-arkabeg (komzet e Arhavi ha Fındıklı)
  • Tchc'haleg (komzet e Düzköy)
  • Atineg (komzet e Pazar)
  • Ardeshenian (komzet e Ardeşen)

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ