Leonidas Polk, ganet d'an 10 a viz Ebrel 1806 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Even 1864, a oa brudet evit bezañ ur jeneral e lu Stadoù Kengevreet Amerika war dachenn kornôg Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Bez e oa bet plantour e Maury County, Tennessee. Eil kenderv ar prezidant James K. Polk e oa ivez. Brudet e voe ivez evel eskob Louisiana, ar pezh a voe abeg d'e lesanv Sewanee's Fighting Bishop.

Leonidas Polk gant e unwisk soudard

Alies e vez graet anezhañ "Leonidas K. Polk." N'en doa ket a eil anv, ha biken ne voe sinet gantañ paperenn ebet gant an anv-se. Ar "K" ouzhpennet a oa deuet diwar ur pennad en ur gazetenn eus New Orleans pa voe marvet: "Polk, Leon. (k)" evit killed in action (marvet ouzh ar stourm).

Polk a oa unan eus ar re brudetañ ha burutelletañ jeneraled ar Su e-pad ar brezel. Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika Jefferson Davis en devoa fiziet ennañ ur roll uhel el lu, daoust ma oa hep skiant-prenet ebet eus domani ar brezel, met dre ma anaveze mat traoñienn ar Mississippi. Ar wirionez a oa e oant kamaladed o-daou ha dre e roll en iliz e oa doujet gant Jefferson Davis.

E-penn bagadoù soudard e oa e-pad emgann Shiloh, emgann Perryville, emgann Stones River, Kampagn Tullahoma, emgann Chickamauga, Kampagn Chattanooga, ha Kampagn Atlanta. Marvet eo e 1864 e-pad Kampagn Atlanta pa voe tizhet garv gant un obuzenn pa oa o sellet ouzh an dachenn emgann.

Un eskob ouzh ar stourm kemmañ

Unan eus mojennoù brudetañ ar brezel diabarzh a zo: Polk a oa o sellet e ofiser ar Major jeneral Benjamin F. Cheatham, o vont war-raok gant e divizion. Cheatham a huchas (gant testoù), "Give 'em hell, boys!" ("Roit dezho an ifern paotred!") ha Polk o klevet kement-se, chomet e oa un eskob en desped da vezañ soudard, da eilgeria ar youc'h "Give it to 'em boys; give 'em what General Cheatham says!" ("Roit dezho paotred; roit dezho ar pezh en deus laret ar Jeneral Cheatham!")

 
Leonidas Polk gant e unwisk eskob