Let It Be Me (Everly Brothers)

Ur pennad Let It Be Me zo ivez.

Let It Be Me zo ur ganaouenn saoznek bet brudet gant al laz stadunanat Everly Brothers.

Orin gallek kemmañ

Gallek avat eo ar ganaouenn orin, "Je t'appartiens", kanet gant Gilbert Bécaud e 1955, ton gant Bécaud ha son gant Pierre Delanoë. Enrollet e voe ivez gant Les Compagnons de la chanson.

Doare saoznek kemmañ

Savet e voe komzoù saoznek gant Manny Curtis ha kanet e voe e 1957 gant Jill Corey en abadenn skinwel Climax! Ur bladenn a voe graet, bihanik e voe he brud.

Hogen brudetoc'h kalz e voe doare an Everly Brothers, a voe kanet ivez gant Elvis Presley, Bob Dylan, George Harrison.